Anstankadur ar san dalmerel goude ar c'hanedigezh ha bezañs ur skoev kleiz-dehou etre strizh an aortenn ha deroù barr kleiz an dalmerenn skevent, naouus dre ur sourr stlejerez ; kammneuziad pareadus dre ar surjianerezh (sl. souffle tunnellaire).
Kammneuziad kalon kemplezh o c'hoarvezout eus kevreted ur c'hehentad etre-kentezoù izel hag ur c'hehentad etre-kofigoù uhel o furmiñ ur boulc'h ledan boutin etre ar peder c'havenn ; war un dro e stader kammneuziadoù an trapigoù kentez-kofig kleiz ha dehou.
Kammneuziad naouus dre vezañs ur gandedenn voutin etre ar vouzellenn voan hag ar c'holon, loet diouzh un dalenn a-dreuz, e dianlen diouer ar c'hwelañ eus kilbleg an arc'hpervez hag ar c'hempegañ eus ar c'holon ouzh an ampelenn adreñv ; dre se, emañ loet ar vouzellenn voan a-bezh e tu kleiz ar c'hof ha disvountet ar c'holon d'an tu dehou, ezreolder o kenttuañ d'an antreizh pervez dre gandedenn dag pe dre volvuluz.