Preder
apposition, locution en position absoluelezgerienn ― Gerva an brederouriezh
caractéristique de positionnaouuster savlec'h ― Geriadur ar jedoniezh
chien de fusil : attitude, position en ∼coiled positionemstumm g. rodellet ― Geriadur ar vezekniezh

Emstumm devoudet gant tanailh ar pilhon (pilhonfo, gwadliñv ar pilhon), naouus dre an dargrezad war astenn eus ar penn hag ar c'hef hag an dargrezad war blegañ eus an izili krec'h ha traoñ.

disposition, position, situationlakadur g. ― Geriadur ar fizik
  • position d'équilibre lakadur kempouez
en position absolue (Gramm.)diskevaot ― Gerva an brederouriezh
en position métatraloat ― Geriadur ar jedoniezh
être en position de spectateur (Arendt)desellout ― Gerva an brederouriezh
genucubitale : positiongenucubital positionloadur g. daoulin-daouilin ― Geriadur ar vezekniezh

Emlakadur ar c'horf pleget e izili krec'h ha traoñ e doare m'emañ harp war al leur dre an daoulin hag an daouilin.

genupectorale : positiongenupectoral positionloadur daoulin-brennid ― Geriadur ar vezekniezh

Emlakadur ar c'horf pleget e izili traoñ e doare m'emañ harp war dalenn ar gwele dre an daoulin hag ar brennid, ahel ar c'hef o vezañ a-stou war-raok ha war-draoñ.

indicateur de positionmeneger savlec'h ― Geriadur ar jedoniezh
locution en position absolue, apposition (Gramm.)diskevaotenn ― Gerva an brederouriezh
oblique antérieure droite : position ◊ ◊ loadur g. a-veskell war-raok dehou ― Geriadur ar vezekniezh

Loadur amkanet da studiañ ar galon er skinouriezh : ur c'horn 45° etre ar brusk hag ar skramm, ar skoaz dehou war-raok, an ezel krec'h kleiz savet.

oblique antérieure gauche : position ◊ ◊ loadur a-veskell war-raok kleiz ― Geriadur ar vezekniezh

Loadur amkanet da studiañ ar galon er skinouriezh : ur c'horn 45° etre ar brusk hag ar skramm, ar skoaz kleiz war-raok, an ezel krec'h dehou savet.

point de position fixepoent digemm e savlec'h ― Geriadur ar jedoniezh
poser, thèse, position (Philo.)dodiñ ― Gerva an brederouriezh
positionpositionsavlec'h g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Lec'hienn en ur ger, un hedad, un teskad ; sk. : savlec'h daouredel, savlec'h memor, savlec'h un nod.

