1 Padvezh arstalek etre erzerc'hadennoù unrezh kenheuilh un anadenn, sk. : trovezh 1 s lamm bizig un eurier kouarz. 2 Padvezh ret d'ur braster war zigresk argemmvac'hel evit bezañ direet d'an hanter eus e werzhad kentañ ; h. skinoberiek (Gl. d.-v. radioactive), padvezh ret d'ur skinnukleid evit koll an hanter eus e skinoberiegezh ; h. bevoniel (Gl. d.-v. biologique), padvezh ret d'an hanter eus kementad un danvezenn ebarzhet en ur reizhiad vevoniel evit steuziañ ; h. gwerc'hek (Gl. d.-v. effective), padvezh ret d'ar c'hementad eus un izotop skinoberiek bezant en ur reizhiad vevoniel evit bezañ direet d'an hanter dre berzh sammad an digevanañ skinoberiek hag an ezvevennañ bevoniel desellet ent arnesadek evel argemmvac'hel .
NOTENN : Dre reolenn ez arverer al lostger -el da sevel an adanvioù o verkañ ar sell diouzh an erdal (sl. La-05 67 hh.). An damant d'ar skañvder eo a reas disteurel hanterhoali skinoberiegezhel ha tremen gant hanterhoali skinoberiek.
E dedro ur c'hleñved, prantad ma vez an azonoù en o c'hreñvañ.
Padvezh ret d'un danvezenn evit steuziañ diouzh ar bevedeg ma 'z eo bet ebarzhet ; anv a reer a hanterhoali bevoniel e-keñver steuz ul lia diouzh ar bevedeg, a hanterhoali gwerc'hek pa sammer ar skinizotop steuziet dre an digevanañ hag ar skinizotop ezvevennet gant ar bevedeg.
Prantad adalek diskar ar revelezh vugel (pempet pe c’hwec’hvet bloavezh) betek derou ar gaezouregezh, merket gant un ehan en emdroadur ar revelezh. Gant distav an oberiezhoù revel, e c’hoarvez un direvelaat eus an darempredoù ouzh ergerc’henn hag eus an trivliadoù (an denerded o kaout lañs war ar c’hoantoù revel), e tiwan santadoù evel an elevez hag an doñjer, ez anad iziunadoù divezel ha kenedel. Hervez arlakadenn ar bredelfennerezh e teraou an enkelvezh gant diskar kemplezh Edip ; a-geñver emañ gant nerzhadur an arvoustrañ — ha, da heul, gant ankounañ ar bloavezhioù kentañ —, an annodiñ en ergerc’henn a vez treuzfurmet en hevelebiñ ouzh ar gerent, ha diorren a ra an treüc’hañ.
Daou zoare zo da veizañ an enkelvezh, pe evel darvoud bevedel, evel un ehan etre daou vount rakluniet eus al libido, pe hervez un devouderezh bredel, an disklot etre an eriunañ hag an diazveted vevedel o kondaoniñ kemplezh Edip d’an dic’hallusted, ken “e rank an amourouz bihan dilezel ur garantez dic’hoanag”.
Sl. AMBIVALENT, PRÉAMBIVALENT, POSTAMBIVALENT.
Deizioù kentañ ar vuhez ; da c'houde ez a an nevezc'haned da vagadell betek dibenn an eil bloavezh (sl. âge : premier ∼, enfance, nourrisson, enfance, nourrisson).
Mare eus un arvevadegezh ma c'haller dinoiñ an arvevad gant ar gouziviad (sl. latent).
Prantad etre 154t deiz ar vec'hiegi hag ar 7t deiz goude ar c'hanedigezh (sl. âge gestationnel, néonatale : période ∼ ).
Chaque bassin maritime admet en fonction de sa taille et de sa configuration une période d'oscillation particulière.
Gant pep morva e vez un drovezh luskellañ e dalc'h ar vent hag ar c'heflun anezhañ.
Chaque train de vagues a son rythme propre caractérisé par sa période, c'est-à-dire le temps qui s'écoule entre le passage de deux crêtes en un point donné, et par sa célérité.
Pep suiad gwagennoù zo naouus dezhañ ur gorvez, eleze un drovezh (taluad etre an tremen eus div gribenn en ur poent lavaret) hag un herr.
Lorsque la période des tourbillons engendrés par la voilure et le gréement est voisine de la période mécanique du mât, il peut se produire une rupture de celui-ci par résonance.
Pa denn trovezh an troennoù dec'hanet gant al lien hag ar stramm da vezañ dambar da drovezh treloc'hel ar wern, e c'hell houmañ terriñ gant an dasson.
Evit ma ve gwakoc'h ha saourusoc'h ar c'hig eo dav e lezel da azviñ e-pad ur pennad amzer resis en ur gambr yen. Lavarout a-zivout ur c'hig ez eo diazez(et) a dalvez ez eo degouezhet d'ur stad vat a azvded. Evit ar c'hig ez eo damheñvelster diazezañ hag azviñ .
Mare eus un arvevadegezh o vont adalek an erialañ betek anadiñ an arvevaded gant ar gouziviad.
A-raok yaekadur an erwezhioù gwadveizel.
padvezh war-lerc'h diouzhtu lankad gwerederezh un nervenn pe ur gigenn, ma chomo direspont ur fraouadenn eus an kez nervenn pe eus an kez kigenn. Peuranvroudadus ez int da gentañ (Peuranvroudvezh), ha goude isvroudadus (Isanvroudvezh).
Lankad argrezañ ar galon ma emañ ur broudadur en arvar da zelankañ ur c'hrehad kofigel. Loet eo e dibenn sistol ar c'hofigoù hag ar prantad anvroudadus anezho ; klotañ a ra gant gwagenn T ar c'halonvarrwezad.
Furm a dolc'had kentez-kofig diglok ha direoliek, naouus dre un hiradur reoliek hag argammedek eus an entremez kentez-kofig (esaou PR) betek un argrezadenn gentezel digevret, heuliet gant ur paouez kofigel, an un kor oc'h adkregiñ goude. A-wechoù, war-lerc'h hiradur argammedek an esaou PR e tarvez, n'eo ket un, hogen div pe deir gwagenn gentezel tolc'het, hep ma ve dec'hanet un argrezadenn gofigel ganto ( lankad Wenckebach a 'n eil derez : C Guérot, 1975).