Azoniad paotañ ar pistriadur plomel, anezhañ ul laur kof grizias o saezhenniñ trema al loan, an divvorzhed hag ar gousac'h, kevret gant ur goustivadur ferv ha c'hweladoù, didennadur speur ar c'hof, dikrotegezh ar poulz.
Elfenn gimiek, arouez Pb, niverenn atom 82, metal amzaralladus en aer, blot hag aes da c'houzelviñ ; dañjerus eo euvriñ kediadoù ar p., ha pistriusoc'h c'hoazh o dewentañ e rezh uloc'h pe vurezh ; e-touez dañjerusañ deveradoù ar plom emañ ar c'harbonat bazek pe gwenn plom (Gl. céruse), livegenn bet arveret er penturioù, berzet e zanveziñ abaoe ar bloavezhioù 1950, hag ar plom tetraetil, distaraner a ouzhpenned d'an treloskoù, dilezet ivez hiziv (sl. colique de plomb, saturnisme).
La sonde à main est constituée d'un plomb de 0,5 à 1 kg et d'une ligne graduée de 50 mètres environ.
Ur plom etre 0,5 hag 1 kg hag ul lin dereziek e-tro 50 m a ya d'ober ar gourheder.