position ― Geriadur ar stlenneg
  • ―binaire savlec'h daouredel [poids]
  • la ―de la prochaine instruction à exécuter savlec'h an ditour kentañ da erounit [rupture de séquence]
  • ―de mémoire représentée par un identificateur savlec'h memor derc'hennet dre un naoudi [variable]
  • ―déterminée par des coordonnées savlec'h didermenet diwar-bouez daveennoù [3. point 2]
  • les ―s de travail an emlakadoù labour [ergonomie du travail p.]
  • les ―s libérées sont remplies par des zéros, alors que la ―du signe est conservée e vez leuniet gant mannoù ar savlec'hioù dieubet, ha miret savlec'h an arouez [décalage arithmétique]
  • aligner des caractères sur des ―s particulières desteudañ nodoù diwar savlec'hioù dibarek [cadrage]
  • aucune ―n'est préservée savlec'h ebet ne vez arzalc'het [décalage logique]
  • bit ayant la ―binaire la moins/plus significative bit gantañ ar savlec'h daouredel a werzh vihanañ/vrasañ [bit de plus faible/fort p.]
  • la catégorie du caractère qui peut occuper cette ― rumm an nod a c'hell genniñ ar savlec'h-se [2.image]
  • conduire un organe mécanique mobile à une ―déterminée deren un organ treloc'hel hezilec'h d'ul lakadur lavaret [commande numérique de m.―o.]
  • dans lequel la virgule occupe une ―quelconque ma vez diforzh savlec'h ar skej [virgule flottante]
  • définir les ―s relatives des informations despizañ savlec'hioù keñverel ar stlennadoù [bordereau]
  • déplacement d'un nombre donné de ―s vers la droite ou vers la gauche loc'hañ war gleiz pe war zehou diouzh un niver lavaret a savlec'hioù [décalage]
  • déterminer la ―d'un point par rapport à un système de référence despizañ savlec'h ur poent e-keñver ur reizhiad daveiñ [coordonnées]
  • diodes émissives indiquant une ―binaire diodoù ec'hodiñ o venegiñ ur savlec'h daouredel [affichage]
  • l'écart entre la ―programmée et la ― affichée ar forc'had etre ar savlec'h goulevet hag ar savlec'h gwereet [écran 3]
  • ensemble fini de ―s mémoire teskad bevennek savlec'hioù memor [bloc mémoire]
  • nombre de ―s binaires de valeurs différentes niver savlec'hioù daouredel a werzhadoù disheñvel [Hamming : distance &]
  • on asservit la ―de la pointe aux tensions appliquées aux bornes de l'appareil yevet e vez savlec'h ar renn d'ar c'hemmoù barr arloet ouzh bonnoù an ardivink [traceur analogique]
  • recherche par ― arglask delec'hiañ [―]
  • système de numération par ― reizhiad niveriñ dre savlec'h [poids]
  • tel que la virgule occupe une ―fixe hevelep ma chom en ur savlec'h digemm ar skej [virgule fixe]
positionsavlec'h g. ― Gervaoù skiant
position ― Geriadur an armerzh
  • (courant, disposition) lec'h g. ; lec'hiad g. ; lec'hiadur g. ; savlec'h g. (-iad , -iadur) ; lakadur g. ; enlakadur g. ; load g.
  • position relative des classes sociales kensavlec'hiadur ar renkadoù
  • déterminer la position de x delec'hiañ x
  • (situation sociale, poste) savlec'h g.
  • --clé savlec'h alc'houez
  • position concurrentielle savlec'h kevezus
  • position de confiance savlec'h a fiziañs
  • dirigeante savlec'h ren
  • -dominante (sur le marché) savlec'h trec'h (war an nevid)
  • position de force, de faiblesse (devant, par rapport à) savlec'h a nerzh, a wander (dirak, e-keñver)
  • position importante savlec'h a bouez (pouezus)
  • position de monopole savlec'h unwerzhour
  • position sociale (statut global) kefload g.
  • (circonstances) plegenn b.
  • position critique plegenn eizik
  • position de place plegenn ar Yalc'h
  • (situation d'un compte, situation juridique, commerciale) saviad g. ; stad b.
  • position active (créditrice) saviad kredour (kredek)
  • position administrative saviad amaezhel
  • position à la baisse saviad war zigresk ; saviad laoskadour
  • d'un compte stad ur gont
  • position débitrice saviad dleour
  • position financière saviad kellidel ; stad an arc'hant
  • à la hausse saviad war gresk ; saviad keradour
  • (attitude, point de vue) savlec'h g. ; savlec'hiad g.
  • prise de position savlec'hiadur g. ; emsavlec'hiadur g.
  • prendre position pour, contre quelqu'un, quelque chose emsavlec'hiañ a-du, a-enep ub, un dra bennak
positionpositionsavlec'h g.-ioù, load g.-où, lakadur g.-ioù, sez b.-ioù, desezad g.-où ― Geriadur ar mediaoù
  • ~ de caméra camera position, camera site desezad ar c'hamera
  • choix d'une ~ ~ lining up a shot klask desezañ ar c'hamera, desteudañ ul lenadenn
  • ~ de départ first position savlec'h loc'hañ, savlec'h derou
  • ~ de fin, ~ d'arrivée arrival position, end position savlec'h disoc'h, savlec'h dibenn
  • ~ intermédiaire intermediate position savlec'h etre
  • ~ visée viewing position savlec'h bukañ, buklec'h g.-ioù, load bukañ
positionsavlec'h g. -ioù ― Geriadur ar fizik
positionlec'hiad g. -où ― Geriadur ar gimiezh
positionsavlec'h g. -ioù ― Geriadur ar jedoniezh
positiondesez g. -ioù, lakadur g. -ioù, savlec'h g. -ioù ― Geriadur ar verdeadurezh
  1. (génér.)
  2. Le palan de grande écoute doit fonctionner dans toutes les positions.

