Preder
amniocentèse, ponction amniotiqueamniocentesisezwanañ an amnion, amnionezwanañ ― Geriadur ar vezekniezh

Ezwanañ us-juntad an amnion war-benn studiañ doareoù al liñvenn amnionel ha dre se savelañ derez azvded ar grouell, derez gouzañvder ar grouell pa vez hangaeañ krouell-mamm, deznaouiñ ur gouskoevad kromozomel.

ponctionengwanadur g. ― Geriadur an armerzh
  • ponction d'argent, de capitaux engwanadur arc'hant, kevalaoù ; la
  • ponction est de an engwanad a sav da
  • pratiquer une ponction de capitaux engwanañ kevalaoù.
ponctionpunctureezwanañ ― Geriadur ar vezekniezh

Gwezhiadenn a c'hoarvez a sankañ ur broskan, un nadoz pe beg un erc'hel en ur gavenn naturel pe gleñvedel, evit erlemel un darn eus an endalc'had anezhi e sell d'an deznaou (ezwanadur erc'hwiliañ) pe e sell d'ar mezegañ (ezwanadur karzhañ), pe c'hoazh evit ensinklañ un danvezenn (lia, aozad dargemm).

ponction amniotique, amniocentèseamniocentesisezwanañ an amnion, amnionezwanañ ― Geriadur ar vezekniezh

(sl. amniocentèse).

ponction exploratriceexploratory punctureezwanañ erc'hwil ― Geriadur ar vezekniezh

Ezwanañ amkanet da wiriañ bezañs ha natur ul liñvenn en ur gavenn.

ponction lombairelumbar punctureezwanañ a-loan ― Geriadur ar vezekniezh

Ezwanadur embreget diwar-bouez ur broskan er gavenn endan-gevnidek, ar peurliesañ etre ar bevare hag ar bempvet mellenn a'n dargreiz, war-benn erlemel al liñvenn benn-kein e sell d'an deznaouiñ pe d'ar mezegañ, evit ebarzhiñ un danvezenn liael pe un aozad dargemm (sl. rachicentèse).

ponction orbitaireorbital punctureezwanañ a-bod ― Geriadur ar vezekniezh

Ebarzhadur un nadoz a-hed sel ar pod lagad, dre ar skarr krec'h, war-benn dastum al liñvenn benn-kein tro-empenn pe ensinklañ ul lia.

ponction sous-occipitalecisternal punctureezwanañ endan-gilpenn ― Geriadur ar vezekniezh

Sankañ un nadoz etre an askorn kilpenn hag ar vellenn varc'h war-benn dastum al liñvenn benn-kein e sell d'an deznaouiñ pe d'ar mezegañ, evit ebarzhiñ un danvezenn liael pe un aozad dargemm da brientiñ un empennluniñ.

ponction sternalesternal punctureezwanañ klerenn, ezwanañ diouzh ar glerenn ― Geriadur ar vezekniezh

Sankañ un nadoz e dornell ar glerenn, a-dreuz d'al lavnenn diavaez, betek ar mel eskern, a erlamer ur standilhon anezhañ war-benn studiañ ar melrestrad.

ponction sus-pubiennesuprapubic punctureezwanañ us-kaezour ― Geriadur ar vezekniezh

ezwanañ eus ar c'hwezhigell ergemennet e degouezhioù 'zo a azdalc'h lemm, dre sankañ an nadoz diouzhtu a-us d'an askorn kaezour.

ponction ventriculaireventricular punctureezwanañ ar c'hambroù kostezel ― Geriadur ar vezekniezh

Ebarzhadur un nadoz e kambroù kostezel an empenn embreget, evit ur bugel, a-dreuz d'ar feunteunig, ha dre drepanañ-ezwanañ, evit un oadour.