Preder
pétition de principe (Philo.)arc'hañ da gentaenn ― Gerva an brederouriezh
principe ― Geriadur ar stlenneg
  • le ―de cette méthode poell an hentenn [transmission par passage de t.]
  • ―utilisé pour améliorer les performances des mécanismes séquentiels pennaenn arveret da wellaat digonusted ar gwikefreoù kemalat [anticipation]
  • élément permettant de mettre en œuvre le ―d'anticipation elfenn gevaraez da zedalvout pennaenn an arlañs [1.fenêtre]
  • en ―, l'ensemble des informations contenues dans les pages dépasse la capacité totale de la mémoire principale a-bennaenn, e vez brasoc'h hollad ar stlennadoù endalc'het er pajennoù eget endalc'h hollel ar bennvemor [mémoire virtuelle]
  • qualité d'un programme qui permet d'en comprendre facilement le ―et la réalisation perzh gant ur goulev ez eo an aested da gompren an derc'hennad hag ar gwerc'hennad anezhañ [lisibilité]
  • type de régulation de processus dont le ―consiste à maintenir la valeur d'une grandeur physique associée à ce processus égale à une valeur de référence rizh arouleviañ un argerzh a zo e bennaenn derc'hel gwerzh ur braster fizikel a-zalc'h ouzh an argerzh par d'ur werzh dave [asservissement]
  • les unités à réponse vocale fonctionnent selon deux principes hervez div bennaenn ez arc'hwel an unvezioù mouezhtaoliñ [unité à réponse vocale]
principepennaenn b. ― Gervaoù skiant
principepennaenn b. ― Geriadur an armerzh
  • principe de la libre entreprise pennaenn ar frankembreger
  • principe de légalité pennaenn an dezvelezh
  • principe de rentabilité pennaenn an askorusted
  • principe de spécialité budgétaire pennaenn kevrennadur ar c'hellidsteuñv
  • principe de subsidiarité pennaenn ar c'housezadelezh ; pennaenn ar gousezadoù
  • principe de l'unité du prix pennaenn unelded ar priz
  • (d'une substance) principe actif gwezhuzenn b.
principekentaenn b. -où ― Geriadur ar fizik
principepennaenn b. -où ― Geriadur ar fizik
  • principe d'incertitude pennaenn an andiended
  • principe d'Archimède pennaenn Arkimedes
  • principe d'identité pennaenn an hevelepted
  • principe de l'inertie pennaenn an anniñv
  • principes de la thermodynamique pennaennoù ar wreznerzhoniezh
  • principe de conservation de l'énergie pennaenn kevandalc'h ar gremm
principepennaenn b. -où ― Geriadur ar gimiezh
  • principe d'incertitude pennaenn an andiended
  • principe d'Archimède pennaenn Arkimedes
  • principe d'identité pennaenn an hevelepted
  • principe de l'inertie pennaenn an anniñv
  • principes de la thermodynamique pennaennoù ar wreznerzhoniezh
  • principe de conservation de l'énergie pennaenn kevandalc'h ar gremm
principepennaenn b. -où ― Geriadur ar jedoniezh
principepennaenn ― Gerva an brederouriezh
principeprinciple1 pennaenn b. 2 pennaenn b., gwezhuzenn b., gwezher g. ioù ― Geriadur ar vezekniezh

1 Erganad diazez un argerzh, un diskiblezh, un dezrann, un dezreadur 2 Kediad kimiek dezhañ perzhioù savelek, douhennet eus danvezennoù struzhel pe loenel.

