Preder
bipolarité perception/moi transcendental (Philo.)daouvleinegezh merzhout/me trehontel ― Gerva an brederouriezh
conditions originaires de la perception (Merleau-Ponty)aozioù andoniek ar merzhout ― Gerva an brederouriezh
Identité de perception — identité de pensée.Wahrnehmungsidentität — Denkidentität.perceptual identity — thought identity.hevelepted-verzout — hevelepted-dezevout. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termenoù arveret gant Freud da aroueziñ bukennoù ketep an argerzh kentael hag an argerzh eilvedel. Tennañ a ra an argerzh kentael da gaout en-dro ur verzadenn hevelep da zerc’hadenn an ergerc’henn o tisoc’hañ eus ar buhezad boziañ. En argerzh eilvedel, an hevelepted klasket zo hini an dezevoù kenetrezo.

An argerzh kentael hag an argerzh eilvedel a c’haller dezgeriañ e termenoù armerzhel rik : diskarg o tont raktal gant hennezh ; heudadur, ampelladur ar boziañ, kildro gant hemañ. Keal an hevelepted-verzout a ra kuitaat ar gwere armerzhel : anv zo eus kevatalderioù etre derc’hadoù.

Emañ ar buhezad boziañ en orin ar c’hlask d’an hevelepted-verzout. Ouzh un diskarg bozius-kaer e liamm derc’hadur un ergerc’henn a-ziforc’h. Diwar neuze e vo tuet ar gouzrec’h da “arren ar verzadenn liammet ouzh gwalc’hadur an ezhomm”. An hent berrañ da gaout an hevelepted-verzout eo an trezerc’hañ kezivik. Dre-vras e c’haller lavarout ez arc’hwel an argerzh kentael hervez ar patrom-se. Freud en deus diskouezet ez eo ar c’heñver hevelepted etre div zerc’hadenn an hini a-douez an holl geñverioù kemezel o klotañ ar gwellañ gant an arc’hwelerezh bred en hunvre.

An hevelepted-dezevout zo en ur c’heñver daouel gant an hevelepted-verzout :

1) Bez’ ez eo ur modekadur anezhi dre ma tenn da zieubiñ an argerzhioù bred diouzh ar reoliata gant pennaenn ar bliz hepken : “An dezevout a rank plediñ gant pezh a liamm an derc’hadoù hep bezañ touellet gant o c’hreñvder.”

2) Chom a ra en arempred an hevelepted-verzout : “[…] an oberiezh-dezevout luziet o vont eus ar gounderc’hadenn betek saveladur an hevelepted-verzout dre ar bed diavaez zo ur c’hildro hep mui rediet gant ar pleustr en hent a gas d’ar c’hoantleuniañ.”

Daniel Lagache en deus diskouezet ar pouez a zo gant ar gevenebiezh etre an hevelepted-verzout hag an hevelepted-dezevout. An tu zo aze evitañ da ziforc’hañ ar mac’hennoù-difenn, ma chom ar me dindan enkrog an hevelepted-verzout, hag ar gwikefreoù-ezwezhiañ, ar re-mañ oc’h emplegañ un emouezañ war evezh, deznadus, gouest da herzel ouzh daremoug ar mennozioù hag ar c’hantaezadoù divlizus : “An hevelebiñ ergorelaus, oc’h arzerc’hel hevelepted pep ergorenn-dezevout, a rank skoilhañ an hevelebiñ kembloc’hek.”

Merkomp ne c’haller ket diren an diforc’h etre an daou vod-se a “hevelepted” d’ar gevenebiezh klasel etre kantaezelezh ha poellelezh, pe zoken etre kemezañ kantaezel ha kemezañ poellel. Die Traumdeutung a lak anat, a-enep an holl rakvarnioù “skiantel”, ez eo savelennoù an hunvre ur mod kentañ eus arc’hwelerezh ar c’hemezañ.

