Prientad gwak, frondek, druz ar peurliesañ, da skouer amanenn blotaet meret gant ar spanell evit bezañ entoueziet en un toaz, pe evit prientiñ un amanenn kenaozat.
Angevezh apotikel toazek, evit an arver diavaez, oberiet dre veskañ liaoù dileizhet pe arluget hag un ambrougenn druz a orin meinel (vazelin) pe bevel (lanolin). Kemm a vez lakaet etre an ogan hag an traet tevoc'h, nemet o liñvennañ ouzh gwrez ar c'hroc'hen.