principe (actif)gwezhuzenn b. -où ― Geriadur ar geginouriezh
principe actifgwezhuzenn b. -où ― Geriadur ar fizik
principe actifgwezhuzenn b. -où ― Geriadur ar gimiezh
principe d'accord avec soi-même (Kant)pennaenn ar c'hendoniañ gant an unan ― Gerva an brederouriezh
principe d'incertitudepennaenn an andiended ― Gervaoù skiant
principe d'objectivité (Philo.)pennaenn an ergorelezh ― Gerva an brederouriezh
principe de (non-)contradiction (Philo.)pennaenn an andislavar ― Gerva an brederouriezh
principe de (non-)contradiction (Philo.)andislavar : pennaenn an – ― Gerva an brederouriezh
principe de constanceKonstanzprinzip (Freud)principle of constancearstal : pennaenn an – ― Gerva an brederouriezh
Principe de constance.Konstanzprinzip.principle of constance.pennaenn an arstal. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Pennaenn o tezrevellañ an tued a ve hervez Freud gant ar benvegad bred da zerc’hel en ur rez ken izel pe ac’hoel ken digemm ha ma c’hell ar c’hementad broud a zo ennañ. Tizhet e vez an arstal diouzh un tu dre ziskargañ ar gremm beziat, diouzh an tu all dre hepkoriñ pezh a greskfe ar c’hementad broud ha dre stourm ouzh ar c’hresk-se.

Emañ pennaenn an arstal e diazez arlakadenn armerzhel Freud : hervezañ pep erzerc’had eus buhez ar bred zo da intent evel ur striv da zerc’hel sammad ar broudadoù en arstal e-barzh ar benvegad bred. Pennaenn an arstal zo e darempred strizh gant pennaenn ar bliz er feur ma seller ar bliz evel deglevadur un digresk tennder hag an divliz evel deglevadur ur c’hresk tennder. Freud e-unan evelkent a anzave e tlee bezañ kemplezh kenan al liamm etre ar santadurioù dangorel hag an argerzhioù armerzhel goulakaet da seulad dezho.

Evit kompren lec’h pennaenn an arstal e meiz Freud eo dav distreiñ da orinoù ar c’heal-se. Amboaz Freud ha Breuer oa astenn d’ar vredoniezh ha d’ar vredvevedouriezh pennaennoù hollek ar fizik, pa n’he doa gouezoniezh ar mare diazez ebet er-maez anezho. Meur a zoare zo bet evelato da intent pennaenn an arstal er vredoniezh, evel ma note Freud e-unan. Tri c’hemeradur bras a c’haller digejañ :

Pe e tedalvezer d’ar vredoniezh pennaenn kevandalc’h ar gremm, ma chom hervezi digemm sammad ar gremmoù en ur reizhiad kloz. A zo degemerout ez eus ur gremm bred, pe ur gremm nervel, na gemm ket e begement a-dreuz d’an treuzfurmadurioù hag an dilec’hiadurioù. A zo degemerout e c’haller dezgeriañ an devoudoù bred e termenoù gremm. Hogen ar bennaenn-mañ, empleget end-eeun gant arlakadenn armerzhel ar bredelfennerezh, zo disheñvel diouzh pennaenn an arstal.

Pe e heñvelekaer pennaenn an arstal ouzh eil pennaenn ar wreznerzhoniezh : e diabarzh ur reizhiad kloz e tenn an diliveoù gremm da goazhañ betek ma tizhfe ar reizhiad ur stad kempouez. Adkavout a reer amañ “pennaenn ar stabilded” dezrevellet e 1873 gant ar bevedour Fechner. Hogen ar gudenn eo spisaat bevennoù ar reizhiad kloz e kont. Hag ez eo ar benvegad bred, hag ar gremm kentreet gant Freud oc’h amredek ennañ ? Pe ar reizhiad a zo anezhi an hollad benvegad bred + bevedeg, pe c’hoazh ar reizhiad bevedeg + kelc’hiadur ? Hervez an degouezh ez eus un dalvoudegezh disheñvel-bras gant an tued da gompezañ diliveoù ar gremm. En degouezh diwezhañ, e tennfe da goazhañ gremm diabarzh ar bevedeg betek e zigas d’ar stad anvev.