perception ― Geriadur an armerzh
  • (bureau du percepteur) tailhanterezh b.
  • (recouvrement) dastum g. (-erezh) ; kemederezh g.
  • perception à la source kemederezh en andon
  • perception de droits dastumerezh gwirioù ; gwiraerezh g.
  • perception des impôts kemederezh (dastumerezh) an telloù ; tellaerezh g.
  • perception des intérêts dastum ar c'hampi
  • perception des loyers échus dastum ar feurmoù darev
  • (impôt, une -) kemedadenn b. ; kemedadur g. ; kemed g.
perception (Philo.)merzhad ― Gerva an brederouriezh
perception créatrice (Philo.)kevangantvout ― Gerva an brederouriezh
PERCEPTION. ― Geriadur ar bredelfennerezh

l’attention est dirigée vers les perceptions, treiñ a ra e evezh ouzh ar merzadennoù (sl. APRÈS-COUP) ; mais il maintient avec insistance que la perception a au moins fourni des indices, nemet e talc’h da ziogeliñ e rank ar merzout bezañ pourchaset arverkoù da vihanañ (sl. APRÈS-COUP) ; l’un percevant (tenant compte de) la réalité, l’autre déniant la réalité et mettant à sa place une production du désir, an eil o kantvout an draelezh, egile oc’h ezkantvout an draelezh hag oc’h erlec’hiañ outi un dedaolad eus an eriunañ (sl. CLIVAGE DU MOI) ; d’une part [les fétichistes] dénient le fait de leur perception qui leur a montré le défaut de pénis dans l’organe génital féminin, […], [ar fetichourion] diouzh un tu a c’hourzhod ar verzadenn he deus diskouezet dezho an diouer a galc’h en organ-genel ar vaouez, […] (sl. CLIVAGE DU MOI) ; qualité momentanée caractérisant les perceptions externes et internes parmi l’ensemble des phénomènes psychiques, doare predat a zo d’ar merzadoù diavaez ha diabarzh ouzh o diforc’hañ a-douez an holl anadennoù bred (sl. CONSCIENCE (PSYCHOLOGIQUE)) ; le système perception-conscience est situé à la périphérie de l’appareil psychique, emañ ar reizhiad merzout-emouezañ savlec’hiet e trobarzh ar benvegad bred (sl. CONSCIENCE (PSYCHOLOGIQUE)) ; mode de défense consistant en un refus par le sujet d’une perception traumatisante, mod difenn a zo anezhañ an dinac’h gant ar gouzrec’h eus ur merzout daraezus (sl. DÉNI) ; la confusion entre perceptions et représentations, ar mesk etre merzadennoù ha derc’hadennoù (sl. ÉPREUVE DE RÉALITÉ) ; désinvestissement du perçu, diannodiñ diouzh ar merzed (ar c’hantvezed) (sl. FORCLUSION) ; le plaisir comme perception subjective d’une diminution de tension et le déplaisir comme traduisant l’augmentation de cette tension, ar bliz evel deglevadur un digresk tennder, an divliz evel deglevadur ur c’hresk tennder (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) ; [le système perception-conscience] ne perçoit que des variations de tension selon une seule gamme qualitative : l’échelle plaisir-déplaisir, [ar reizhiad merzout-emouezañ] ne zeglev nemet argemmoù tennder hervez ur skeulenn doareadel, hini ar bliz-divliz (sl. PRINCIPE DE PLAISIR) ; apport d’un investissement supplémentaire à une représentation, une perception, etc., déjà investies, degasadenn un annodad ouzhpenn en un derc’had, ur merzad, h.a., kevannodet endeo (sl. SURINVESTISSEMENT) ; l’investissement d’une perception qui est simultanément présent doit être surinvesti, e rank an annodad bezant endeo er verzadenn bezañ dreistkevannodet (sl. SURINVESTISSEMENT) ; ses contenus proviennent de perceptions auditives, e teu e endalc’hedoù eus merzadoù klevedel (sl. SURMOI) ; quand les souvenirs redeviennent conscients, ils ne comportent pas de qualité sensorielle ou très peu par comparaison aux perceptions, pa zeu an eñvoradoù da vezañ emouez en-dro, n’eus ganto tamm skiantennegezh pe nebeut-kaer e-skoaz ar merzadoù (sl. TRACE MNÉSIQUE).

percevoir, perception (Philo.)wahrnehmenmerzhout ― Gerva an brederouriezh
stéréognostique : sens ou perception ∼stereognostic sensemerzhout stokdenaoudel ― Geriadur ar vezekniezh

Galloudezh da hennadiñ dre an teuta stumm an traezoù hag ivez ar perzhioù fizikel all anezho, evel ar c'hantalc'h, ar gwrezverk, ar pouez, h.a. N'eus ket ur skiantenn anezhañ, hogen kevreted lies mod eraeziñ elfennel, o tont eus an eraeziñ gorre- ha donfraouadel.