Rizh trezerc'hañ o tougen war lanvad an dezevout : e maezienn an emouezañ e tifluk dezevoù na anavez ket ar gouziviad bezañ o ambredet daoust m'o anavez evel arreadoù eus e re dezhañ (sl. automatisme mental).
Termenoù arveret gant Freud da aroueziñ bukennoù ketep an argerzh kentael hag an argerzh eilvedel. Tennañ a ra an argerzh kentael da gaout en-dro ur verzadenn hevelep da zerc’hadenn an ergerc’henn o tisoc’hañ eus ar buhezad boziañ. En argerzh eilvedel, an hevelepted klasket zo hini an dezevoù kenetrezo.
An argerzh kentael hag an argerzh eilvedel a c’haller dezgeriañ e termenoù armerzhel rik : diskarg o tont raktal gant hennezh ; heudadur, ampelladur ar boziañ, kildro gant hemañ. Keal an hevelepted-verzout a ra kuitaat ar gwere armerzhel : anv zo eus kevatalderioù etre derc’hadoù.
Emañ ar buhezad boziañ en orin ar c’hlask d’an hevelepted-verzout. Ouzh un diskarg bozius-kaer e liamm derc’hadur un ergerc’henn a-ziforc’h. Diwar neuze e vo tuet ar gouzrec’h da “arren ar verzadenn liammet ouzh gwalc’hadur an ezhomm”. An hent berrañ da gaout an hevelepted-verzout eo an trezerc’hañ kezivik. Dre-vras e c’haller lavarout ez arc’hwel an argerzh kentael hervez ar patrom-se. Freud en deus diskouezet ez eo ar c’heñver hevelepted etre div zerc’hadenn an hini a-douez an holl geñverioù kemezel o klotañ ar gwellañ gant an arc’hwelerezh bred en hunvre.
An hevelepted-dezevout zo en ur c’heñver daouel gant an hevelepted-verzout :
1) Bez’ ez eo ur modekadur anezhi dre ma tenn da zieubiñ an argerzhioù bred diouzh ar reoliata gant pennaenn ar bliz hepken : “An dezevout a rank plediñ gant pezh a liamm an derc’hadoù hep bezañ touellet gant o c’hreñvder.”
2) Chom a ra en arempred an hevelepted-verzout : “[…] an oberiezh-dezevout luziet o vont eus ar gounderc’hadenn betek saveladur an hevelepted-verzout dre ar bed diavaez zo ur c’hildro hep mui rediet gant ar pleustr en hent a gas d’ar c’hoantleuniañ.”
Daniel Lagache en deus diskouezet ar pouez a zo gant ar gevenebiezh etre an hevelepted-verzout hag an hevelepted-dezevout. An tu zo aze evitañ da ziforc’hañ ar mac’hennoù-difenn, ma chom ar me dindan enkrog an hevelepted-verzout, hag ar gwikefreoù-ezwezhiañ, ar re-mañ oc’h emplegañ un emouezañ war evezh, deznadus, gouest da herzel ouzh daremoug ar mennozioù hag ar c’hantaezadoù divlizus : “An hevelebiñ ergorelaus, oc’h arzerc’hel hevelepted pep ergorenn-dezevout, a rank skoilhañ an hevelebiñ kembloc’hek.”
Merkomp ne c’haller ket diren an diforc’h etre an daou vod-se a “hevelepted” d’ar gevenebiezh klasel etre kantaezelezh ha poellelezh, pe zoken etre kemezañ kantaezel ha kemezañ poellel. Die Traumdeutung a lak anat, a-enep an holl rakvarnioù “skiantel”, ez eo savelennoù an hunvre ur mod kentañ eus arc’hwelerezh ar c’hemezañ.
les contradictions entre l’idée délirante primaire et le fonctionnement logique de la pensée, an dislavaroù etre ar mennoz ambreek kentael hag arc’hwelerezh kantpoell an dezevout (sl. ALTÉRATION DU MOI) ; le rêve n’apparaît plus comme un récit en images mais comme une organisation de pensées, ne anad mui an hunvre evel un danevell skeudennaouek hogen evel ur frammad dezevoù (sl. CONTENU LATENT) ; identité de pensée, hevelepted-dezevout (sl. IDENTITÉ DE PERCEPTION — IDENTITÉ DE PENSÉE) ; dans le processus secondaire, l’identité recherchée est celle des pensées entre elles, en argerzh eilvedel, an hevelepted klasket zo hini an dezevoù kenetrezo (sl. IDENTITÉ DE PERCEPTION — IDENTITÉ DE PENSÉE) ; l’activité de pensée compliquée qui se déploie de l’image mnésique à l’établissement de l’identité de perception, an oberiezh-dezevout luziet o vont eus ar gounderc’hadenn betek saveladur an hevelepted-verzout (sl. IDENTITÉ DE PERCEPTION — IDENTITÉ DE PENSÉE) ; la prépondérance donnée à la pensée abstraite, al lañs roet d’an dezevout difetis (sl. INTELLECTUALISATION) ; l’opposition entre “pensée intuitive” et “pensée discursive”, ar gevenebiezh etre “dezevout nadel” ha “dezevout aregel” (sl. INTELLECTUALISATION) ; les pauses dans le cours de la pensée, ar paouezennoù e dibun an dezevout (sl. ISOLATION) ; un hiatus dans la succession temporelle des pensées et des actes, un torr e kemaladur an dezevoù hag an oberoù (sl. ISOLATION) ; la notion d’isolation est présente dans la pensée de Freud dès ses premières réflexions sur l’activité défensive, keal ar goubarañ zo bezant e meiz Freud ken abred hag e brederiadennoù kentañ war an oberiezh-difenn (sl. ISOLATION) ; la remémoration parlée et pensée, ar c’hounaat e-ser komz ha dezevout (sl. MÉCANISMES DE DÉGAGEMENT) ; un mode de pensée que caractérisent la rumination mentale […], un dezeverezh merket gant an daskiriadur soñjoù […] (sl. NÉVROSE OBSESSIONNELLE) ; l’inhibition de la pensée et de l’action, heudadur an dezevout hag an ober (sl. NÉVROSE OBSESSIONNELLE) ; les oppositions fondamentales de la pensée freudienne, kevenebiezhoù-diazez ar preder freudek (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) ; les fonctions classiquement désignées en psychologie comme pensée vigile, […], an arc’hwelioù arouezet gant ar vredoniezh klasel evel dezevout amhun (sl. PROCESSUS PRIMAIRE, PROCESSUS SECONDAIRE) ; l’absence d’une théorie cohérente de la sublimation reste une des lacunes de la pensée psychanalytique, e chom an diouer a arlakadenn gempoell eus an treüc’hañ unan eus mankoù ar meiz bredelfennadel (sl. SUBLIMATION) ; la production des pensées du rêve, dedaol dezevoù an hunvre (sl. TRAVAIL DU RÊVE).
Anadenn vredel (dezevoù, mouezhioù, trezerc'hioù) buhezet gant ar gouziviad evel pa vije devoudet gant un oberiezh estren dezhañ, o tont eus an amgen, gourlakaet dezhañ (sl. automatisme mental, syndrome de Clérambault ).