Pe dre bennaenn an arstal ez intenter un emreoliata, ar reizhiad o vont en-dro e doare ma klask derc’hel he live gremm en arstal e-keñver ar c’helc’hiadur. Gant seurt kemeradur, pennaenn an arstal zo kement hag al lakadenn ez eus reizhiadoù kloz a-walc’h (pe ar benvegad bred pe ar bevedeg en e bezh) a denn da virout pe da adsevel a-dreuz d’an eskemmoù gant ar metou diavaez o neuziadur hag o live gremm spesadek. Er ster-mañ ez eo bet nesaet keal an arstal da hini an homeostaz (arstal ar bevedeg) savelet gant ar bevedour Cannon.

Etre an tri c’hemeradur-se ne reas Freud nepred un dibab fraezh. A-wechoù e rae dave d’an tri en hevelep frazenn : “Tuet eo ar benvegad bred da zerc’hel ken izel ha gallus ar c’hementad broud a zo ennañ, pe da nebeutañ d’e zerc’hel en arstal.” Hag an un tued e hañval dezhañ bezañ “[…] koazhañ, arstalañ, mannelaat an tennder broud diabarzh”, pezh a zo dislavarus a-walc’h.

Da gompren an dislavaroù-se e ranker sellout a-dost ouzh an imbourc’hioù a zo en orin arlakadenn Freud. Er bloavezhioù 1892-1895 e kenlabouras Freud ha Breuer war an anadennoù o doa stadet en darfell : displegañ a rejont an azonoù dre un diouer a zianerwezhiañ, pal ar gur o vezañ diskargañ azas ar c’hantaezadoù. Hogen disheñvel-mat oa doare an eil aozer hag egile da gompren an traoù.

Evit Breuer, en e Studien über Hysterie (1895), ez eus ur reizhiad emren a-walc’h er bevedeg, an nervreizhiad-kreiz, hag enni daou rizh gremm : ur gremm paouezek pe “broud stennek enempennel” hag ur gremm fiñvek oc’h amredek er benvegad. Live ar broud stennek eo a vez reoliataet gant pennaenn an arstal. Alese :

da veizañ eo savelenn an arstal evel ur savelenn a’n dro wellek : bez’ ez eus ul live gremm araezus a rank bezañ tizhet en-dro dre ziskargañ pa denn da c’horren ha dre adkargañ (diwar-bouez ar c’housked pergen) pa vez gouzizet re ;

en arvar e vez lakaet an arstal gant stadoù broudedigezh hollek hag unvan (stad a c’hedal taer da skouer) pe gant un dasparzh dizingal eus ar broud er reizhiad (kantaezadoù) ;

ar vezañs hag an adsav eus ul live gwellek zo araezus da amred frank ar gremm fiñvek ; arc’hwelerezh dishual an dezevout, dibun reol ar strollata mennozioù a ampleg na ve ket strafuilhet emreoliataerezh ar reizhiad.

Freud ivez, en e Entwurf eine Psychologie (1895), a studi doareoù arc’hwelerezh ar benvegad neuron. Dodiñ a ra da gentañ avat, n’eo ket pennaenn an arstal, hogen pennaenn anniñv an neuron, ma tenn hervezi an neuron da beurskarzhañ ar c’hementad broud a zo enno. Da c’houde hepken e c’houlaka un tued d’an arstal, o welout ennañ hepken “un arc’hwel eilvedel rediet gant difrae ar bevañ”, ur modekadur eus pennaenn an anniñv. “[…] Rankout a ra ar reizhiad neuron dilezel an tued orin d’an anniñv, eleze d’al live mann, ha soublañ da virout ur c’hementad a-benn bastañ da rediezhoù ar gwered spesadek. En doare m’en gra e naou bepred an hevelep tued, modekaet en ur striv evit mirout ar c’hementad an izelañ gwellañ hag en em zifenn ouzh ar c’hreskiñ, eleze e arstalañ.” Evit Freud, pennaenn an anniñv a sell ouzh arc’hwelerezh kentael ar benvegad bred, ouzh amred ar gremm diere. Evit savelenn an arstal, zoken ma n’en deus ket he dezrevellet evel pennaenn a-ziforc’h, e klot gant an argerzh eilvedel, gant ar gremm ereet, dalc’het en ur pe rez.

