Preder
affectation d'un périphériqueperipheral assignmentdeverkañ un drobarzhell ― Geriadur ar stlenneg

Gwezhiañ renet gant oberataer pe gourseller reizhiad korvoiñ un urzhiataer war-benn mirout arver un drobarzhell evit un arveriad e-doug un amzer lavaret. An deverkañ a c'haller ober a-raok luskañ ar c'heweriad - tro rizhek al labour e rezh ar c'heweriañ dre lodoù -, pe d'an ampoent dik ma vez ret - tro rizhek al labour e rezh ar rannañ amzer.

champ visuel périphériqueperipheral vision fieldgwelvaez trobarzh, gwelvaez tro ― Geriadur ar vezekniezh

Lodenn eus ar gwelvaez dreist 10° pe 20° diouzh ar poent steudañ.

lancement d'une opération périphériqueluskañ ur gwezhiadur trobarzhel ― Geriadur ar stlenneg

Enarc'hwelañ an drobarzhell ha deraouiñ treuzdougen roadennoù etre an unvez kreiz hag an drobarzhell.

matériel périphériqueperipheral equipmentaveadur trobarzh ― Geriadur ar stlenneg

Hollad an organoù trobarzh eus un unvez keweriañ.

neuropathie périphériqueperipheral neuropathynervennaoued trobarzh ― Geriadur ar vezekniezh

Nep tizhadur eus ar reizhiad nervel trobarzh ne vern pere eo load hag astennad an anafoù, an azoniadur (santadel, loc'hadel, struzhel), neuz an dedroadur (lemm, goulemm pe henek), an arbenn (kennevidel, mezhurel, pistriel, poreel, gwazhiedel, hangaeel, lezhanweel, hêrezhel) ; kemparzhek pe get e vez glennad an n. t. ; a) unnervennaoued (sl.  mononeuropathie) a reer eus an n. t. ankemparzhek, hag int unel (sl.  mononévrite) pe liesel (sl.  multinévrite), alies a orin gwazhiedel ; b) liesnervennaoued (sl.  polyneu-ropathie) a reer eus an n. t. kemparzhek ; mar bez o gwikefre un divielinaat eus feur Schwann, e komzer eus liesgwriziennfo (sl.  polyradiculonévrite) ; mar bezont a orin aksonel, ez eus anezho liesnervennfoioù (sl.  polynévrite).

paralysie périphériqueperipheral paralysisseizi trobarzhel ― Geriadur ar vezekniezh

Seizi a-geñver gant gwazhad an neuron pellek loet etre an neuron nezek hag ar c'higennoù (sl.  paralysie centrale).

périphériqueperipheral equipmentaveadur g. ―ioù trobarzh, trobarzhell b. ―où ― Geriadur ar stlenneg

Trevnadur diavaez ret da enluskañ un unvez keweriañ.

An organoù trobarzh, pe unvezioù trobarzh, zo anezho an trevnadoù enankañ/ec'hankañ (moulerez, skriverez, lenner kartennoù, termenelloù), ar memorioù diavaez (kantenn ha kelorn gwarellek, lurell warellek). Bodet e vez arc'hwelioù gwiriañ hag evezhiañ organoù 'zo en unvezioù reoliñ trobarzhelloù, anvet ivez reolerioù ; o roll eo disammañ an organ kreiz eus poelladoù 'zo.