    Palank ar skout bras a rank arc'hwelañ e kement savlec'h 'zo.

    • ~ d'attente d'un appareil lakaat un ardivink war c'hed
    • ~ d'équilibre d'un voilier dont on lâche les écoutes kempouez g.-ioù ur gouelier ur wech laosket ar skoutoù
    • ~ douteuse d'une épave savlec'h arvarus ur pellkas
    • ~ du Soleil savlec'h an Heol
    • ~ fixe de la Polaire savlec'h andilec'h sterenn an Hanternoz
    • en ~ en e/he lec'h ; (sl. à poste)
    • Lorsque le mât est en bonne position, on frappe l'étai.

      Pa vez ar wern el lec'h azas, e fervaer ar stae.

  3. ~ d'un membre de l'équipage saviad, g.-où, savlec'h un ezel eus ar skipailh
    • ~ déclive d'un naufragé = ~ HELP = ~ HUDDLES saviad stouek, saviad war zinaou, saviad HELP, saviad HUDDLES ur peñsead
    • ~ idéale du barreur savlec'h gwellañ ar sturier
    • ~ latérale de sécurité gourvez g.-ioù gwareziñ kostezel
    • Pour éviter qu'un naufragé repêché ne s'étouffe, on le placera en position latérale de sécurité.

      Evit mirout na vougfe ur peñsead adlestret, en en lakaor en e c'hourvez gwareziñ kostezel.

    • ~ neutre d'un véliplanchiste saviad neptu ur plankener
  4. ~ d'un bateau = point savlec'h ur vag, desez ur vag
  • ~ ~ approchée savlec'h arnesadek
  • ~ ~ estimée savlec'h priziet, saviad ardebet
positionposition1 emlakadur  g., emstumm  g. (klañvour) 2 loadur  g., lakadur  g., savlec'h  g. (organ, korf) 3 erload  g. (gwilioud) ― Geriadur ar vezekniezh

1 Emzalc'h, savlec'h kemeret gant ur c'hlañvour, ent emdarzhek pe evit ur pal savelet. 2 Savlec'h, lakadur un organ, un ezel, ar c'horf en e bezh 3 En amiegouriezh, keñver a zo etre parzh korf ar grouell da geñver ar gwilioud ha spislec'hioù lestr ar vamm (sl. décubitus, présentation).

position anatomiqueanatomical positionloadur g. korfadurel ― Geriadur ar vezekniezh

Emzalc'h dave korf an den er gorfadurezh deskrivadurel, eleze al loadur war sav sonn, palvoù dorn war raok.

position centralesavlec'h kreizel ― Geriadur ar jedoniezh
position de fonctionfunctional positionloadur g. arc'hwelel ― Geriadur ar vezekniezh

Loadur ur c'henvell e degouezh un diloc'hekadur hirbad a zevoud an andrafted an nebeutañ diaezus evit ar gouziviad.