E berr, Breuer a zispak e vennozioù en un diarsell bevoniezhel, o tiaraogiñ ar c’healioù arnevez a-zivout an homeostaz hag ar reizhiadoù emreoliata. En eneb, e hañval arlakadenn Freud bezañ digempoell e-keñver skiantoù ar beved er feur ma venn dezren ur bevedeg hag e varregezhioù-bevañ, e arc’hwelioù-emazasaat, e arstalennoù gremm, diouzh ur bennaenn o lakaat dic’hallus pep live stabil.

Sterleun eo avat seurt forc’had etre meizadur Freud ha hini Breuer. Rak mar ro Freud kement a bouez da bennaenn an anniñv, ez eo peogwir en deus ezhomm anezhi evit displegañ pezh a hañval bezañ argerzh pennañ an diemouez nevezdizoloet : an argerzh kentael. Deskrivañ a ra hemañ e-ser skouerioù brientek evel an hunvre ha furmadur an azon, an azon darfell pergen. Heverkañ doareenn an argerzh kentael zo un diver dishual, un “dilec’hiañ aes”. Un derc’had a zeu da gemer lec’h unan all, o wiskañ e holl berzhioù hag e holl werc’h : “[…] an darfelleg lakaet da leñvañ gant A ne oar ket e leñv en arbenn eus ar strollatadur A-B, ha B e-unan ne c’hoari roll ebet e buhez e vred. Amañ ez eo bet erlec’hiet penn-da-benn an argel ouzh an dra.” An anadenn ez eo treuzlec’hiadur klok an eul eus un derc’had d’unan all, ar stadadenn glinikel eus kreñvded ha gwerc’h an derc’hadoù erlec’hiat zo evit Freud o foell da gavout e pennaenn an anniñv : heñvelster eo amred frank an eul ha peurziver ar gremm bred. Gwelout a reer ez eo digempoell seurt argerzh gant nep savelenn a’n arstal.

Koulskoude eo meneget houmañ en Entwurf, hogen dres evel o tont da daveliñ ha da heudañ an tued d’an diskarg klok. Kefridi ar me eo eren ar gremm bred, e zerc’hel en ur rez uheloc’h, — kefridi sammet gantañ dre ma’z eo eñ e-unan un teskad neuron pe derc’hadoù a vez arstalet an annodadur ennañ (sl. MOI).

An hiladur etre an argerzh kentael hag an argerzh eilvedel ned eo ket enta da veizañ evel ur c’henheuilh amzerel en hanez ar bred evel pa vije deuet pennaenn an arstal war-lerc’h pennaenn an anniñv en hanez ar bevedegoù. Bez’ e kenvez an daou argerzh e luniadur ar benvegad bred, oc’h arc’hwelañ en ur ser, an div bennaenn o talvezout a-gevret. E-barzh Die Traumdeutung (1900), e laka Freud keñver-ha-keñver an div reizhiad a ve oc’h amparañ ar bred : “[…] ur benvegad bred kezivik a zo e c’hwel dindan ren an tued da hepkoriñ an daspugn broud ha d’en em virout ar muiañ gwellañ en disvroud”, pennaenn doareet gant “diver frank ar c’hementadoù broud” hag arouezet gant Freud evel “pennaenn an divliz” : ar reizhiad diemouez eo ; an eil reizhiad pe reizhiad ragemouez-emouez, zo dezhi ur mod-arc’hwelañ all : “[…] dre an annodadurioù o loc’hañ diouti e heud an diver frank, en en treuzfurm en annodadur paouezek, en ur uhelaat rez ar gremm moarvat.” Tamm-ha-tamm da c’houde e teuy Freud da heñvelekaat ar gevenebiezh etre modoù-arc’hwelañ an div reizhiad ouzh ar gevenebiezh etre pennaenn ar bliz ha pennaenn an dra. Hogen, mar kaser betek penn ar gevenebiezh o tiforc’hañ an tued da c’houzizañ etrezek mann ar c’hementad broud hag an tued d’e zerc’hel en arstal, e stader e klot pennaenn ar bliz gant savelenn an anniñv ha pennaenn an dra gant savelenn an arstal.

