Preder
délicieux ; friand, gourmand, avide ; avide de plaisir, voluptueuxfriant aa. ― Geriadur ar geginouriezh
Plaisir d’organe.Organlust.organ-pleasure.bliz organ. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Modelezh vliz a zo hini gwalc’hadur enerotek al luzadoù darnel : broudadur un tachad erogen a vez distavet el lec’h end-eeun ma c’hoarvez, ent dizalc’h diouzh boziadur an tachadoù all, hep keñver eeun gant kefleuniadur un arc’hwel.

Enebiñ a ra Freud bliz organ ouzh bliz arc’hwel, hemañ o toareañ ar boz stag ouzh kefleuniadur un arc’hwel beved (plijadur an emvoueta da skouer). Arver en deus graet eus an termen-se en e imbourc’h war eskoridigezh ar revelezh. Gant ar vagadell, ar bliz revel ent strizh en em zistag diouzh an arc’hwel ma c’houskore da gentañ ha na oa nemet an eildedaol (Nebenprodukt) anezhañ ha, diwar neuze, a vez klasket evitañ e-unan : ar chugelliñ da skouer a glask distav un tennder e tachad erogen ar genou hag an divweuz e-maez a bep ezhomm boued. Hervez Freud e c’haller termenañ revelezh ar bugel dre ar bliz organ : “diwanañ a ra e gouskor un arc’hwel diziouerus ; ne anavez ket a ergerc’henn revel ; enerotek eo ; he fal zo e dalc’h un tachad erogen.”

plaisir, jouissance, volupté, (les) sensLust, Sinnenlustbliz ― Gerva an brederouriezh
PLAISIR. ― Geriadur ar bredelfennerezh

des sensations de la série plaisir-déplaisir, santadennoù eus ar steudad bliz-divliz (sl. CONSCIENCE (PSYCHOLOGIQUE)) ; le couple plaisir-déplaisir, ar c’houblad bliz-divliz (sl. COUPLE D’OPPOSÉS) ; dans le plaisir pris à la succion du sein, o’n em vlisa a sunañ ar vronn (sl. ÉTAYAGE) ; une sorte de prime de plaisir, ur meni arc’hopr e stumm bliz (sl. ÉTAYAGE) ; se donner un plaisir en faisant pénétrer un objet en soi, en em vlisa oc’h ober d’un ergerc’henn dont tre en diabarzh an-unan (sl. INCORPORATION) ; ces dernières conditions pouvant même apporter à elles seules le plaisir sexuel, an doareoù-mañ diwezhañ o spiriñ a-wechoù drezo o-unan da zegas ar bliz revel (sl. PERVERSION) ; tout comportement psychosexuel qui va de pair avec de telles atypies dans l’obtention du plaisir sexuel, kement real bredrevel o vont gant seurt hentoù amrizhek da gaout plijadur revel (sl. PERVERSION) ; les comportements pervers […] intégrés à l’acte sexuel normal sous la forme de “plaisir préliminaire”, ar realoù troziat […] gougevan ouzh ar gread revel reol e stumm ar “blijadur-brientiñ” (sl. PERVERSION) ; Freud oppose plaisir d’organe à plaisir fonctionnel, enebiñ a ra Freud bliz organ ouzh bliz arc’hwel (sl. PLAISIR D’ORGANE) ; principe de plaisir, pennaenn ar bliz (sl. PRINCIPE DE PLAISIR) ; l’ensemble de l’activité psychique aurait pour but d’éviter le déplaisir et de procurer le plaisir, holl oberiezh ar bred a ve dezhi da bal hepkoriñ an divliz ha kaout bliz (sl. PRINCIPE DE PLAISIR) ; mais rapidement il dut reconnaître l’existence de tensions plaisantes, buan avat e rankas anzav ez eus tennderioù blizus (sl. PRINCIPE DE PLAISIR) ; activités […] à la recherche d’un plaisir, oberiezhoù […] o vukañ d’ur blijadur (sl. SEXUALITÉ) ; activités infantiles génératrices de plaisir, oberiezhoù blizek ar bugelvezh ; oberiezhoù blizek bugel (sl. SEXUALITÉ).

Principe de plaisir.Lustprinzip.pleasure principle.pennaenn ar bliz. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Unan eus an div bennaenn o ren, hervez Freud, war arc’hwelerezh ar bred : holl oberiezh ar bred a ve dezhi da bal hepkoriñ an divliz ha kaout bliz. E kement m’emañ an displijadur a-zalc’h ouzh kresk ar c’hementadoù broud hag ar blijadur ouzh an digresk anezho, ez eo pennaenn ar bliz ur bennaenn armerzhel. Merkomp e rae Freud da gentañ gant an termen “pennaenn an divliz” : al lusked e ve an divliz beziat ha n’eo ket ar bliz erveziat.

Diaesterioù a sav gant dedalvezadur pennaenn ar bliz.

Da gentañ, penaos termenañ bliz ha divliz ? Santidik eo ar reizhiad merzout-emouezañ ouzh doareadoù liesseurt o tont eus ar bed diavaez ; eus an diabarzh avat ne zeglev nemet argemmoù tennder hervez ur skeulenn doareadel, hini ar bliz-divliz. En derou, e vennas Freud displegañ ar bliz dre un digresk tennder hag an divliz dre ur c’hresk tennder. Buan avat e rankas anzav ez eus tennderioù blizus. Ken ma imbroudas ur c’houlakadenn all : a-geñver e ve santadur an tennder gant braster dizave an annodad, tra ma ve an dereziadur bliz-divliz a-geñver gant an argemmañ dre unanenn amzer eus ar c’hementad annodadur.

D’an eil, ha komz a c’haller da skouer eus “bliz diemouez”, stag ouzh un azon divlizus ? Diaes e ober mar chomer e par deskrivadur ar buhezadoù. Hogen mar degemerer ar patrom kinniget gant Freud oc’h arlakaat e ren an hevelep savelennoù armerzhel e pep lec’h er benvegad bred, e c’haller degemerout war un dro e vez dedaolet bliz ha divliz gant an argemmadoù gremm ken en emouez ken en diemouez, — o lakaat evel just ez eo bet diskoulmet kudenn an diazalc’h etre tennder (gremm) ha bliz.

Koublet eo pennaenn ar bliz gant pennaenn an dra. En ul lankad kentañ e klaskfe al luzadoù bezañ diskarget, gwalc’het dre an hentoù berrañ. O kavout harz gant an draelezh avat e teskfent kemer hentoù distro hag ampellañ o diskarg keit ma’z eo ret da dizhout gwalc’hañ. Hogen estreget gwalc’hañ ezhommoù beved a ro bliz ; en hunvre da skouer, ez eo stag ar bliz ouzh leuniadur antraek ar c’hoant. En diarsell-mañ ez eo gourzhenebek rik an div bennaenn, leuniadur ur c’hoant diemouez (Wunscherfüllung) o kaout amplegadoù hag oc’h arc’hwelañ hervez savelennoù disheñvel-bras diouzh re gwalc’hadur (Befriedigung) an ezhommoù beved.

zone érogène, corpuscule du plaisirblizeraezer ― Gerva an brederouriezh