Sammad anion ar plasma gwad a zo o bec'h e dalc'h argemmoù bec'h an ion H + er gwad, o roll enta skurziñ argemmoù ar pH ; ar pennañ skurzerioù zo ar bikarbonatoù, ar proteinatoù hag an hemoglobinatoù.
Feur an ion liesseurt e plasma ar gwad ; en e zalc'h emañ grenn ha kempouez trenkek-bazek ar plasma (sl. ionogramme).
Skramm o c'hoarvezout a ziv feilhenn wer plaket ouzh daou dal ul laonenn wer dastoullet ingal a-garrez ; ar c'helligoù o tisoc'h a vez leuniet gant ur meskad aezhel diwar neon, o vont luc'hus en aozioù ionaat 'zo.
Teskad azonoù diwar uheladur grenn ar plasma hag an dourisvec'h kelligel dianlenat : itik, sec'hded glaourgenn ar genoù, koll pouez, asikted, morgud, trec'hwezh, terzhienn skañv, troazhisvorc'h, gwadusvec'h urea ; azoniad devoudet gant uheladur feur kevionennoù ar plasma (natriom) dre adavadur dour : lounezhel (diabet heuz, troazhusvorc'h grennel diabeteion 'zo, h.a.), koazhadel (c'hweladurioù, suc'hadurioù stomok, darc'hoalioù), kroc'henel (c'hwezennoù), analadel (briantenbenañ), pe dre ziouer an enankadoù dour ; en ervez da zisoc'h gant ur c'homa uc'hosmoler ; strafuilhoù o kizañ da heul an diounit dileizhennoù isgrennek kevret gant an hanren hep holen.
Teskad azonoù diwar izeladur grenn ar plasma ha, da heul, an dourusvec'h kelligel o tarvezout e stadoù isvec'h ar c'hevionennoù plasmatek (natriom pergen), azoniad dec'hanet gant koll an holen (c'hweladoù, darc'hoal, skorted uslounezhel lemm) pe gant azdalc'h lounezhel an dour (skorted al lounezhi pe ar galon) ; anv a reer neuze eus azoniad pistriadur dre an dour, naouus dre an anilboued, an doñjer ouzh an dour, glebder glaourgenn ar genoù, ar c'hweladoù, an troazhisvorc'h, ar gwadisvec'h natriom ha klor, ar gwadusvec'h urea, an asikted, ar glazoù, ar c'hlopennad, ar goabrennegezh, ar glizi hag ar c'homa a-wechoù ; d'e brederiañ ez argrenner an euvriñ dour ha, diouzh ret, e tiounezer holen.
Grenn kevionennoù ar plasma, o perzhiañ en eskemmoù dour etre ar gennadoù en- hag ezkelligel ; an diforc'h eo etre ar grenn hollel (eus 308 da 310 mOsm/l) ha grenn an urea hag ar glukoz ; ent reol, emañ g.g.a.p. etre 292 ha 308 mOsm/l (sl. comprimé, oncotique : pression ∼ ).
Kedrann liñvel eus gwiadoù 'zo ; p. ar gwad, (Gl. p. sanguin), kedrann eus ar gwad er feur reol a 550 g/l, liñvenn m'emañ en arlug an elfennoù luniek.
Plasma eraozet adal gwad ur roer hepken, disparti en ur metoù kloz ha skornet e-doug 6 h d'ar muiañ goude an erlemel ; miret e vez ur bloavezh pad d'ar muiañ d'ar gwrezverk -30°C ; e zanveziñ a reer goude un diskornañ herrek e-barzh un enkae gwrezstabil da +37°C.30°C ; e zanveziñ a reer goude un diskornañ herrek e-barzh un enkae gwrezstabil da +37°C.
Liñvenn golloidel (albumin, dekstran), kevatal he gwask onkotek da hini ar plasma, a drefenner er wazhienn en amkan kevassav arwastadez ar gwad ha mirout ouzh ar gwadisec'honad, eleze ouzh fuadur ar plasma d'an ec'honenn ezwazhiedel (Gl. espace extravasculaire), (sl. colloïdal : état ∼, compensa-tion, équilibre , compensa-tion, équilibre 3, hypovolémie).
Muzuliañ borc'hidigezh ar renin gant al lounezh diwar-bouez dezventadurioù skinhangaeel ha dewerzhet e kementad angiotensin dilaosket dre litr plasma ha dre vunud. Ar gwerzhadoù reol a vez 1, 1 ± 0, 8 ng/mL/h pe 0, 9 nmol/L/h, evit ur gouzrec'h gourvezet abaoe 10 eurvezh ha diret d'un hanren sall reol. Uhel e vezont en uswask yud hag en uswask dre heskwal al lounezh, hag izel kenan en azoniad Conn.