Ret eo lavarout n’en em grennas nepred Freud da zegemerout seurt daouelezh. E 1920, e Jenseits de Lustprinzips, mar dezrevell ent ezpleg evit ar wech kentañ ur “bennaenn an arstal”, e kouezh gant klozadurioù evel ar re-mañ :

pennaenn an arstal zo diazez armerzhel pennaenn ar bliz ; ha, dre se, e sell evel kevatal an tued d’ar peurgoazhañ hag an tued d’an arstalañ ;

kemer a ra an tued d’ar mannelaat da ziazez dindan anv pennaenn an nirvana, ar pennaennoù all o vezañ modekadurioù hep-mui diwar houmañ ;

koulskoude, tra ma wel un tued hepken, mui pe vui vodekaet, o ren war “ar vuhez vred ha marteze [war] ar vuhez nervel dre-vras”, e tegas e par al luzadoù un daouelezh voniek ha dizireadus, luzadoù ar marv ganto an tued da beurgoazhañ an tennderioù, luzadoù ar vuhez o strivañ, en eneb, da virout ha da grouiñ unvezioù bev dezho ur rez tennder uhel. Seurt daouelezh a c’hallfed sklaeriañ moarvat dre he lakaat a-geñver gant kevenebiezhoù-diazez ar preder freudek : gremm diere — gremm ereet, dilaoskiñ — eren, argerzh kentael — argerzh eilvedel, h.a.

Hogen, a-dal d’ar c’hevenebiezhoù-se, n’en deus Freud nepred peur spisaet ar gevenebiezh keñverek e tachenn pennaennoù armerzhel an arc’hwelerezh bred. Mar kaver un egin anezhi en Entwurf gant an diforc’h etre ur pennaenn a’n anniñv hag un tued d’an arstal, ne voe ket savet ar stern-daveiñ fraezh oc’h argas ar mesk ma’z eo chomet keal pennaenn an arstal.

principe de liberté (Philo.)pennaenn ar rezid ― Gerva an brederouriezh
principe de mouvement (Arendt)loc'h : pennaenn al – ― Gerva an brederouriezh
Principe de nirvâna.Nirwanaprinzip.Nirvana principle.pennaenn an nirvana. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen kinniget gant ar vredelfennourez saoz Barbara Low hag adkemeret gant Freud e Jenseits des Lustprinzips (1920) evit aroueziñ tued ar benvegad bred da vannelaat pe ac’hoel da goazhañ d’ar muiañ ennañ pep kementad broud a orin diavaez pe diabarzh (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE).

An termen nirvana a gennot daou geal freudek all : ez eo an Nirvana hindouat — pe hini Schopenhauer — kevatal da luzad ar marv ; ez eus ul liamm don etre ar bliz hag an netraidigezh.

Principe de plaisir.Lustprinzip.pleasure principle.pennaenn ar bliz. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Unan eus an div bennaenn o ren, hervez Freud, war arc’hwelerezh ar bred : holl oberiezh ar bred a ve dezhi da bal hepkoriñ an divliz ha kaout bliz. E kement m’emañ an displijadur a-zalc’h ouzh kresk ar c’hementadoù broud hag ar blijadur ouzh an digresk anezho, ez eo pennaenn ar bliz ur bennaenn armerzhel. Merkomp e rae Freud da gentañ gant an termen “pennaenn an divliz” : al lusked e ve an divliz beziat ha n’eo ket ar bliz erveziat.

Diaesterioù a sav gant dedalvezadur pennaenn ar bliz.

