1. Termen damgevatal da fardañ, gant muioc'h a aked avat. 2. Meskañ, kemmeskañ.
Aozañ ar boued zo reiñ un neuz dezhañ – hag unan dereat –, graet gant urzh ha luniet mat. Ha petra a lakaer en aoz-se ? Moarvat heberzh an aozennoù, ar c'heginañ, betek an erouezadur dirak an hini azezet ouzh taol.
Durc'haet eo ster an termen etrezek an aozañ, an trevnañ, ar fichañ e sell d'an dazont ; a se, alej boued zo ober war e dro e sell d'ar pred (ma vo debret) pe, alej ub. d'ober udb. zo e zougen, e brientiñ d'ober udb.
A-fet steriegezh, n'emañ ket pell diouzh aveiñ, hag en troiennoù evel ``reiñ un terk da'', ``bezañ e terk'', ``terket mat diouzh ho plaz'' ez anad un durc'hadur ster etrezek ur pred aozet a-zoare, gant kement danvez a zo ret : an aozennoù pennañ, met ivez an terkennoù a zegas an draig bennak ouzhpenn.
Prientiñ boued buan a-walc'h, aozañ ur pred eeun.
Termen ledan e erdalad.
Soubañ en ur skarlegenn war-benn reiñ d'ar boued (kig bevin, teod ejen) ul liv ruz skarlek, kent e boazhañ en dour.
Mod poazhañ dedalvezet d'ar meuzioù kig, d'an evned porzh, d'ar pesked, d'ar bidiadoù. Ar boued a vez didammet, temzet ha goloet gant sezv, paladuret, krazet ha servijet gant un hilienn vrout, a reer hilienn diaoulet, diaouladenn, anezhi.
Aozañ, lakaat war an daol kement a zo rekis evit debriñ.
Anat un tuadur hefiloc'h, danzeetoc'h evit ar boued graet en doare-se, e-sell d'ur pal resis : danzen bara n'eo ket un argerzh ken eeun ha parediñ ur vi da skouer. Keal zo a “danzen” ar bara, pa c'houl ur brientidigezh aketus, un trevnadur pervezh eus al lankadoù, un treuzfurmadur eus an danvezioù (ar goiñ, an elfennoù ouzhpennet, h.a.), betek an hini diwezhañ “pobañ”.
Ledan kenan eo erdalad an termen-mañ. War dachenn ar Geginouriezh e c'hell talvezout naetaat al leur, naetaat an danvezioù (al legumaj d'ober soubenn da skouer), hag aozañ ar pred.
des stimulations externes très intenses qui surprennent le sujet dans un état de non-préparation, kentrigadoù diavaez kreñv-tre en em gav ar gouzrec’h dieraoz outo (sl. EFFROI) ; l’angoisse est caractérisée par l’attente du danger et la préparation à celui-ci, merket eo an enkrez gant gortoz an dañjer hag an eraoz outañ (sl. EFFROI) ; quant à l’effroi, il survient quand on tombe dans une situation dangereuse inattendue sans y être préparé, evit ar saouzan, e c’hoarvez pa gouezher en ur blegenn dañjerus dic’hortozet hep bezañ prientet (sl. EFFROI) ; état qui survient quand on tombe dans une situation dangereuse sans y être préparé, stad o c’hoarvezout pa gouezher en ur blegenn dañjerus hep bezañ eraoz outi (sl. NÉVROSE TRAUMATIQUE) ; la préparation au danger qui permet de limiter le traumatisme, an eraozañ ouzh an dañjer o reiñ tro da herzel ouzh an daraez (sl. SURINVESTISSEMENT) ; la différence entre systèmes non préparés et systèmes préparés par surinvestissement, an diforc’h etre reizhiadoù dieraoz ha reizhiadoù eraozet dre zreistannodadur (sl. SURINVESTISSEMENT).