Preder
plasticitémezellausted, mezellusted b. ― Geriadur ar fizik
plasticitéplasticity1 mezellded b., mezelladusted b. 2 hezelv g., hezelvusted b. ― Geriadur ar vezekniezh

1 Perzh fizikel ar c'horfoù da gemmañ stumm dre wered an nerzhoù arloet outo. 2 Perzh ar gwiadoù, an organoù hag ar bevedegoù da zaskemmañ o doareoù emvagañ ha diorren hervez an amveziadoù.

Plasticité de la libido.Plastizität der Libido.plasticity of the libido.liñvegezh al libido. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Gouested al libido da gemmañ aes pe aesoc’h ergerc’henn pe mod boziañ.

Al liñvegezh (Plastizität “mezelladusted” pe, termen aliesoc’h arveret gant Freud : freie Beweglichkeit “heloc’husted”) a intenter evel perzh gin d’ar c’hludegezh (sl. VISCOSITÉ DE LA LIBIDO). Eztaoliñ a ra ar mennoz ez eo al libido da gentañ andesavelet betek ur poent evit a sell he ergerc’hennoù hag e chom gouest bepred da gemmañ ergerc’henn. Liñvegezh zo ivez evit a sell ar pal : kempouezet e vez angwalc’hadur ul luzad darnel gant gwalc’hadur unan all pe gant un treüc’hadur. Al luzadoù revel “a c’hell en em amsaviñ kenetrezo, unan o sammañ kreñvder ar re all ; pa vir an draelezh a walc’hañ unan, e sav kempouez gant gwalc’hadur unan all. Emaint evel ur rouedad korzennoù leun a liñvenn ha kehentus”.

A bouez eo al liñvegezh evit berzh-mat ar gur vredelfennañ, treuzfurmadusted ar gouzrec’h o vezañ a-geñver gant e ouested da gemmañ annodadoù e libido. Disheñvel eo al liñvegezh hervez an oad, an istor personel ; kemmañ a ra ivez eus un hinienn d’eben.