cycle (processus, de charges et de recharges)
◊ kor g.
― Gervaoù skiant
intervention, acte, opération (dans un processus)
◊ gwezhiadenn b. -où
― Geriadur ar jedoniezh
mastoïde, TA processus mastoideus ossi temporalis
◊ mastoid
◊ baleg g. ar vrennigenn, brennigenn b.
― Geriadur ar vezekniezh
Balir kernennek loet e parzh traoñ an askorn ividig, enlenet ouzh ar gern anezhañ ar gigenn glerenn-trebez-brennigenn.
métaplasie, processus métaplasique
◊ metaplasia
◊ treweañ, trewe g.
― Geriadur ar vezekniezh
Argerzh treuzfurmiñ ur gwiad diforc'hekaet en ur gwiad diforc'hekaet kevarall, reol en e luniad hag en e berzhioù, ezreol dre e lec'hiadur (sk. : treweañ askornel ur migorn).
néoplasie, processus néoplasique ou néoplastique
◊ neoplasia
◊ nevezweañ, argerzh g. nevezweat
― Geriadur ar vezekniezh
Furmiñ ur gwiad nevez diwar neriñ kelligoù o deus nebeut keñverioù neuziadurel hag arc'hwelel gant ar gwiad a evodont dioutañ.
procéder, opérer suivant un processus
◊ argerzhañ
― Geriadur ar fizik
procès (Gramm.), processus
◊ argerzh
― Gerva an brederouriezh
processus
◊ process
◊ argerzh g. ―ioù
― Geriadur ar stlenneg
Heuliad gwezhioù elfennel a zo e zisoc'h kevatal da zisoc'h ar pennwezh ez int ar parzhioù anezhañ. Keal an argerzh a dalvez da zeskrivañ monedigezh ur reizhiad korvoiñ. Kement eo an argerzh hag erounezadur ur goulev e-doug un amzer vevennek.
Anv a vez a sevel un argerzh, a zispenn un argerzh (a zo ar freuzañ anezhañ pa'z eo aet ezwaz). Bez' e c'hell un argerzh bezañ kousket, eleze angwered (war c'hed ma ve bastet d'ur goulenn, pe ec'harver evit ur mare), pe dihun (pa vez galvet un argerzh kousket).
processus
― Geriadur ar stlenneg
-
le ―de numérisation
an argerzh niverelaat
[numériseur &]
-
―endormi ... ―inactif ... ―inutilisé ... ―ne servant plus ... ―réveillé
argerzh kousket ... argerzh angwered ... argerzh ec'harver ... argerzh aet ezwaz ... argerzh dihun
[processus]
-
les ―psychologiques d'un sujet de l'énoncé
argerzhioù bred un dezreveller
[1.logique &]
-
création d'un ―... destruction/mort d'un ―... élimination d'un ―
sevel un argerzh ... dispenn un argerzh ... freuzañ un argerzh
[processus]
-
dispositif permettant l'accès à des ―élémentaires ou complexes
trevnad o talvout da haeziñ argerzhioù elfennel pe gemplezh
[1.pointeur]
-
lorsque les différents ―(ou programmes) partagent un ou plusieurs processeurs
pa vez un pe lies argerzh (pe c'houlev) o rannañ un pe lies kewerier
[parallélisme]
-
méthode permettant à deux ―séquentiels non synchronisés mais mutuellement dépendants de se dérouler de manière satisfaisante
hentenn oc'h ober da zaou argerzh a-gemal, amoubred met kevamzalc'h da vont en-dro gant berzh
[transmission par passage de t.]
-
mettre en œuvre la communication entre ―
engwezhiañ ar c'hehentiñ etre argerzhioù
[boîte aux lettres]
-
procédé permettant de réaliser des échanges d'informations entre ―
araezad arveret da eskemmañ stlenn etre argerzhioù
[2.message]
-
qualité d'un ―qui peut être exécuté parallèlement à d'autres ―
perzh un argerzh a c'haller erounit a-stur gant argerzhioù all
[colatéralité]
-
la simulation en temps réel des ―industriels complexes
darvanerezh en amzer werc'hel an argerzhioù greantel kemplezh
[dynamique de système]
-
une marque spéciale, appelée jeton, circule entre les ―
ur merk arbennik, anvet odeer, a vez heloc'h e-touez an argerzhioù
[1.jeton]
processus
◊ argerzh g.
― Gervaoù skiant
processus
◊ argerzh g. -ioù
― Geriadur an armerzh
-
processus de concentration, de croissance, de démocratisation
argerzh tolpañ, kreskiñ, gwerinekaat
-
processus de développement
argerzh diorren
-
processus économique
argerzh armerzhel
-
processus de fabrication
argerzh kenderc'hañ
-
processus d'industrialisation
argerzh greantelaat
-
processus de modernisation, de rationalisation, d'urbanisation
argerzh arnevesaat, heboellaat, kêriekaat
-
accélérer, déclencher, interrompre un processus
buanaat, luskañ, herzel un argerzh.
processus
◊ argerzh g. -ioù
― Geriadur ar fizik
processus
◊ argerzh g. -ioù
― Geriadur ar gimiezh
-
processus par étapes
argerzh a-dennadoù
processus
◊ argerzh g. -ioù
― Geriadur ar jedoniezh
processus
◊ process
◊ 1 askouezh g., baleg g. 2 argerzh g. -ioù
― Geriadur ar vezekniezh
1 Er gorfadurezh, furmadur oc'h amparañ astennad un organ, ul luniad pe un askorn 2 Heuliad anadennoù, anafoù, azonoù, h.a..
processus ; procédé
◊ argerzhad g. -où
― Geriadur ar fizik
processus alaires
◊ ALA CRISTAE GALLI
◊ askell b. ar glipenn.
