Preder
PHALLIQUE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

l’ambivalence n’apparaîtrait qu’avec l’oralité sadique, […] pour culminer au stade anal et se poursuivre au stade phallique, ne ziwanfe an amluskegezh nemet gant ar c’henaouelezh sadek, […] evit mont d’he barr gant ar bazenn fraezhel ha kenderc’hel gant ar bazenn gastrel (sl. AMBIVALENT, PRÉAMBIVALENT, POSTAMBIVALENT) ; le complexe d’Œdipe est vécu dans sa période d’acmé entre trois et cinq ans, lors de la phase phallique, emañ ar buhezadur eus kemplezh Edip en e varr etre tri ha pemp bloaz, da-geñver ar bazenn gastrel (sl. COMPLEXE D’ŒDIPE) ; les trois oppositions […] actif-passif, phallique-castré, masculin-féminin, an teir c’hevenebiezh […] oberiat-gouzañvat, kastrel-spazhet, gourevel-benevel (sl. COUPLE D’OPPOSÉS) ; l’affleurement du conflit œdipien qui se joue principalement dans les registres libidinaux phallique et oral, [an] dont war wel eus ar c’henniñv edipel, c’hoariet peurliesañ er gwereoù kastrel ha genaouel eus al libido (sl. HYSTÉRIE) ; les oppositions actif-passif d’abord, puis phallique-castré, ar c’hevenebiezhoù oberiat-gouzañvat da gentañ, kastrel-spazhet da c’houde (sl. MASCULINITÉ — FÉMINITÉ) ; la théorie sexuelle de la mère phallique, pourvue d’un pénis féminin, arlakadenn revel ar vamm gastrek, dezhi ur c’halc’h benev (sl. PARENT(S) COMBINÉ(S)) ; femme, mère phallique, maouez, mamm gastrek (sl. PHALLIQUE) ; l’organisation phallique, marquant un stade d’évolution de la libido dans les deux sexes, ar frammadur kastrel, o verkañ ur bazenn eus emdroadur al libido en div rev (sl. PHALLUS) ; stade phallique, pazenn gastrel (sl. STADE PHALLIQUE).

Phallique : femme, mère —.phallische Frau, Mutter.phallic woman, mother.maouez, mamm gastrek. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Maouez dezhi, ent eriunellel, ur c’hastr. Div furm a c’hell gwiskañ hervez ma’z eo derc’hennet gant ur c’hastr diavaez pe un doareenn gastrel, pe gant ur c’hastr gourev azdalc’het en he diabarzh.

E-keñver ar c’hlinik, Freud en deus diskouezet penaos ar fetichour, goude gourzhodiñ bezañs kastr ar vamm, a gav en e fetich un erlec’hiad outañ.

A-du-rall, bredelfennerion ’zo da heul F. Boehm o deus lakaet a-wel, en elfennerezh an heñvelreviaded pergen, an eriunell enkreseiat o terc’hennañ ar vamm azdalc’het ganti en he diabarzh ar c’hastr degemeret e-ser kediañ.

Dav eo merkañ e talvez maouez kastrek kement ha “maouez a zo dezhi ur c’hastr” ha n’eo ket “derc’henn ar vaouez pe ar plac’hig hevelebet ouzh ar c’hastr”.

phallique : stade ∼phallic stage or phasepazenn b. gastrel ― Geriadur ar vezekniezh

Pazenn eus frammadur bugelvezhel al libido o tont war lerc'h ar pazennoù genaouel ha fraezhel, merket gant unanadur al luzadoù darnel dindan hol an organoù genel, gant angreriadur an organ gourel nemetken, ar c'hastr pe falluz, buhezet evel bezant no ezvezant (sl. GBLF §§ 909, 1256).

Stade phallique.phallische Stufe, phallische Phase.phallic stage, phallic phase.pazenn gastrel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Pazenn eus frammadur bugelvezhel al libido o tont war-lerc’h ar pazennoù genaouel ha fraezhel, merket gant unanadur al luzadoù darnel dindan hol an organoù-genel ; hogen, e kemm ouzh frammadur ganadel ar gaezouregezh, ar bugel, paotr pe blac’h, ne anavez er bazenn-mañ nemet un organ-genel, an organ gourev, ha kevatal eo kevenebiezh ar revioù d’ar gevenebiezh kastrel-spazhet.

Klotañ a ra ar bazenn gastrel gant uspoent ha diskar kemplezh Edip ; sourus eo enni kemplezh ar spazhadur.

E berr, e c’haller brastresañ ar bazenn gastrel hervez Freud evel-henn :

1) Ent dedarzhel, ar c’houblad keveneboù oberiadezh-gouzañvadezh, sourus er bazenn fraezhel, a lez al lec’h gant ar c’houblad kastrel-spazhet ; hemañ, d’ar gaezouregezh, a vo amsavet gant ar gevenebiezh gourevelezh-benevelezh.

2) E-keñver kemplezh Edip, he deus ar bazenn gastrel ur roll a bouez ; amplegad da ziskar kemplezh Edip eo gourdrouz ar spazhañ, hemañ o tennañ e nerzh eus deur ar paotr ouzh e galc’h, eus dizoloadenn he diouer a galc’h gant ar plac’h.

3) Ur frammadur kastrel zo gant ar plac’h. Stadañ diforc’h ar revioù a enaou enni gourvenn ar c’halc’h ha, da heul, gorial ouzh ar vamm n’he deus ket roet ar c’halc’h dezhi, ha debarzh an tad da ergerc’henn garantez — pa c’hell-eñ reiñ ar c’halc’h pe e gevatal argelel, ar bugel. Evit Freud, n’he devez ket ar plac’hig anaoudegezh eus he gouin.

Sl. COMPLEXE DE CASTRATION ; ENVIE DU PÉNIS ; PHALLUS.