Livegad gell, direoliek, kemparzhek, o nodiñ en dro d'ar podoù lagad, war an tal hag an daouividig a-bell diouzh ar brigenn, azonus da anaezioù diseurt (amwad grevus, strafuilhoù ganadel), e dianlen an diounit estroprogestativoù kevret gant ardizhad an heol, met dreist holl e dalc'h ar vrazezded (gweenn ar vrazezded, Gl. masque de la grossesse, Sz. mask of pregnancy).
Pukennigoù poentek e-barzh ar c'hroc'hen o c'holeiñ un tachad gouliñv, deun pep poent o vezañ igorenn ur wagrenn c'hwezpar, neuz a stader pergen da geñver kankr ar vronn, pa vez stanket limfforzhioù ar c'hroc'hen gant kelligoù kankrek.
Plakennoù kroc'hen ardev, roufennek, o sezañ boas er rannbarzh dargreiz-kroazell, dezverkus d'an epiloia (sl. sclérose tubéreuse du cerveau).
Organ lienennek tev, bouk, gwevn, dastennek hag anhedreuz o c'holeiñ ar c'horf, kevarall e livrezh hervez an dud ha lec'hioù ar c'horf, ouzh e ober daou welead gorre, an ezkroc'hen pe epiderm (TA epidermis, sl. épiderme), war an donenn pe derm (TA corium, dermis, Gl. derme, sl. chorion), hag ur gwelead don, ar c'houdonenn (TA tela subcutanea, sl. hypoderme), enni ar golc'hedan behin (TA panniculus adiposus, sl. pannicule adipeux) ; lodek er c'hroc'hen emañ gwagrennoù ar soav, ar gwagrennoù c'hwezpar, ar c'horfigoù stekiñ hag ar faner (blev, ivinoù, dent, h.a., sl. phanère).