Daskemm e merzhidigezh al livioù pa vuia ar sked : melenaat a ra ar ruz hag ar gwer arvelen, glasaat al limestra hag ar gwer arc'hlas.
Furm glinikel dibarek eus seizi fiñvoù kevreet an daoulagad diouzh un durc'hadur hep ma ve tizhet ar fiñvoù damougek ; da skouer, dic'hallus eo d'ar gouziviad treiñ a-ziarvenn e sell war zehou, hogen mar c'hwel trumm e benn war gleiz (ent oberiat pe c'houzañvat), e tro e zaoulagad war zehou — evel ma rafe daoulagad ur verc'hodenn ; emañ ar strafuilh e dalc'h un anaf a 'r pont e kefin ar gronn a-rakkambr.
Pa stanker ur fic'h talmerenn-gwazhienn dre bouezañ warnañ a-ziavaez, e c'horreka ar poulz, e vuia ar gwask diastolel, e leia ar c'has sistolel, anadenn na c'hoarvez nemet pa vez ur fic'h a gavnez bras etre div wazhiedenn dev.
Evit skedoù dreist 60 nit, e hañval un hevelep mammenn bezañ skedusoc'h pa vez gwelet en ur par berr eget p'he seller e-doug un amzer hiroc'h.
Kammanglevad adkavout un den pe un dra bet gwelet c'hoazh, ur blegenn bet buhezet c'hoazh (kammzaznaoud) (sl. paramnésie de certitude).
Ezteiñ ion CO3H - hag enteiñ ion Cl - a-dreuz kennenn an hemati, lodek e trevnadoù skurzer an hemoglobin o kendaoliñ da zerc'hel ar c'hempouez trenkenn-bazenn er metoù diabarzh.
Perzh gant ur rumm leukokit da emdizhañ etrezek ur gwiad dibarek.
NOTENN : Ar c'hemeradur-mañ eus Sz. homing zo un astenn eus ar ster bevoniezh ha trevoniel : homing an eoged eo an distro anezho, da geñver an dozviñ, d'ar stêr ma voent ganet.
Anadenn stadet war ar skramm skinselliñ oc'h erzerc'haat seizi untu ar gelc'hspeurenn (meginezvenañ, fennad douraezhel er c'hrezoù) : e-doug an enanalañ e tiskenn ar gelc'hspeurenn en tu bonan hag e sav en tu klañv.
War un tachad kroc'hen bonan o paouez bezañ heget pe daraezet, dinodiñ un dermatoz (liken plaen, psoriaziz) bezant endeo en ul lec'h all eus ar c'horf.
Pukennigoù poentek e-barzh ar c'hroc'hen o c'holeiñ un tachad gouliñv, deun pep poent o vezañ igorenn ur wagrenn c'hwezpar, neuz a stader pergen da geñver kankr ar vronn, pa vez stanket limfforzhioù ar c'hroc'hen gant kelligoù kankrek.
Pour interpréter correctement les bulletins météorologiques, le marin doit acquérir une connaissance au moins élémentaire des principaux phénomènes atmosphériques.
Evit deveizañ reizh ar c'hannadigoù hinouriezh e rank ar moraer deskiñ tamm pe damm arbennoù pennañ an anadennoù aergelc'h.
Anadenn dizoloet e 1909 gant Herbert Silberer er stadoù enkousk ha da c’houde en hunvre : an treuzlakadur e stumm skeudennoù, n’eo ket eus endalc’hed an dezevout, hogen eus an arc’hwelerezh gweredel anezhañ.
Er stadoù enkousk e wel Silberer ur gantouezadenn vrientek o reiñ tu da arselliñ ganedigezh an argeloù (anvet gantañ anadenn “aotosimbolek”, argeldarzh). Kemm a laka etre tri seurt anadennoù : an anadenn danvezel, oc’h argelañ ergorenn an dezevout ; an anadenn arc’hwelel, o terc’hennañ arc’hwelerezh gweredel an dezevout, an herregezh pe ar c’horregezh, ar berzh-mat pe an droukverzh anezhañ ; an anadenn greudel, oc’h argelañ al louc’hadoù korf. Silberer a soñj e talvez an diforc’hadur-se evit kement erzerc’had ma kaver argeloù, evit an hunvre da skouer. O lezel gant an anadenn danvezel an argelerezh eus ergorennoù an dezevout hag an derc’hañ hepken, e renk en anadenn arc’hwelel kement argeladur ’zo eus “stad, oberiezh, luniadur ar bred (Psyche)”. Ar c’hantaezadoù, an tuedoù, ar mennadoù, ar c’hemplezhioù, ar “parzhioù eus an ene” (ar garez pergen) a vez troet dre argeloù, alies personelaet. An “dramaelaat” eus an hunvre eo arvez splannañ an anadenn arc’hwelel. E berr, an argeloù a zever nebeutoc’h eus an ergorennoù eget eus doareoù gweredel an ergorañ.
