Skeventad hangaeel lemm, goulemm a-wechoù, diwar zewentañ un antigen bezant e-barzh fank sec'h evned 'zo (dubeed, peruchenned, yer).
Termen kinniget evit aroueziñ demerennoù padennek kuñv stadet dre ar skinimbourc'h da geñver skeventanaezioù diseurt (grip, drev, ornitoz), gwadnaouedoù, arvevadegezhioù.
Kavennoù aezhel, unel pe liesel, bezant en un pe lies tolbezenn skevent ; deskrivañ a reer ar k. ganedigel, dibaot (k. rizhellviweel, Gl. k. dysembryo-plasiques) ; ar k. arzeuat (gloevennoù emfizem, aezhvozhelloù, kleuzennoù e dilerc'h ur pugnez pe ur vougev dorzhellek) (sl. bulle pulmonaire, dysembryoplasie, pneumatocèle).
Pep hini eus an daou organ, dehou ha kleiz, dezho da arc'hwel oksigenañ ar gwad. Loet int e kavenn ar brusk, ouzh he leuniañ hogos en he fezh, dispartiet an eil diouzh egile gant ar poullkreiz. Ar skevent zo organoù meizh, spoueek, frankadus ha gwaskadus, e stumm kernennoù direoliek, a zo o beg a live gant ar gostezenn gentañ hag o diaz harpet ouzh ar gelc'hspeurenn. Ar skeventenn dehou zo brasoc'h eget an hini gleiz ha rannet eo gant daou skarr e teir zolbezenn amgement, tra ma n'eus nemet div dolbezenn d'ar skeventenn gleiz. Amparet eo ar skevent gant un haen diavaez levrus — feilhenn a-flugez ar grezenn —, gant ur gwiad kenglenel endan-levrgenn ha gant ur parenkim furmet gant flipezennoù ar skevent kenereet gant gwiad kenglenel. Pep flipezenn a c'hoarvez eus ur gorrvronkezenn — ar gorrvronkezenn enflipezenn — o skoultrennañ e korrvronkez dibenn, hag o tifourkañ e sanioù al logigoù hag e logigoù ar skevent.
Anv roet d'an holl rouestladoù krezennskeventel diwar ar c'hleñvedoù kalon, ar skorted kofigel kleiz hag an isvoll mintrek pergen.
Kaelog metalek hestank ma veze stalet ur c'hlañvour tizhet gant seizi ar c'higennoù analañ. Ennañ, argemmoù gwask korvezek a drezalc'he gwenterezh kalvezadel ar skevent. Ne vez ket mui arveret.
Skorted analadel lemm o tarvezout e bogvezh pe e souzvezh ur bleuz gwadisventel (poreel ar peurliesañ). Azonañ a ra dre un analerezh herrek kenan, enkrez, kefroù, un dulaz na zereizh ket an oksigengurañ. Alies kenan e vez marvus an dedro, pe en un nebeut eurvezhioù pe dindan 2 pe 3 deiz e-kreiz ur bleuz dieiltro gant gouliñv skevent, pe dindan 10-20 devezh dre skorted analadel argreskus diwar dinodadur herrek ur fibroz entremezel ha logigel kevret gant trombozioù korrwazhiedel ha diwanadur lienennoù gwervanek el logigoù (sl. choc, détresse respiratoire de l'adulte, membranes hyalines).
Skeventad hangaeel a c'hoarvez gant ar gouerion o tornata struzh (foen pergen) louedet hag o tewentañ evel-se spor aktinomiket termofil, peurliesañ thermopolyspora polyspora. Gallout a ra dedreiñ etrezek an henegezh, o tisoc'h neuze d'ur fibroz entremezel strewek grevus kevret gant ur skorted analañ, ha goude ur skorted kalon.
(sl. éleveurs d'oiseaux : maladie des ∼ ).
Kevreted demerennoù bihan strewek ha roudennoù sklaer arront arsellet e-kerz ar c'hollagenozioù, retikulozioù 'zo hag ar berillioz.
Azoniad o naouiñ dre un dreuzwelusted war gresk eus un darn, bras pe vrasoc'h, eus ar skevent, peurliesañ un dolbezenn grec'h, hewel war ar skinlunioù, gant rouesadur eizhañ anneuenn ar skevent. Dedreiñ a ra gorrek kenan e-pad lies bloaz hep azoniadur klinikel naouus. Kemm zo etre an azoniad-se hag an dreistsklaerdedoù diwar emfizem pe kistoù ; hañvalout a ra bezañ devoudet gant un iswe pe un angwe eus barroù kef ar skevent, ganedigel moarvat (sl. janus : syndrome de ∼; macleod : syndrome de ; macleod : syndrome de ∼ ).
Anafoù skevent a rizh fibroz e dianlen skinguradoù a-greñv ar brusk.
(sl. éosinophilie tropicale).