Da gentañ, penaos termenañ bliz ha divliz ? Santidik eo ar reizhiad merzout-emouezañ ouzh doareadoù liesseurt o tont eus ar bed diavaez ; eus an diabarzh avat ne zeglev nemet argemmoù tennder hervez ur skeulenn doareadel, hini ar bliz-divliz. En derou, e vennas Freud displegañ ar bliz dre un digresk tennder hag an divliz dre ur c’hresk tennder. Buan avat e rankas anzav ez eus tennderioù blizus. Ken ma imbroudas ur c’houlakadenn all : a-geñver e ve santadur an tennder gant braster dizave an annodad, tra ma ve an dereziadur bliz-divliz a-geñver gant an argemmañ dre unanenn amzer eus ar c’hementad annodadur.

D’an eil, ha komz a c’haller da skouer eus “bliz diemouez”, stag ouzh un azon divlizus ? Diaes e ober mar chomer e par deskrivadur ar buhezadoù. Hogen mar degemerer ar patrom kinniget gant Freud oc’h arlakaat e ren an hevelep savelennoù armerzhel e pep lec’h er benvegad bred, e c’haller degemerout war un dro e vez dedaolet bliz ha divliz gant an argemmadoù gremm ken en emouez ken en diemouez, — o lakaat evel just ez eo bet diskoulmet kudenn an diazalc’h etre tennder (gremm) ha bliz.

Koublet eo pennaenn ar bliz gant pennaenn an dra. En ul lankad kentañ e klaskfe al luzadoù bezañ diskarget, gwalc’het dre an hentoù berrañ. O kavout harz gant an draelezh avat e teskfent kemer hentoù distro hag ampellañ o diskarg keit ma’z eo ret da dizhout gwalc’hañ. Hogen estreget gwalc’hañ ezhommoù beved a ro bliz ; en hunvre da skouer, ez eo stag ar bliz ouzh leuniadur antraek ar c’hoant. En diarsell-mañ ez eo gourzhenebek rik an div bennaenn, leuniadur ur c’hoant diemouez (Wunscherfüllung) o kaout amplegadoù hag oc’h arc’hwelañ hervez savelennoù disheñvel-bras diouzh re gwalc’hadur (Befriedigung) an ezhommoù beved.

Principe de réalité.Realitätsprinzip.principle of reality.pennaenn an dra. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Unan eus an div bennaenn o ren, hervez Freud, war arc’hwelerezh ar bred. Koublet eo gant pennaenn ar bliz, ha dont a ra d’he reoliata : ar c’hlask d’ar gwalc’hadur ned a ket ken dre an hentoù berrañ, hogen dre an hentoù distro, ampellet ma’z eo an disoc’h en askont eus an doareoù diavaez.

Diouzh ar savboent armerzhel, e klot pennaenn an dra gant treuzfurmadur ar gremm diere e gremm ereet ; diouzh ar savboent lunegorel, ez eo e amgant ar reizhiad ragemouez-emouez ; diouzh ar savboent dialuskel, e ve dedalvezet pennaenn an dra dre ur rizh gremm luzadel a ve a-ziforc’h en arempred ar me (sl. PULSIONS DU MOI).

Setu ar patrom brasluniet gant Freud e stern ar pezh en deus e-unan anvet “bredoniezh dedarzhel” evit deskrivañ emdroadur al luzadoù. Da gentañ e klaskfe ar vagadell, dre an trezerc’hañ, an tu da ziskargañ war-eeun tennder al luzadoù. Hogen, o vezañ ma c’hwit bep taol war ar gwalc’hadur gortozet, e tilez ar c’hlask gwalc’hañ trezerc’hadek. En e lec’h, e rank ar benvegad bred en em grennañ da zerc’hañ stad ar bed diavaez ha da glask daskemmañ an traoù o-unan. Dre se ez eus degaset ur bennaenn nevez en oberiezh vred : n’eo ket ken pezh a zo blizus a vez derc’het, hogen pezh a zo traek zoken mar bez divlizus. War un dro gant levezon pennaenn an dra e c’hoarvez emazasadurioù er benvegad bred : diorren a ra an arc’hwelioù emouez, evel an evezh, ar barnerezh, an eñvor ; ouzh an diskarg loc’hadel ez eus erlec’hiet un ober o tennañ da dreuzfurmiñ azas an draelezh ; diwanañ a ra an dezevout, termenet evel “oberiezh-arnodiñ” ma vez dilec’hiet kementadoù bihan gremm-annodiñ, pezh a ampleg un treuzfurmadur eus ar gremm diere, oc’h amredek eus un derc’had d’egile, e gremm ereet. Pennaenn an dra ne freuz ket pennaenn ar bliz. Diouzh un tu e kav an ezhommoù bennozh dezhi gwalc’hadur en draelezh, diouzh an tu all e kendalc’h pennaenn ar bliz da ren war ur vaeziennad oberiezhoù, domani an eriunellañ, oc’h arc’hwelañ hervez savelennoù an argerzh kentael, eleze an diemouez.