Position dépressive.depressive Einstellung.depressive position.savlec’h gouvidel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Hervez Melanie Klein, modelezh an darempredoù ouzh ergerc’henn o tont war-lerc’h ar savlec’h paranoidel ; deraouiñ a ra e-tro ar pevare miz ha distrec’het eo e-doug ar c’hentañ bloavezh ; adkavet e vez a-wechoù e-kerz ar bugelvezh hag ivez en oadourvezh, da-geñver ar c’hañv hag an diwaskadennoù.

Da zezverkoù dezhañ emañ an doareoù-mañ : gouest eo hiviziken ar bugel da gantvout e vamm evel ergerc’henn hollel ; war steuziañ ez a an disrann etre ergerc’hennoù “mat” ha “fall” ; tennañ a ra al luzadoù libidinel ha galen da vukañ ouzh an un ergerc’henn, o tevoudañ an amluskegezh er ster leun ; war un dro e tigresk ar forc’had etre an ergerc’henn eriunellel hag an ergerc’henn drael ; an enkrez, adanvet gouvidel, zo a-geñver gant an dañjer eriunellek da zistrujañ ha da goll ar vamm dre berzh ar sadegezh an-unan ; ouzh seurt enkrez e vez stourmet dre vodoù difenn diseurt (difennoù maniakel pe difennoù kevazasoc’h : dasparzhañ ha heudiñ an argadusted, azvataat an ergerc’henn) ; distrec’het eo ar savlec’h gouvidel pa vez gougantet an ergerc’henn garantez en un doare stabil ha diogelroezus.

position limitesavlec'h harzat ― Geriadur ar jedoniezh
Position paranoïde.paranoide Einstellung.paranoid position.savlec’h paranoidel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Hervez Melanie Klein, modelezh an darempredoù ouzh ergerc’henn spesadek da bevar mizvezh kentañ ar vuhez, a c’haller avat adkavout diwezhatoc’h er bugelvezh ha, gant an oadour, er stadoù paranoiakel ha skizofrenek.

Ar savlec’h paranoidel, pe evel ma ra M. Klein anezhañ c’hoazh : paranoidel-skizoidel, zo dezhañ an tresoù-mañ : kenvezant eo diwar ar penn-kentañ al luzadoù argadus gant al luzadoù libidinel ha kreñv kenan int ; darnel eo an ergerc’henn (bronn ar vamm kent pep tra) ha divrannet en ergerc’hennoù “mat” ha “fall” ; an argerzhioù bred sourus zo ar gougantañ hag an ervannañ ; an enkrez, taer, zo a-geñver gant an heskin (nec’h rak bezañ distrujet gant an ergerc’henn “fall”).

An termen “paranoidel” a verk an dodennoù heskinadur a zo en ambrenoù ar paranoia hag ar skizofreniezh paranoidel. Da gentañ e rae Melanie Klein gant ar c’herienn persecutory phase “prantad heskinel”. En he skridoù diwezhañ e ra gant paranoid-schizoid position “savlec’h paranoidel-skizoidel” evit aroueziñ war un dro an dodennoù heskinel hag an disfaout bezant er gwikefreoù o c’hoari. An termen position he deus erlec’hiet ouzh phase : “Seurt teskadoù enkrezioù ha difennoù, evito da anadiñ er mareoù kentratañ eus an hoali, ne gaver ket er prantad-se hepken, pa zistroont e bloavezhioù kentañ ar vugeliezh ha, da c’houde, e degouezhioù ’zo.”

Brasluniañ a c’haller ar savlec’h paranoidel-skizoidel evel-henn :

1) E par al luzadoù, ez eo kenvezant hag unanet diwar ar penn-kentañ al libido hag an argadusted (luzadoù sadek-genaouel : regiñ, plaouiañ). Er ster-se ez eus evit Melanie Klein amluskegezh adalek pazenn c’henaouel kentañ ar sunañ. Kreñv e vez ar fromoù stag ouzh al luzadurezh (lontegezh, enkrez, h.a.).

