Kalvezderioù hag ostilhoù meziantel o kendeurel da eeunaat skriverezh ha trezalc'herezh ar goulevioù, diouzh an dro da greskiñ o amloadusted.
Teul o vont gant ur goulev, ennañ dezrann an arload, framm ar goulev, anv ha roll an argemmennoù arveret, luniad ar roadennoù, ar c'heweriadoù engwezhiet ; emañ en erdu ar rann goskor a zo en he c'hefridi skrivañ, kevrikaat, trezerc'hel ha hizivaat ar goulevioù.
Despizañ rizhoù ergorennoù nevez hag ar gwezhiaduroù kevredet outo diwar-bouez kentegennoù parzhiat en areg gouleviñ a venner askouezhañ.
An dro eeunañ eo an askouezhañ diwar-bouez isgoulevioù rakkempunet. An aregoù uhelañ live zo outo danvez ur wikefre askouezhañ e par o gramadeg.
Hollad an araezioù (arouezioù, gerioù, kendivizadoù) arveret da zeskrivañ e rezh ur goulev ar gwezhiadennoù da ren gant un urzhiataer.
Nep areg gouleviñ a seller ennañ ur steradur (ster ar gerioù ouzh e ober) hag ur c'hevreadur (kempenn ar gerioù oc'h ober ar frazennoù).
Bez' ez eus lies areg gouleviñ a rummer hervez o live, pe hentenn o aozerezh : areg ijinenn, aregoù erdu ijinenn (bonareg, areg kuntellañ), aregoù erdu arloañ pe uhellive (FORTRAN, ALGOL, APL, BASIC, PASCAL, h.a.).
Areg o talvout da lakaat tro e hewelioù ha treselloù.
Hentennoù a-zivout ar reolennoù skrivañ war-benn savelañ goulevioù solius, helenn, teuliaduret mat.
Hollad an obererezhioù o plediñ gant ergrafañ, prouadiñ, trezerc'hel ar goulevioù.
Sl. [macroprogrammation] [microprogrammation] [microprogrammation] [monoprogrammation] [multiprogrammation]
Mod gouleviñ ma vez skrivet ar goulevioù en areg ijinenn oc'h ober stad hepken eus ennegoù gwerc'hek al lec'hiennoù er vemor.
Rizh gouleviñ ma ra ar goulever gant skoazell ur riñverez, da skouer evit gwiriañ reizhded ar skrivadur e-keñver ar prezegadoù kinniget.
Lerc'hwezañ ar stlennadoù e-barzh ar memorioù goulevadus.
Hentenn dreolouriezh da ziskoulmañ ar c'hudennoù a rizh reoliñ gwellek.
Hentenn diskoulmañ kudennoù en imbourc'h hewezhiadel.
Hentennouriezh c'houleviñ bleniet gant ar roadennoù ma c'hoarvez an unvezioù goulev a vodadoù kemennadoù amkanet da zec'halv hentennoù kevredet ouzh ar roadennoù. A-gevenep emañ d'ar gouleviñ arc'hwelel ma c'hoarvez an unvezioù goulev a vodadoù galvoù da dreugennadoù oberiat o wezhiañ war roadennoù gouzañvat aet da arventennoù.
Ar gouleviñ dre ergorennoù a ro an dro da zegouezhout gant ur bolc'hennañ roadennoù-treugennadoù diogel, ha talvout a ra da sevel goulevioù molladel.
Arveret e vez ar gouleviñ dre ergorennoù e meur a zomani stlennegel evel an ijin meziantel, an naouegezh alvezel pe ar sevel ketalioù kevregañ prenester-arlunioù-lañserioù.
Mod gouleviñ o talvout da sevel goulevioù azas diouzh ar c'heweriañ war urzhiataerioù lieskewerier.
Gouleviñ o kemplegañ d'un niver lavaret a reolennoù amkanet d'ur skrivañ goustreudet ar goulevioù. Ar gouleviñ frammet a c'hounez korvo gant kalvezderioù an dezrannañ ardraoñus. An ergrafoù arveret gant ar re-mañ a ya en tu all da gealioù strizh ar gouleviñ pa sellont ouzh urzhiatadur al labour a-ser gant savidigezh kelligoù gouleviñ.
Mod gouleviñ ma ergrafer ha ma skriver ar goulevioù en un areg arouezel da venegiñ an niñvuzennoù hag ar c'hevreizhennoù.