― Geriadur ar gorfadurezh
processus caudé
◊ PROCESSUS CAUDATUS
◊ askouezh g. lostek.
― Geriadur ar gorfadurezh
processus d'être (Lévinas)
◊ argerzh bout
― Gerva an brederouriezh
processus de Poisson
◊ argerzh Poisson (poasonat)
― Geriadur ar jedoniezh
processus de rétroaction (Cybern.)
◊ argerzh korweredel
― Gerva an brederouriezh
processus parallèle
◊ parallel process
◊ argerzh a-stur
― Geriadur ar stlenneg
Argerzh a vez e wezhioù erounezet en ur ser.
Processus primaire, processus secondaire.
◊ Primärvorgang, Sekundärvorgang.
◊ primary process, secondary process.
◊ argerzh kentael, argerzh eilvedel.
― Geriadur ar bredelfennerezh
An daou vod arc’hwelerezh eus ar benvegad bred evel ma’z int bet deskrivet gant Freud. Kemm a lakaer etrezo diouzh ar savboentoù :
— lunegorel, dre verkañ ez eo an argerzh kentael un doare eus ar reizhiad diemouez, an argerzh eilvedel un doare eus ar reizhiad ragemouez-emouez ;
— armerzhel-dialuskel, dre lakaat a-wel mod amredek ar gremm bred gant an eil hag egile : e par an argerzh kentael, e tiver frank ar gremm bred, o vont dishual eus un derc’had d’unan all hervez gwikefreoù an treuzlec’hiañ hag an dazbec’hiañ, o tennañ da adkevannodiñ klok an derc’hadoù stag ouzh ar buhezadoù boziañ amparus d’ar c’hoant (trezerc’hañ kezivik) ; e par an argerzh eilvedel ez eo da gentañ ereet ar gremm, a-raok diverañ dindan reolerezh, — kevannodet e vez stabiloc’h an derc’hadoù, ampellet ar gwalc’hadur, o reiñ tro da arnodiñ hentoù diseurt.
Daveiñ a ra ar gevenebiezh etre argerzh kentael hag argerzh eilvedel d’ar gevenebiezh etre pennaenn ar bliz ha pennaenn an dra.
Ken abred ha 1895 e tezrevellas Freud an diforc’h etre an daou argerzh. O studiañ an hunvreoù ha furmadur an azonoù e tizoloas ur mod arc’hwelerezh bred dezhañ e wikefreoù, e savelennoù disheñvel-bras diouzh argerzhioù an dezevout deskrivet gant ar vredoniezh kozh. Houmañ ne wele ster ebet en hunvreoù, e prepozioù an diskianted ; Freud a ziskouez er c’hontrol ar ster o deus dre an eul a zo enno, an eul-se o treuzlec’hiañ, o tazbec’hiañ, h.a., frank ha dishual. Patrom an hunvre ivez a roas tro da Freud da arlakaat e tenn an argerzh diemouez da savelañ, dre an hentoù berrañ, un hevelepted-verzout, eleze da azdedaoliñ dre an trezerc’hañ an derc’hadoù gwisket dezho un talvoud brientek gant ar buhezad boziañ kezivik.
E keveneb, e teskriv Freud evel argerzhioù eilvedel an arc’hwelioù arouezet gant ar vredoniezh klasel evel dezevout amhun, evezh, barnerezh, poellata, ober reolet. En argerzh eilvedel ez eo an hevelepted-dezevout a vez klasket.
processus séquentiel
◊ sequential process
◊ argerzh kemalat, argerzh a-gemal
― Geriadur ar stlenneg
Argerzh a vez ar gwezhioù ouzh e ober erounezet lerc'h-ouzh-lerc'h, pep hini o teraouiñ pa vez echu erounezadur an hini diagent.
PROCESSUS.
― Geriadur ar bredelfennerezh
fonctionnement selon le processus primaire,
arc’hwel diouzh an argerzh kentael (sl. ÇA) ;
nous ne savons rien sur la nature du processus d’excitation,
ne ouzomp netra war natur an argerzh-broudañ (sl. ÉCONOMIQUE) ;
la façon dont le sujet humain se situe par rapport à son sexe biologique est le terme aléatoire d’un processus conflictuel,
an doare m’en em savlec’h ar gouzrec’h e-keñver e rev vevedel zo disoc’h anheulret un argerzh kenniñvek (sl. MASCULINITÉ — FÉMINITÉ) ;
un procédé pour l’investigation de processus mentaux,
un araezad da imbourc’hiñ argerzhioù bred (sl. PSYCHANALYSE) ;
le processus somatique perçu comme excitation,
an argerzh bevedel deglevet evel broud (sl. SOURCE DE LA PULSION) ;
Freud classe les sources en deux groupes selon qu’il considère le lieu ou le processus,
daou rumm a ra Freud eus an andonioù hervez ma sell ouzh al lec’h pe ouzh an argerzh (sl. SOURCE DE LA PULSION).
ptérygoïde : processus ∼du sphénoïde
◊ pterygoid process
◊ baleg g. elvennek pe elvenneg g.
― Geriadur ar vezekniezh
Baleg askorn ensezet dre ziv wrizienn war dal traoñ ar genneg.
xiphoïde : processus ou appendice ∼
◊ xiphoid process
◊ baleg g. al lech, lech g.
― Geriadur ar vezekniezh