Molekul uhel kenan e dolz mol (dreist 100 000 d) ; keurvolekul eo an DNA, ar mezelloù ; n'eo ket spizet mat an ardreuzva etre ar molekul bihan hag ar c'heurvolekul (o vont betek lies dekmilion d, ar viruzoù protein da skouer).
Molekul o tisoc'h eus an daskediañ (sl. polymérisation), sk. : an drenkenn dezoksiribonukleek ; anv a reer a homodimer, homotetramer, h.a., pa vez unrezh ar molekul daskediet, a heterodimer, heterotetramer, h.a., pa vezont liesrezh.