2) Un ergerc’henn darnel eo an ergerc’henn, bronn ar vamm o vezañ ar pimpatrom anezhi.

3) Divrannet eo an ergerc’henn darnel en ergerc’henn “vat” ha “fall”, ha se n’eo ket hepken e kement ma’z eo bronn ar vamm kevozius pe disvozius, hogen dreist-holl e kement ma ervann ar bugel outi e garantez pe e gasoni.

4) An ergerc’henn “vat” hag an ergerc’henn “fall” o tisoc’hañ eus an disfaoutañ (splitting) a ya da emren an eil e-keñver eben ha warno e toug argerzhioù ar gougantañ hag an ervannañ.

5) “Eorizhekaet” e vez an ergerc’henn “vat” : gouest eo da bourchas “kevoziadur dreist-goñvor, diouzhtu, diziwezh”. Ur wech gougantet e tifenn ar bugel ouzh an enkrez heskinel (dizoaniadur). An ergerc’henn “fall” zo un heskiner spouronus ; pa vez gougantet e lak ar bugel en arvar un distruj diabarzh.

6) Ar me “nebeut kevanaet” zo amc’houest da c’houzañv enkrez. Evel modoù difenn ez arver, ouzhpenn an disfaoutañ hag an eorizhekaat, ar gourzhodiñ, a denn da zinac’h pep traegezh ouzh an ergerc’henn heskiner, hag ar reoliñ hollc’halloud war an ergerc’henn.

7) An ergerc’hennoù gougantet kentañ-se a ya d’ober kraonell an dreistme.

position relativesavlec'h keñverel ― Geriadur ar jedoniezh
position, situationlec'hiad g. -où ― Geriadur ar fizik
POSITION. ― Geriadur ar bredelfennerezh

mais le sujet n’atteint la satisfaction que s’il trouve une position qui le met à la merci de l’autre, ne ziraez ar gouzrec’h boziañ avat nemet mar kav ur savlec’h en lak e youl an amgen (sl. ACTIVITÉ — PASSIVITÉ) ; au niveau des fantasmes on peut montrer comment toute position passive est inséparable de son opposé, e par an eriunellañ e tiskouezer penaos pep savlec’h gouzañvat zo dizisrannadus diouzh e geveneb (sl. ACTIVITÉ — PASSIVITÉ) ; le clivage de l’objet est à l’œuvre dans la position paranoïde-schizoïde, c’hoarvezout a ra disfaout an ergerc’henn er savlec’h paranoidel-skizoidel (sl. CLIVAGE DE L’OBJET) ; et ils cherchent pour chaque type pathologique à déterminer les modes de sa position et de sa résolution, hag evit pep furm a gleñved e strivont da spisaat ar modoù eus he savlec’hiadur hag eus he diskoulmadur (sl. COMPLEXE D’ŒDIPE) ; un compromis dont le sujet tire dans sa position névrotique un certain profit, un treuzvarc’had a zegas d’ar gouzrec’h en e savlec’h neurozek ur gounid bennak (sl. NÉVROSE) ; Melanie Klein parle de “position paranoïde”, Melanie Klein a ra anv a “savlec’h paranoidel” (sl. PARANOÏDE).

recherche par positionlocation searchingarglask delec'hiañ ― Geriadur ar stlenneg

Arglask diwar enneg pe savlec'h an ergorenn.

Rose : position de ∼Rose's positionloadur g. Rose ― Geriadur ar vezekniezh

Gourvez a-gein gant ar penn a-ispilh e-maez ribl an daol oberata. Arveret e vez al loadur-se e gwezhiadennoù 'zo embreget war an aerforzhioù.

Trendelenburg : position de ∼Trendelenburg's positionloadur g. Trendelenburg ― Geriadur ar vezekniezh

Emlakadur ma emañ al lestr uheloc'h eget an divskoaz, ar c'hlañvour o vezañ en e c'hourvez war e gein.