Preder
an traoù présentation des choses (Husserl)erouezadur ― Gerva an brederouriezh
présentation ― Geriadur ar stlenneg
  • ―, définissant la représentation sur le plan de la syntaxe des informations échangées erouezañ, o tespizañ e par ar c'hevreadur derc'hennadur ar stlennadoù eskemmet [interconnexion de systèmes o. 6]
  • la ―d'un objet tridimensionnel erouezadur un ergorenn deirment [lignes cachées]
  • ―d'un texte sur deux colonnes (ou plus) erouezadur un destenn war daou vann pe vuioc'h [multicolonnage]
  • ―graphique constituée exclusivement de traits et de points erouezadur o c'hoarvezout a linennoù hag a bikennoù nemetken [dessin]
  • guide de ―et d'initiation à l'utilisation d'un ensemble de notions teuliadur erouezañ hag enhentañ e sell eus arver un trevnad meizadoù [tutoriel]
  • organe de ― des résultats organ erouezañ an disoc'hoù [analyseur logique]
  • structure qui caractérise la ― des informations au sein d'un ordinateur luniad erouezañ ar stlennadoù e-barzh un urzhiataer [format]
  • terme employé essentiellement pour la ―de résultats termen arveret dreist-holl evit erouezañ disoc'hoù [cadrage]

Sl. [représentation]

présentation ― Geriadur an armerzh
  • (démonstration) erouezadur g. ; darzerc'hadur g.
  • présentation d'appareils nouveaux darzerc'hadur binvioù nevez
  • (d'une marchandise, emballage) arbarad g. ; arwelad g. ; arweladur g.
  • (d'un candidat, d'une personne) kinnigadur g. (qqn à un emploi) kinnigadur g. (qqn à un emploi) gouvennadur g.
  • droit de présentation gwir gouvennañ
  • (d'une pièce d'identité) diskouez g. ; erouezadur g.
  • sur présentation de ouzh gwel udb
  • payable sur présentation du chèque taladus ouzh gwel ar chekenn
  • remis sur présentation d'une pièce d'identité deroet ouzh gwel un teul pivelezh
  • (traite) kinnigadur g. ; kinnig g.
  • présentation d'une traite à l'acceptation, au paiement kinnig un dennadenn d'an darbenn, d'an taladur.
présentationerouezadur g. -ioù ― Geriadur ar geginouriezh
présentationerouezadur g. -ioù ― Geriadur ar jedoniezh
présentationpresentationerload g. ― Geriadur ar vezekniezh

Lodenn eus ar grouell o c'henniñ digor krec'h al lestr kent diskenn drezañ ha trehentiñ hervez ur wikefre dibarek. Keal an diskenn, ent resis an enankañ, zo diziouerus da savelañ an erload : pa vez kein ar grouell harpet ouzh an digor krec'h, ne vez erload ebet, dre na c'hell ket ar grouell diskenn ha trehentiñ dre al lestr. Hervez al lodenn oc'h enteiñ da gentañ e tiforc'her erload ar gitern , erload an tal, erload an dremm, erload ar revr, h.a. (sl. dégagement, présentation).

présentation (Husserl)erouezad ― Gerva an brederouriezh
présentation céphaliquecephalic presentationerload ar penn ― Geriadur ar vezekniezh

An erload paotañ a-galz (90 %), ar grouell oc'h enteiñ dre ar penn en digor krec'h. Ar penn a c'hell bezañ pleget (erload ar gitern) pe dibleget (erload an dremm) pe etre an daou (erload an tal).

présentation d'un filmshowingdiskor g.-ioù ur film ― Geriadur ar mediaoù
présentation de l'épauleshoulder presentationerload ar skoaz ― Geriadur ar vezekniezh

Plegenn anreol pa na vez gannet an digor krec'h, e dibenn ar vec'hiegi pe e-doug ar gwentloù, na gant penn, na gant revr ar grouell, houmañ o vezañ durc'haet, n'eo ket a-hed, met a-dreuz pe a-veskell. Ar c'herienn erload ar skoaz zo arzaeladus, pa na vez ket ar skoaz bepred a-geñver gant an digor krec'h en deroù, hag ivez pa nad eo ket un "erload" er ster strizh dre ma ne c'hell ket ar grouell trehentiñ dre al lestr.

présentation de l'épaule négligéeneglected shoulder presentationerload ar skoaz gwalleget ― Geriadur ar vezekniezh

Gerienn oc'h aroueziñ ur blegenn gemplezh dezverket gant an amveziadoù-mañ : a) deraouet ar gwentloù, digoret ar vi, dargrezet ar grozh, b) aet diloc'h an erload, c) poreet ar vi, d) marvet ar bugel, e) aet dic'hallus pe da nebeutañ dañjerus an amc'hwel. Kentoc'h eget "gwalleget", pezh a lakafe an darvoud e kiriegezh ar mezeg, e ve gwell ober gant "andeznaouet".

présentation de la faceface presentationerload ar rakpenn, erload an dremm ― Geriadur ar vezekniezh

Erload ar penn, dibleget, hevelep ma teu er-maez da gentañ an dremm en he fezh, gant an elgezh. Meur a seurtad zo dezhañ hervez ma emañ an elgezh a-dreñv pe a-raok, a-gleiz, a-zehou pe a-gostez : erload elgezh dehou a-dreñv, a-raok, a-dreuz (E.D.V, E.D.K., E.D.Z.), Gl. présentation mento-iliaque droite postérieure, antérieure, transverse (M.I.D.P., M.I.D.A., M.I.D.T.), h.a.