A-du-rall ez arlaka Silberer ez eus en argeladurezh, en hunvre peurgetket, un tuadur da dremen eus an danvezel d’an arc’hwelel, un tuadur d’an hollekaat, ma troer “diwar nep dodenn dibarek war-du hollad an dodennoù heñvel dre o c’hantaezad pe, evel ma c’haller lavarout c’hoazh, war-du ar rizhenn vredel eus ar buhezad e kaoz”. Da skouer, un draezenn hir oc’h argelañ ur c’hastr da gentañ a zeuy da vezañ (dre un treug difetisaat) an arouez eus santad hollek ar galloud. An argelañ a gemerfe enta dioutañ e-unan un durc’hadur a zeufe an dieulañ anagogek d’e nerzhañ da c’houde (sl. ANAGOGIQUE).
Freud a anavezas talvoudegezh degasadenn Silberer, nemet ne zarbennas ket an hollekadur a venne da Silberer ober anezhi. Evitañ, lakaet er-maez nemedennoù, e c’haller bepred displegañ an arc’hwelel dre an danvezel. A-c’hin edo degerzh Freud da hini Silberer.
il distingue trois sortes de phénomènes : le phénomène matériel […] ; le phénomène fonctionnel […] ; le phénomène somatique […], kemm a laka etre tri seurt anadennoù : an anadenn danvezel […] ; an anadenn arc’hwelel […] ; an anadenn greudel […] (sl. PHÉNOMÈNE FONCTIONNEL).
Arouez a stader en dedaniezh, anezhi stroñsoù korvezek en hanterenn gleiz ar gelc'hpeurenn, goubred da sistoloù ar galon hep bezañ kempredek gant tosoù ar gern, a zispleger dre hegadur nervenn gleiz ar vegin gant loc'hadoù ar galon pe gwareg an aortenn.
Damoug o c'hoarvezout eus plegad a-sol an troad hag argrezad kigennoù ar c'hof gar (TA musulus gastrocnemius) a zevouder dre giziata ar gigenn askin araok (TA musculus tibialis anterior) en ur poent loet etre torosenn ar skin (TA tuberositas tibiae) ha penn ar spilhenn (TA caput fibulae) ; azonus e ve d'un anaf er stirad ampikernennek ; stadet e vez en empennfo morgoñvus (sl. encéphalite épidémique d'Economo-Cruchet), koulz hag er gatatoniezh hag er skizofreniezh (a zesellfed neuze evel kleñvedoù organel an nerveg) ; kavet e ve bet ivez goude ar barroù droukfell hag e kreuadoù an empenn.
Argrezad kaherioù ar vrec'h devoudet gant un dehedañ a 'r plezhad ar vrec'h ouzh he sevel er vann. Arsellet e vez an arouez en detaniezh.
Damoug loadurel a arzalc'h ar c'hempouez (emgempouezañ diarzoug) pa vez ar gouzrec'h, en e sav sonn, dindan vount araok-adreñv pe war gostez. Kigennoù kostez ar c'horf ma vez embreget ar bount a argrez raktal. Steuziañ a ra an damoug-se er c'hleñved Parkinson, er midantoù emstumm, h.a. ; reol e vez en ankedreoù tabezel hag ilpennel.
En amveziadoù gwellek, furmidigezh ar c'hemplezhioù antigen-antikorf a c'hoarvez pa vez mui pe vui hegement an hanloadoù antigen hag ar molekul antikorf. Merzhadus kenan eo neuze an dazglugadoù. War an derc'hennadur kevregat niver ar c'hemplezhioù antigen-antikorf merzhadus a-gevreizh da vec'h an antigen e reer anv eus an tachad kevatalded. Mar bez reñverek an antikorfoù ez eo ar c'hemplezhioù diheverzh pe diverzhadus, rak kevezerezh zo etre an antikorfoù evit lenañ ouzh an hanloadoù antigen hegerz ; peurvec'hiadur an hanloadoù a skoilh an dazgwered dazgludañ (sl. phénomène de postzone, phénomène de zone).
Dic'houested al lagad oc'h argeskediñ diouzh an teñval da zigemmañ al livioù, tra ma c'hell deznadiñ an disterañ sklaerded.
