Preder
1. Apprêter, préparer de la nourriture. 2. Remuerfichañ ― Geriadur ar geginouriezh

1. Termen damgevatal da fardañ, gant muioc'h a aked avat. 2. Meskañ, kemmeskañ.

accommoder, apprêter, confectionner, prépareraozañ ― Geriadur ar geginouriezh

Aozañ ar boued zo reiñ un neuz dezhañ – hag unan dereat –, graet gant urzh ha luniet mat. Ha petra a lakaer en aoz-se ? Moarvat heberzh an aozennoù, ar c'heginañ, betek an erouezadur dirak an hini azezet ouzh taol.

apprêter, accommoder, préparer, concocteralej ― Geriadur ar geginouriezh

Durc'haet eo ster an termen etrezek an aozañ, an trevnañ, ar fichañ e sell d'an dazont ; a se, alej boued zo ober war e dro e sell d'ar pred (ma vo debret) pe, alej ub. d'ober udb. zo e zougen, e brientiñ d'ober udb.

confectionner, préparer, accommoder, apprêterterkañ ― Geriadur ar geginouriezh

A-fet steriegezh, n'emañ ket pell diouzh aveiñ, hag en troiennoù evel ``reiñ un terk da'', ``bezañ e terk'', ``terket mat diouzh ho plaz'' ez anad un durc'hadur ster etrezek ur pred aozet a-zoare, gant kement danvez a zo ret : an aozennoù pennañ, met ivez an terkennoù a zegas an draig bennak ouzhpenn.

faire à manger, préparer, apprêterfardañ ― Geriadur ar geginouriezh

Prientiñ boued buan a-walc'h, aozañ ur pred eeun.

préparerragaozañ ; prientiñ ; rakprientiñ ; darbariñ ; aozañ ― Geriadur an armerzh
  • se préparer à en em brientiñ da ; en em aozañ da ; danzen ; prientiñ
  • préparer le chemin à quelqu'un arloeziñ hent unan bennak
préparerprientiñ ― Geriadur ar geginouriezh

Termen ledan e erdalad.

préparerdarbariñ bn. darbar- ― Geriadur ar gimiezh
préparer ― Geriadur ar verdeadurezh
  • ~ de la nourriture aozañ boued
  • ~ un repas aozañ ur pred
  • on se ~e à appareiller e prienter aremodiñ, e tanzeer aremodiñ
préparer à l'écarlateskarlegañ ― Geriadur ar geginouriezh

Soubañ en ur skarlegenn war-benn reiñ d'ar boued (kig bevin, teod ejen) ul liv ruz skarlek, kent e boazhañ en dour.

préparer à la diable, endiablerdiaoulañ ― Geriadur ar geginouriezh

Mod poazhañ dedalvezet d'ar meuzioù kig, d'an evned porzh, d'ar pesked, d'ar bidiadoù. Ar boued a vez didammet, temzet ha goloet gant sezv, paladuret, krazet ha servijet gant un hilienn vrout, a reer hilienn diaoulet, diaouladenn, anezhi.

  • Pâtes sauce endiablée Toazennoù gant hilienn diaoulet
  • Côtelettes de porc endiablées Ramskoazioù diaoulet
préparer de la nourritureembladiñ ― Geriadur ar geginouriezh
préparer, élaborer, apprêter, accommoderaveiñ ― Geriadur ar geginouriezh

Aozañ, lakaat war an daol kement a zo rekis evit debriñ.

préparer, élaborer, traiter, accommoder, apprêter, cuisinerdanzen ― Geriadur ar geginouriezh

Anat un tuadur hefiloc'h, danzeetoc'h evit ar boued graet en doare-se, e-sell d'ur pal resis : danzen bara n'eo ket un argerzh ken eeun ha parediñ ur vi da skouer. Keal zo a “danzen” ar bara, pa c'houl ur brientidigezh aketus, un trevnadur pervezh eus al lankadoù, un treuzfurmadur eus an danvezioù (ar goiñ, an elfennoù ouzhpennet, h.a.), betek an hini diwezhañ “pobañ”.

préparer, nettoyerkempenn ― Geriadur ar geginouriezh

Ledan kenan eo erdalad an termen-mañ. War dachenn ar Geginouriezh e c'hell talvezout naetaat al leur, naetaat an danvezioù (al legumaj d'ober soubenn da skouer), hag aozañ ar pred.

PRÉPARER. ― Geriadur ar bredelfennerezh

des stimulations externes très intenses qui surprennent le sujet dans un état de non-préparation, kentrigadoù diavaez kreñv-tre en em gav ar gouzrec’h dieraoz outo (sl. EFFROI) ; l’angoisse est caractérisée par l’attente du danger et la préparation à celui-ci, merket eo an enkrez gant gortoz an dañjer hag an eraoz outañ (sl. EFFROI) ; quant à l’effroi, il survient quand on tombe dans une situation dangereuse inattendue sans y être préparé, evit ar saouzan, e c’hoarvez pa gouezher en ur blegenn dañjerus dic’hortozet hep bezañ prientet (sl. EFFROI) ; état qui survient quand on tombe dans une situation dangereuse sans y être préparé, stad o c’hoarvezout pa gouezher en ur blegenn dañjerus hep bezañ eraoz outi (sl. NÉVROSE TRAUMATIQUE) ; la préparation au danger qui permet de limiter le traumatisme, an eraozañ ouzh an dañjer o reiñ tro da herzel ouzh an daraez (sl. SURINVESTISSEMENT) ; la différence entre systèmes non préparés et systèmes préparés par surinvestissement, an diforc’h etre reizhiadoù dieraoz ha reizhiadoù eraozet dre zreistannodadur (sl. SURINVESTISSEMENT).

traiter, préparerdanzen ― Geriadur ar gimiezh