Ret eo merkañ ez eo disheñvel e-keñver ar braslun-mañ emdroadur al luzadoù revel hag al luzadoù-emgemmirout. Degaset eo ar re-mañ da gemplegañ razh da bennaenn an dra, tra ma ve “deskoniet” ar re-se gant dale ha bepred diglok. Da heul, e chomfe al luzadoù revel domani brient pennaenn ar bliz, tra ma’z afe al luzadoù-emgemmirout da·greñvlec’h pennaenn an dra.

Diaesterioù zo koulskoude da zegemerout ar meizadur-se.

Ne hañval ket an daou seurt luzadoù emdreiñ hervez an hevelep braslun. Diwar an derou emañ durc’haet al luzadoù-emgemmirout etrezek an ergerc’henn drael bozius. En eneb, ez anad ken strizh an ere etre revelezh hag eriunellañ ma ranker anzav n’eo ket gwall soliet keal an “deskoniadur pazennek war an draelezh”.

Alies eo bet lakaet ar goulenn : mar gell ar bugel kaout e walc’h pa gar dre an trezerc’hañ, na perak e teufe da glask un ergerc’henn drael ? Gant dizoloadennoù all ez eo bet nesaet ar gudenn-mañ d’he diskoulm. Diskouezet en deus Freud penaos e tiwan al luzad revel diouzh al luzad-emgemmirout diwar-bouez ar gouskorañ hag an disrannañ. E berr, ganet e vez al luzad revel en arlez an arc’hwel-emgemmirout, hemañ poentet davit un ergerc’henn drael bastus (ar vronn, ar boued). Dont a ra da vezañ emren e-ser ul lusk en disrann diouzh an arc’hwel hag an ergerc’henn-se (sl. ÉTAYAGE) ; arreata a ra neuze ar bliz war vod an enerotegezh, oc’h ergerc’hañ ur rumm derc’hadoù a ya d’ober an eriunell. Strizh eo enta adalek an derou an ere etre emgemmirout ha traelezh ; en eneb, an ampoent ma eskor ar revelezh zo ivez an hini ma tiwan an eriunellañ ha ma teraou ar c’hoantleuniadur dre an trezerc’hañ.

En e lunegor diwezhañ, e termen Freud ar me evel un diforc’hekadur diwar ar se a-stok ouzh an draelezh, oc’h ober anezhañ un ensav kefridiet da zedalvezout pennaenn an dra. Gant ar me en em gav ensoc’het an dezevout etre al luzad hag ar gwalc’hañ. Dre an dezevout e vez arveret er bremañ frouezh an arnodoù tremenet ha prientet an arnodoù da zont. E-se, ar me eo a respontfe da ziarc’h al luzad, ouzh e gas betek gwalc’hadur, e ampellañ, pe c’hoazh e c’houdav evel dañjerus. Arzaeladus eo koulskoude ar patrom eeun-mañ, ha pa ve hepken pa’z eo bet nevezet keal an draelezh gant dizoloadenn kemplezh Edip ha stadadenn an amparadur pazennek eus ergerc’henn al libido. Ne oufed diren “diraez an draelezh” d’ur galloud-diforc’hañ etre trael hag antrael na da amprouidigezh an eriunelloù hag ar c’hoantoù diemouez a-stok ouzh ur bed diavaez o terc’hel e dibenn dezrann ar bred en e lezenn.