Hollad an trevnadoù-se a ra trobarzh an urzhiataer. Pa vez loet en arbell diouzh an urzhiataer hag ereet outañ dre ul linenn dreuzkas, e teu an drobarzhell da vezañ un dermenell.

périphérique ― Geriadur ar stlenneg
  • ―lent trobarzhell c'horrek [canal multiple]
  • l'acquisition de données est faite à partir de différents ―s ar gorren roadennoù a vez graet diwar-bouez trobarzhelloù diseurt [acquisition de données]
  • affectation d'un périphérique deverkañ un drobarzhell [―]
  • canal pouvant accéder à l'ensemble des ―s du système saneller barrek da haeziñ nep trobarzhell er reizhiad [canal flottant]
  • échange d'informations entre un ordinateur et ses ―s eskemm stlenn etre un urzhiataer hag e drobarzhelloù [entrée/sortie]
  • ensemble des ―s connectables à un minitel hollad an trobarzhelloù kennaskadus ouzh ur minitel [périminitélie]
  • il alimente les unités ―s darbariñ a ra an unvezioù trobarzh [2.opérateur]
  • matériel ― aveadur trobarzh [―]
  • organe ― organ trobarzh [adressage] [2.canal] [dérouleur de bandes m.] [dérouleur de cartouches m.]
  • type de ― rizh trobarzhell [―]
  • une unité de ― un unvez trobarzhell [adresse]
  • unité périphérique unvez trobarzh [configuration] [coupleur] [imprimante] [mode] [péri―informatique]
  • unités de rangement ―s unvezioù klenkañ trobarzhel [mémoire secondaire]
  • utilisation d'un ordinateur et des ―s qui lui sont connectés ober gant un urzhiataer hag an trobarzhelloù kennasket outañ [accès à distance]
périphérique ― Geriadur an armerzh
  • (informatique) trobarzhell b.
périphérique ― Geriadur an armerzh
  • (relatif) trobarzhel ; a-drobarzh
  • radios périphériques skinvaoù trobarzhel
  • (situé à la -ie) trobarzhiat
  • (caractère) trobarzhek
  • (idéologie) trobarzhelour.
périphériquetrobarzhel ― Geriadur ar fizik
périphérique n. m. = hauban périphériqueadobank g. -où ― Geriadur ar verdeadurezh
périphérique : syndrome ∼ ◊ ◊ azoniad trobarzh ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad an azonoù diwar dizhadur an neuron trobarzh e par ar c'horn araok, ar gwriziennoù a-dor pe a-gein, ar gangrenn pe an nervenn.

polyneuropathie périphériqueperipheral polyneuropathyliesnervennaoued pe liesnervad trobarzh ― Geriadur ar vezekniezh

Nep anaez o wazhañ diaser pe diaheul lies nervenn drobarzh ; 1) pa vez ankemparzhek an tizhadoù, e reer anv a unnervennaoued liesel (Gl.  mono-neuropathie multiple) ha, pa vez tanijennek an anafoù, a unnervennfo liesel (sl.  multinévrite) ; 2) pa vez kemparzhek an tizhadoù, e tiforc'her etouez al liesnervadoù trobarzh al liesgwriziennfo (sl.  polyradiculonévrite), naouus dre an divielinaat (sl.  démyélinisation) ha, pa vez darallet an aksonoù, al liesnervennfo (sl.  neuropathie périphérique, polynévrite).

NOTENN : Kemplezh ha distabil eo an termenoù gallek ha saoznek arveret da aroueziñ anaezioù an nervennoù, si hennezh o tennañ da gemplezhded an dachenn imbourc'het ha da genvezañs lies talbenn a 'n imbourc'h. Notañ a reer amsteriegezh termenoù 'zo, evel an daouad Gl.  neuropathie ha névrite, Sz.  neuropathy ha neuritis, arveret gwech evel unster, gwech evel allster. Strivet 'm eus da gompezañ hevelep skoilhoù termenadurel, hep dont a-benn bep taol.

système nerveux périphériqueSYSTEMA NERVOSUM PERIPHERICUMreizhiad b. nervel trobarzh (pe nervreizhiad trobarzh). ― Geriadur ar gorfadurezh
tournant ; périphériquetro aa. ― Geriadur ar fizik
  • les électrons périphériques des atomes elektron tro an atom
type de périphériqueperipheral typerizh trobarzhell ― Geriadur ar stlenneg

Doare da rummata an termenelloù (treselloù, advemorioù, unvezioù herrek, h.a.).