Erwezh kelligel gwiadoù ar bevedeg a zeu da vezañ harzus ouzh gwered garvevion pe viruzoù 'zo. Bez' ez eo un argerzh hangae gwiadel.
teskad ar strafuilhoù devoudet ent arnodel, e par lies organ, dre un hegadur eus ar reizhiad simpatek kreiz pe trobarzh (pe, zoken, eus ur glaourgenn paot ennañ ar gwiennoù santout, evel hini ar c'hargadenn). Dec'hanet e c'hell bezañ an hegadur-se gant gwezherioù liesseurt kenan (Toksinoù garvevel, gwezherioù fizikel, erwezhioù allergek, h.a.) ; skignañ a ra betek an organoù pellañ ha devoudañ enno ur gwazhiedfrankaat gant heforshaat ar c'horrwazhied, ur gouliñv, angwazhiadoù hag ivez anafoù o tizhout a-ziuz ar reizhiad retikuloendotelel. Kement-se holl zo da dostaat ouzh an azoniad yud arsellet ent klinikel.
Argerzh hangaeel a zo e devoud erwezhioù difenn bevedeg ur roadour ouzh un imboudenn pe un organ pe ur gwiad treuzplantet unspesadien, eleze o tont eus un hinienn a unspesad hogen a c'henezh antigenel kevarall. E seurt erwezh “ostiz ouzh imboudenn” ez eo antigenoù gwiadel an imboudenn (re ar reizhiad HLA pergen) a vez naouaet evel estren gant kelligoù hangaec'hougonek an ostiz : limfokit T pergen hag ivez limfokit B. Ar re gentañ, dre gelligpistriañ (roll pouezusañ an erwezhioù hangae kelligel) hag an eil re, dre o antikorfoù (Antikorfoù imboud), a zispenno an imboudenn. An kez dispenn, oc'h erzerc'hañ da gentañ dre ul leiadur eus perzh arc'hwelel an imboudenn, a zarvez ar peurliesañ e-doug an div sizhunvezh da heul an imboudañ, a-wechoù diwezhatoc'h, ha zoken gwezh a vez muioc'h eget 2 vloaz goude. Seurt barrad distaol a vez en araez da argizañ dindan delanvad ar mezegadur hangaeastaliñ pe da drebadout (sl. histocompatibilité, antigènes tissulaires, système HLA, hypersensibilité différée ou retardée, lymphocytes K).
Kalvezder o kevaraezañ lakaat war wel paradur antikorfoù e par ar c'helligoù ouzh o borc'hañ (kelligoù limfoidel : immunokit). An kez kelligoù o vezañ lakaet e diraez an antigen, zo hangaeet outo ar gouzrec'h, en dazglud. Pa vez luniek an antigen (kelligoù ruz, da skouer) ez emstal e kurunenn en dro d'ar c'helligoù borc'her antikorfoù. Al lunioù-se e rodigoù zo spesadek eus an antikorf studiet : ne anadont nemet e diraez an antigen keñverek. — Gant an den, daou zoare eus kalvezder ar rodigoù a gevaraez diforc'hañ an daou seurt limfokit : 1° hini ar rodigoù emdarzh a ro tu da hennadiñ al limfokit T o tazgludañ en dro dezho, hep hangaeadur a-rakwez, ar c'helligoù ruz deñved ; pa vez herrek tre an dazgwered e vez graet anezhañ rodig E oberiat ; 2° kalvezder ar rodigoù hangaeel a zezverk a-ziuz al limfokit B a c'hronn en dro dezho ur gurunenn a gelligoù ruz allevek goloet gant antikorfoù antieritrokit ha gant klokaenn : evit gwir, al limfokit B zo warno ur buzer en araez da lenañ kedrann C3 ar glokaenn.
Anadenn leteñvel ouzh gougrid an troad, oc'h erzerc'haat an un anaf. He dec'han a reer o c'houlankañ d'ar padelleg ur fiñv a-daol eus an nec'h d'an traoñ, diwar-bouez ar bizied arloet ouzh ar riblennoù (ar c'har o vezañ war astenn) ; c'hoarvezout a ra neuze un heuliad luskelladoù gant ar padelleg.
E kleñved Parkinson, merzhout, da geñver defiñval gouzañvat ur c'henvell, un heuliad diskrogoù berrbad leteñvel ouzh ar santad dec'hanet gant c'hwel un dentrod.
Fiñv andiarvenn plegañ a-gil ha pellaat an troad, a-gevret gant plegañ diarvenn ar glin, en ervez da vezañ arsellet e-kerz tizhadoù 'zo ar forzh pikernennek.
E degouezh a angwazhiad ar c'haher kalon en ec'honenn speur ar c'hofig en he fezh e tremen pep tra evel pa vije treuzkaset an tredanvarr leiel enkavennel d'an elektrod argalonel lec'hiet a-dal d'ar rannbarzh marvennet, a wered evel ur prenestr digor a-dreuz da speur ar galon, o vezañ anniñv ent tredanel ; an kez anadenn a zeu war wel war ar c'halonvarrwezad dre ur wagenn herrek leiel QS.
Amstrewiñ al luc'h gant rannigoù en arlug en ul liñvenn pe un aezhenn. Arveret e vez ar c'halvezder-se evit imbourc'hiñ kambr araok ar voull lagad.