Sl. [représentation]
Lodenn eus ar grouell o c'henniñ digor krec'h al lestr kent diskenn drezañ ha trehentiñ hervez ur wikefre dibarek. Keal an diskenn, ent resis an enankañ, zo diziouerus da savelañ an erload : pa vez kein ar grouell harpet ouzh an digor krec'h, ne vez erload ebet, dre na c'hell ket ar grouell diskenn ha trehentiñ dre al lestr. Hervez al lodenn oc'h enteiñ da gentañ e tiforc'her erload ar gitern , erload an tal, erload an dremm, erload ar revr, h.a. (sl. dégagement, présentation).
An erload paotañ a-galz (90 %), ar grouell oc'h enteiñ dre ar penn en digor krec'h. Ar penn a c'hell bezañ pleget (erload ar gitern) pe dibleget (erload an dremm) pe etre an daou (erload an tal).
Plegenn anreol pa na vez gannet an digor krec'h, e dibenn ar vec'hiegi pe e-doug ar gwentloù, na gant penn, na gant revr ar grouell, houmañ o vezañ durc'haet, n'eo ket a-hed, met a-dreuz pe a-veskell. Ar c'herienn erload ar skoaz zo arzaeladus, pa na vez ket ar skoaz bepred a-geñver gant an digor krec'h en deroù, hag ivez pa nad eo ket un "erload" er ster strizh dre ma ne c'hell ket ar grouell trehentiñ dre al lestr.
Gerienn oc'h aroueziñ ur blegenn gemplezh dezverket gant an amveziadoù-mañ : a) deraouet ar gwentloù, digoret ar vi, dargrezet ar grozh, b) aet diloc'h an erload, c) poreet ar vi, d) marvet ar bugel, e) aet dic'hallus pe da nebeutañ dañjerus an amc'hwel. Kentoc'h eget "gwalleget", pezh a lakafe an darvoud e kiriegezh ar mezeg, e ve gwell ober gant "andeznaouet".
Erload ar penn, dibleget, hevelep ma teu er-maez da gentañ an dremm en he fezh, gant an elgezh. Meur a seurtad zo dezhañ hervez ma emañ an elgezh a-dreñv pe a-raok, a-gleiz, a-zehou pe a-gostez : erload elgezh dehou a-dreñv, a-raok, a-dreuz (E.D.V, E.D.K., E.D.Z.), Gl. présentation mento-iliaque droite postérieure, antérieure, transverse (M.I.D.P., M.I.D.A., M.I.D.T.), h.a.
Arc'hwel molekulioù proteek a 'r reizhiad HLA. – Ar re eus ar c'hlas I a ged ouzh an antigenoù a orin endeuat ar peurliesañ (peptidoù kitozolek), a-wechoù a orin ezdeuat. Ar c'hengediad antigen–molekul HLA zo dezouget betek al limfokitoù kelligpistrius T-CD 8 (pe TK) ha naouaet ganto. Arwerc'het eo neuze an antigenoù gant al limfokitoù-se. Kiriek eo ar molekulioù HLA-se eus ar c'hlas I da zistaol an unspesadimboudoù goude un treuzplantadur organ. – Ar molekulioù eus ar c'hlas II a erzod antigenoù a orin ezdeuat (peptidoù bakteriel, toksinoù), entoet dre endokitoz pe fagokitoz e-barzh al limfokitoù harper T-CD 4. An argerzh hangaeel-se a gendaol d'an distaol eus an allev ha da zifenn ar bevedeg enep ar gwezherioù pore.
Seurtad erload an tal, a zo feunteunig ar bregma en e greiz.
Erload eizhaenn grec'h ar grouell en un durc'hadur etre, eleze na pleget evel erload ar gitern, na dibleget evel erload ar rakpenn. Mieskorek kenan eo erload an tal, rak penn ar grouell en em gav ouzh an digor krec'h hervez e dreuzkizoù brasañ (kilpenn-elgez pe kilpenn-fri). Diouzh an durc'hadur e tiforc'her meur a seurtad : erload fri-klun dehou a-dreñv, a-raok, a-dreuz (F.D.V., F.D.K., F.D.Z.) Gl. présentation naso-iliaque droite postérieure, antérieure, transverse (N.I.D.F., N.I.D.A., N.I.D.T.), h.a.
Enbac'h tal ar grouell e lestr ar vamm pa nad eo ket bet deznaouet un erload a'n tal — marv ar bugel o tont da heul hogos bepred.
Erload eizhaenn draoñ ar grouell. Dibaot a-walc'h, e c'hoarvez gant ar gentaganerez da heul ur gammneuziad leiek eus ar grozh, hag andireadus eo neuze. Gant al liesganerez, e teu diwar istant ar grozh ha direet e c'hell bezañ dre gefleuñvadoù diavaez. Daou zoare erloadoù ar revr a ziforc'her : erload ar revr klok (gl. présentation du siège complet) pa vez pleget izili traoñ ar bugel, hag erload ar revr diglok (gl. présentation du siège décomplété) pa vez izili traoñ ar grouell astennet a-hed tal araok he c'hef. deskrivañ a reer lies seurtad da erload ar revr : erload kroazell-klun dehou a-raok, a-dreñv, a-dreuz (K.D.K., K.D.V., K.D.Z.) Gl. présentation sacro-iliaque droite antérieure, postérieure, transverse (S.I.D.A., S.I.D.P., S.I.D.T.), h.a.
An erload kroazell-klun dehou pe gleiz a-dreuz zo durc'hadur ec'hankañ erload ar revr.
A-wechoù e komzer ivez a erload ar revr damziglok Gl. présentation du siège incomplètement décomplété pa na vez ket peurastennet izili traoñ ar grouell.
Erload penn pleget ar grouell, ar c'hlopenn o c'houzalc'h digor krec'h al lestr, ar c'hilpenn o talvout da zesteud da savelañ ar seurtad. An erload paotañ, aesañ d'ar gwilioud, sellet evel ar reolañ. Ar seurtadoù anezhañ zo : erload kilpenn dehou a-raok, a-dreñv, a-dreuz ; erload kilpenn kreiz a-raok, a-dreñv (N.D.K., N.D.V., N.D.Z., N.Z.V.), Gl. présentation occipito-iliaque droite antérieure, postérieure, transverse ; présentation occipito-pubienne, occipito-sacrée (O.I.D.A., O.I.D.P., O.I.D.T. ; O.P., O.S.), h.a.
An erload kilpenn kreiz a-raok zo durc'hadur ec'hankañ gwellek an erloadoù a 'r gitern. Da vonan e tarbenner c'hweladenn ar penn war ziaraok evel deroù an ec'hankañ, zoken evit an erloadoù a-dreñv.
An erload kilpenn kreiz a-dreñv a c'hoarvez goude un enankañ kilpenn kleiz a-dreñv pa vez re dev ar grouell gant al liesganerez hag e tro gwilioudiñ an eil gevell ; seurt c'hweladenn war ziadreñv a vez alies e devoud rogadoù ar c'harbedenn.
Poent dibabet war erload ar grouell a savlec'hier e-keñver lestr ar vamm evit despizañ ar seurtadoù erload.