principe des bergerspennaenn ar vesaerion ― Geriadur ar jedoniezh
principe du produitpennaenn al liesaat ― Geriadur ar jedoniezh
principe du retour inverse de la lumièreprinciple of reversibility of light rayspennaenn b. ar gindreu ― Geriadur ar mediaoù
principe d’identitépennaenn an hevelepted ― Gervaoù skiant
principe d’incertitudepennaenn an andiended ― Gervaoù skiant
Principe d’inertie (neuronique).Prinzip der Neuronenträgheit, Trägheitsprinzip.principle of neuronic inertia.pennaenn anniñv an neuron. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Pennaenn arc’hwelerezh ar reizhiad neuron kentreet gant Freud en e Entwurf einer Psychologie (1895) : tennañ a ra an neuron da skarzhañ en o fezh ar c’hementadoù gremm a zegemeront. Ret eo merkañ e paouezo Freud a ober gant an droienn-se da c’houde. Gant keal anniñv an neuron emañ an divrazadur kentañ, e termenoù fizik, eus meizadur armerzhel ar benvegad bred : ar gremm oc’h amredek a-hed an neuron en arlakadenn gentañ a amredo a-hed ar chadennadoù derc’hadoù en eil arlakadenn.

Er fizik e vez dezrevellet pennaenn an anniñv evel-henn : ur poent dieub diouzh pep ere treloc’hel ha diouzh pep gwered a vir dibenndermen an un tizh hag an un roud. Evit Freud, patrom pennaenn an anniñv e tachenn ar beved eo an damoug : ar c’hementad broud degemeret gant an neuron-santout a ve diskarget en e bezh e dibenn an neuron-loc’hañ.

Damheñvelderioù n’eus ken etre pennaenn an anniñv er fizik ha pennaenn an anniñv hervez Freud :

er fizik ez eo an anniñv ur perzh eus ar c’horfoù war loc’h ; e meizadur Freud ez eo un tued oberiat eus ar reizhiad ma vez ar c’hementadoù broud o loc’hañ ;

er fizik ez eo pennaenn an anniñv ur savelenn hollveziadel, eleze gwiriek evit kement korf zo en alvez ; bevennet eo amgant ar bennaenn freudek gant ur savelenn all — pennaenn an arstal (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) — ma venn Freud displegañ drezi perak, e degouezhioù ’zo, e vez miret ouzh ar c’hementadoù broud a amredek : dilezel a ra ar savelegezh evit an davedegezh a-benn diskouez penaos a-benn ar fin, pennaenn an anniñv, da zont a-benn eus he zaol, a denn korvo eus daspugnadur ar gremm ;

an hevelep tremen eus ar savelegezh d’an davedegezh a c’hoarvez ivez pa fell da Freud dezren eus pennaenn diskarg ar broud un tued da hepkoriñ pep andon vroud.

E berr, evit derc’hel un derez bennak a wirheñvelded vevoniezhel, e rank Freud degas distresadurioù bras e pennaenn an anniñv. Anat eo ne oufe ket ur bevedeg o vont en-dro hervez ar bennaenn-se bevañ, ha da gentañ bezañ, pa ampleg keal ar bevedeg end-eeun ma ve dalc’het ul live gremm stabil diforc’h diouzh ar c’helc’hiadur.

An dislavaroù a gaver e keal freudek anniñv an neuron a zeu diouzh an treuzplakadur a rae er beved eus savelennoù an alvez ; ne dleont ket avat lakaat da ziwelout an nadadenn a zo e derou arlakadurezh Freud. An hevelep nadadenn en degasas da zizoleiñ an diemouez. O tezrevellañ amred frank ar gremm en neuron ne rae nemet deveizañ e stadadennoù klinikel : amred frank an eul, dezverk an argerzh kentael.

principe universelpennaenn hollveziadel ― Gerva an brederouriezh
principe, postulatpennvon g. -ioù ― Geriadur ar fizik