Rikladur ezreol war dreuz a c'haller goulankañ d'an troad, erzerc'had un trec'houllo e kenvell an ufern diwar un torr, un disvellad pe ur weadenn.
Miketom an troad eus ar seurtad maduromikoz, erzerc'hat dre usvent muiek an troad, warnañ gouliezoù foueek ha treugoù fic'h ; e riskl d'un dedro marvus anez ma ambider (sl. maduromycose).
Distummadur ar fri diwar bukadur ar parzh izelañ, ken emañ igorennoù an divfron durc'haet war raok ; naouus d'ar sifiliz ganedigel, d'al liesmigornfo isteñvus henek ha d'an dourbennegezh-bizanskar.
Même si on fait un calcul de marée très rigoureux, il est bon de se donner une marge de sécurité que l'on appelle pied de pilote.
Mat eo, ha pa ve bet jedet rik donder an dour, kaout ur marz diogeliñ anvet troated loman.
Distummadur padek a 'n troad, ganedigel pe arzeuat, o virout outañ a bouezañ war al leur dre ar poentoù harpañ reol ; pevar seurtad t. p. a ziforc'her hervez tu ar gammded : 1) an t. p. rakkamm (Gl. p. b. équin, Sz. t. equinus), pa vez an troad a-helc'h war astenn hag o pouezañ war al leur dre e veg ; 2) an t. p. drekkamm (Gl. p. b. talus, Sz. t. calcaneus), an troad o vezañ ahelc'h war bleg hag o pouezañ dre e seul ; 3) an t. p. ezkamm (Gl. p. b. valgus, Sz. t. valgus), an troad, gwariet war ziavaez o pouezañ dre e ribl diabarzh ; 4) an t. p. enkamm (Gl. an t. p. varus, Sz. t. varus), troet e sol war ziabarzh, e ribl diavaez o pouezañ war al leur ; alies e vez kevredet div gammded, dreist holl ar rakkamm hag an enkamm (t. p. enrakkamm, Gl. p. b. varus équin, Sz. t. equinovarus) pe an drekkamm hag an ezkamm (t. p. ezdrekkamm, Gl. p. b. talus valgus, Sz. t. talus valgus) (sl. équin, équinisme, talocrurale : articulation ∼, valgus, varus, valgus, varus).
Troad potin enrakkamm dianlen d'an ankedre hag an istant o tarvezout gant an dabezeion hirvanet war o gwele.
Seurtad troad potin heñvel ouzh an troad ezdrekkamm, ar raog troad o vezañ war bleg a-gein ha war bellaat, nemet emañ an askorn fer war astenn, ent rakkamm ouzh ar skin ; digevret e vez a-wechoù ar gammneuziad-mañ ; gwechoù all ez eo parzhiat en azoniad trizomek.
Distummadur an troad o c'hoarvezout etre 8 ha 15 vloaz, naouus dre leiâd ar c'horn etre raog ha treñv troad e par ar c'henvell kreiz-souk ha, dre se, muiâd argevegezh ar sol, bolzegezh ar c'hil, krabanegezh ar bizied troad hag a-wechoù ar rakkammded (sl. métatarse).
Dermatomikoz a 'n troad diwar seurtadoù foue 'zo (Trichophyton, Epidermo-phyton, Ctenomyces pedis), bet stadet gwechall er broezioù trovanel, boutin bremañ en Europa, dreist holl gant ar sportourion hag ar vilourion ; o teraouiñ peurliesañ er 4e pleg etre-bizied, naouus dre devadur kornhaen ar c'hroc'hen war dalbennoù kostezel ar bizied, en ervez da zedreiñ e rezh skarroù, ruzder, gourc'hennoù, c'hwezigennoù hag erzerc'hadoù allergek.
Azoniad a stader gant ar beñseidi da heul hirchomadenn o eizhaennoù en dour, naouus dre laurioù, eritem eeun pe kevret gant gouliñv, filboc'hennoù ha bronduennoù.
Anafoù kemplezh en troad, dec'hanet, en amzer vrezel, dre ur wered fuc'h lec'hiek, gant bloskad ur min douarel, anezho ur gouliñv gant kroc'hen marbret, persdu, goloet a-wechoù gant filboc'hennoù, gloazadoù a 'r gwazhied, torroù liesel en eskern fer ha seul dreist holl (sl. blast injury).
Toad ledan ha pladet da heul fontidigezh bolz ar c'hreiztroad (sl. métatarse).
Darvoud o tizhout ar soudarded yaouank dreist holl da heul ur c'houezh, un treuzkammed, un dreistkerzhadeg, azonet gant ur goeñvadenn war rann grenn kil an troad hag ul laur garv er poent eus un askorn kreiztroad ma tiskouez ar skinlun un torr (sl. fracture).
Bezañs amdeñvennoù niverus agil hag a-sol oc'h anadiñ war skinlun an troad, erzerc'had an urloù arbadet, el liesarzfo rumatoidel hag er remmoù foel henek.
Kammneuziad kemplezh a 'n troad o c'hoarvezout eus ur raog troad ezkamm war bleg a-gil, rakkamm ar seul hag enbalirad ar bloc'h fer-bulzuneg ; ent neuziadurel e c'hoarvez an t. p. e. a. eus diazerc'hadur an askorn fer pe eus ar c'henaskornad seul-bulzuneg ; en dro-mañ diwezhañ e reer anv eus troad pioled (sl. pied convexe congénital).
Distummadur an troad naouus dre steuz argevegezh ar sol, gwariad ar seul war ezkamm, istant ar c'higennoù etreeskernel a-sol, laoskegezh ar stagelloù, ha dazledad ar raog troad war ar sol ; an troad plat ezkamm diasavel (Gl. pied plat valgus statique), direadus, ne seller ket evel ezreol betek an oad a 5 bloaz (sl. laxité, tarsalgie des adolescents).
Argeinegezh sol ar raog troad da heul flakadur bolz ar c'hreiztroad.
Parzh pellek an ezel traoñ, ouzh e ober 26 askorn, 16 kenvell, 107 stagell hag 20 kigenn, ereet ouzh ar c'har dre ar c'henvell fer-gar pe kenvell an ufern (TA articulatio talocruralis) ; un deskrivadur a-c'horre a zisparti un talbenn uhelañ pe kil (Gl. dos), rann adreñv ar c'hil o vezañ ar choug (Gl. cou-de-pied), hag un talbenn izelañ pe sol (TA planta pedis, Gl. plante du pied, Sz. sole of the foot), rann adreñv ar sol o vezañ ar seul (TA calx, Gl. talon, Sz. heel) ; an deskrivadur a-zon a ra anv eus ar raog troad (Gl. avant-pied), da atel dezhañ eskern ar c'hreiztroad (TA metatarsus, Gl. metatarse) hag an oeñsoù (TA, Gl., Sz. phalanges), hag eus an treñv troad (Gl. arrière-pied), ennañ daou eus eskern ar souk (TA, Sz. tarsus, Gl. tarse) : an askorn fer (TA Sz. talus, Gl. astragale) hag an askorn seul (TA Sz. calcaneus, Gl. calcanéum) ; araez eo an troad d'an dilec'hiañ, perzh en deus er c'hempouez (sl. équilibre 2 ) hag en erluskañ ; warnañ e pouez tolz ar c'horf (sl. métatarse, tarse).