présentation des antigènesantigen presentationerzodiñ an antigenoù ― Geriadur ar vezekniezh

Arc'hwel molekulioù proteek a 'r reizhiad HLA. – Ar re eus ar c'hlas I a ged ouzh an antigenoù a orin endeuat ar peurliesañ (peptidoù kitozolek), a-wechoù a orin ezdeuat. Ar c'hengediad antigen–molekul HLA zo dezouget betek al limfokitoù kelligpistrius T-CD 8 (pe TK) ha naouaet ganto. Arwerc'het eo neuze an antigenoù gant al limfokitoù-se. Kiriek eo ar molekulioù HLA-se eus ar c'hlas I da zistaol an unspesadimboudoù goude un treuzplantadur organ. – Ar molekulioù eus ar c'hlas II a erzod antigenoù a orin ezdeuat (peptidoù bakteriel, toksinoù), entoet dre endokitoz pe fagokitoz e-barzh al limfokitoù harper T-CD 4. An argerzh hangaeel-se a gendaol d'an distaol eus an allev ha da zifenn ar bevedeg enep ar gwezherioù pore.

présentation du bregmabregma presentationerload ar bregma ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad erload an tal, a zo feunteunig ar bregma en e greiz.

présentation du frontbrow presentationerload an tal ― Geriadur ar vezekniezh

Erload eizhaenn grec'h ar grouell en un durc'hadur etre, eleze na pleget evel erload ar gitern, na dibleget evel erload ar rakpenn. Mieskorek kenan eo erload an tal, rak penn ar grouell en em gav ouzh an digor krec'h hervez e dreuzkizoù brasañ (kilpenn-elgez pe kilpenn-fri). Diouzh an durc'hadur e tiforc'her meur a seurtad : erload fri-klun dehou a-dreñv, a-raok, a-dreuz (F.D.V., F.D.K., F.D.Z.) Gl. présentation naso-iliaque droite postérieure, antérieure, transverse (N.I.D.F., N.I.D.A., N.I.D.T.), h.a.

présentation du front négligéneglected brow presentationerload an tal gwalleget ― Geriadur ar vezekniezh

Enbac'h tal ar grouell e lestr ar vamm pa nad eo ket bet deznaouet un erload a'n tal — marv ar bugel o tont da heul hogos bepred.

présentation du siègepelvic presentationerload ar revr ― Geriadur ar vezekniezh

Erload eizhaenn draoñ ar grouell. Dibaot a-walc'h, e c'hoarvez gant ar gentaganerez da heul ur gammneuziad leiek eus ar grozh, hag andireadus eo neuze. Gant al liesganerez, e teu diwar istant ar grozh ha direet e c'hell bezañ dre gefleuñvadoù diavaez. Daou zoare erloadoù ar revr a ziforc'her : erload ar revr klok (gl. présentation du siège complet) pa vez pleget izili traoñ ar bugel, hag erload ar revr diglok (gl. présentation du siège décomplété) pa vez izili traoñ ar grouell astennet a-hed tal araok he c'hef. deskrivañ a reer lies seurtad da erload ar revr : erload kroazell-klun dehou a-raok, a-dreñv, a-dreuz (K.D.K., K.D.V., K.D.Z.) Gl. présentation sacro-iliaque droite antérieure, postérieure, transverse (S.I.D.A., S.I.D.P., S.I.D.T.), h.a.

An erload kroazell-klun dehou pe gleiz a-dreuz zo durc'hadur ec'hankañ erload ar revr.

A-wechoù e komzer ivez a erload ar revr damziglok Gl. présentation du siège incomplètement décomplété pa na vez ket peurastennet izili traoñ ar grouell.

présentation du sommetvertex presentationerload ar gitern, erload ar c'hlopenn ― Geriadur ar vezekniezh

Erload penn pleget ar grouell, ar c'hlopenn o c'houzalc'h digor krec'h al lestr, ar c'hilpenn o talvout da zesteud da savelañ ar seurtad. An erload paotañ, aesañ d'ar gwilioud, sellet evel ar reolañ. Ar seurtadoù anezhañ zo : erload kilpenn dehou a-raok, a-dreñv, a-dreuz ; erload kilpenn kreiz a-raok, a-dreñv (N.D.K., N.D.V., N.D.Z., N.Z.V.), Gl. présentation occipito-iliaque droite antérieure, postérieure, transverse ; présentation occipito-pubienne, occipito-sacrée (O.I.D.A., O.I.D.P., O.I.D.T. ; O.P., O.S.), h.a.

An erload kilpenn kreiz a-raok zo durc'hadur ec'hankañ gwellek an erloadoù a 'r gitern. Da vonan e tarbenner c'hweladenn ar penn war ziaraok evel deroù an ec'hankañ, zoken evit an erloadoù a-dreñv.

An erload kilpenn kreiz a-dreñv a c'hoarvez goude un enankañ kilpenn kleiz a-dreñv pa vez re dev ar grouell gant al liesganerez hag e tro gwilioudiñ an eil gevell ; seurt c'hweladenn war ziadreñv a vez alies e devoud rogadoù ar c'harbedenn.

présentation : repère de ∼presenting partdesteud g. an erload ― Geriadur ar vezekniezh

Poent dibabet war erload ar grouell a savlec'hier e-keñver lestr ar vamm evit despizañ ar seurtadoù erload.

présenter, présentationerouezañ ― Gerva an brederouriezh