Elfenn-diazez eus ar revelezh venev. C’hoarvezout a ra d’ar plac’h vihan gourvennañ ar c’halc’h diwar ma tizolo ar c’hemm korfadurezh etre an div rev. E-doug an Edip e wisk ar gourvenn d’ar c’halc’h div furm deveret : ar c’hoant da gaout ur c’halc’h en he diabarzh (e stumm ar c’hoant da gaout ur bugel pergen) ; ar c’hoant d’en em vlisa eus ar c’halc’h er gediadenn. Gant furmoù kleñvedel pe treüc’hadel e c’hell ivez disoc’h ar gourvenn d’ar c’halc’h.
“Ar c’hoant oc’h ober d’ar plac’h vihan treiñ ouzh he zad zo moarvat en orin ar c’hoant d’ar c’halc’h bet dinac’het outi gant he mamm hag he deus spi da gaout pelloc’h digant he zad. Koulskoude n’emañ diazezet ar saviad benevel nemet pa lez ar c’hoant d’ar c’halc’h al lec’h gant ar c’hoant d’ar bugel ha pa zeu ar bugel, hervez ar gevatalded argelel kozh, da gemer lec’h ar c’halc’h.”
∆ Merkañ savadur ar renadennoù goude gourvenn : ar plac’h vihan he deus gourvenn d’ar c’halc’h, gourvennañ a ra ar c’halc’h ; war un dro he deus gourvenn ouzh piaouer ar c’halc’h.
Skleroz kozhiadel argreskus eus gweuz ar veskenn, kevret gant isteñv hag a-wechoù leukoderma glaourgenn ar vezenn, isvoll gwask diavaez ar c'han troazh, korrwazhiedusvoll, o tedreiñ d'un amgul trebadek hag andireadus.
Organ gourevel an dezioulañ, an derodiñ hag an embarañ, loet a-us ar gousac'h ha dirak juntad ar c'haezour, ouzh e ober ar c'han troazh, ar c'horfoù sonnidik (keviaouek ha spoueek) hag ar vezenn, parzh pellek anezhañ, en he c'hern gwask diavaez ar c'han troazh o reiñ hent d'an troazh ha d'ar sper ; en dro d'ar c'halc'h ur c'holoenn groc'hen heloc'h, ar feur (Gl. fourreau), a anver beskenn ar rann anezhi o c'holeiñ ar vezenn (sl. copulation, corps caverneux, corps spongieux, éjaculation, érectile, gland, méat, miction, prépuce, scrotum, symphyse pubienne, urètre).
chez la fille, l’absence du pénis est ressentie comme un préjudice subi qu’elle cherche à nier, compenser ou réparer, gant ar plac’h e vez kantaezet ezvezañs ar c’halc’h evel ur c’haouadenn a glask-hi dinac’h, kempouezañ pe digoll (sl. COMPLEXE DE CASTRATION) ; l’absence de pénis chez la femme, ezvezañs ar c’halc’h gant ar vaouez (sl. DÉNI) ; l’envie de jouir du pénis dans le coït, ar c’hoant d’en em vlisa eus ar c’halc’h er gediadenn (sl. ENVIE DU PÉNIS) ; l’espoir de devenir grand, exprimé dès le début avec l’idée que son pénis, “enraciné”, grandirait, ar spi da zont bras eztaolet gantañ diwar ar penn-kentañ dre ar mennoz e kreskfe e bidenn ur wech “gwriziennet” (sl. JUGEMENT DE CONDAMNATION) ; l’emploi de ce terme souligne le rôle joué par le pénis dans la symbolique intra- et intersubjective, ez arverer an termen da bouezekaat ar roll c’hoariet gant ar c’halc’h en argeladurezh en- hag etregouzrec’hel (sl. PHALLUS).