1 Teskad skiantoù ha kalvezderioù amkanet da imbourc'hiñ, oberiañ, reoliñ ha gougorañ al liaoù. 2 Stavell ma prienter, ma kadaver ha ma c'hougorer al liaoù (angevezhioù ha brientaozadoù), ma werzher ivez aozadoù yec'hedel, traezoù ha binvioù evit an arouelioù (anroadoù, steudelloù, dafar surjianer-ezh bihan, h.a.), aozadoù louzaouerezh, gwezelerezh, frondoù (sl. allopathique, galénique, homéopathie, médicament, La-09 336-343).
Rann eus stavell ul liaerdi ma tegemerer an arvalion ; hiziv, gant dispak Internet e vez kinniget liaou dre stalioù keflinenn.
Micher lezvezegel e reizhiad lezennel Frañs, implijad liaerdi, piaouer d'ur breoù micherel arbennik, o skoazellañ al liaer en e stal, o ren dornatadurioù dindan atebegezh ha reolerezh al liaer e unan hag engwiriet da brientiñ ha da c'hougorañ gwezherioù, da zornata pistriennoù ha baderioù.