Preder
anatomie pathologique, anatomopathologieanatomopathologykleñvedouriezh b. neuziadurel, neuzkleñvedouriezh b., naouedouriezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

Studi arvezioù neuziadurel ar c'hleñvedoù, eleze an daskemmoù devoudet er gwiadoù hag en organoù gant an argerzhioù kleñvedel ; ent klasel edo div hentenn imbourc'h, korrselladel ha meurselladel e kerz an neuzkleñvedouriezh ; aznevezet eo bet gant ar gelligouriezh, ar c'horrgreskerezh elektronek, tiñverezh ar gwiadoù, ar wiadkimiezh, ar wiadenzimouriezh, an hangaeouriezh, an izotopoù skinoberiek.

cataracte pathologiquecomplicated cataractferennlug diangleñved, ferennlug rouestladek ― Geriadur ar vezekniezh

Ferennlug e dianlen ur c'hleñved lagad, peurliesañ ur gwazhiedsaefo henek pe adfeilhus.

pathologiquekleñvedek ― Gervaoù skiant
pathologiquepathological1 kleñvedek aa. 2 kleñvedel aa. ― Geriadur ar vezekniezh

1 Gant doare ur c'hleñved, ezreol, sk. : un amgren kleñvedek eo an arur. 2 A-zave d'ar c'hleñved, sk. : studi an anadennoù kleñvedel.

PATHOLOGIQUE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

le moi utilise alors le refoulement, mode de “défense pathologique”, ar me neuze a ra gant an arvoustrañ, mod “difenn kleñvedel” (sl. APRÈS-COUP) ; une organisation pathologique de la personnalité, ur frammadur kleñvedek eus ar bersonelezh (sl. NÉVROSE DE CARACTÈRE) ; méconnaissance de l’aspect pathologique du trait de caractère, an dianaout eus kleñvedegezh an tres neuzid (sl. NÉVROSE DE CARACTÈRE) ; Freud a montré la gradation existant entre le deuil normal et les deuils pathologiques, Freud a ziskouezas an derezioù a zo etre ar c’hañv reol hag ar c’hañvoù kleñvedel (sl. TRAVAIL DU DEUIL).

Dav eo diforc’hañ :

I “Studi ar c’hleñvedoù”. Gl. pathologie. Al. Pathologie. Sz. clinical pathology. Br. kleñvedouriezh.

II a) “O tennañ d’ar c’hleñved, diouzh an erdal”. Gl. pathologique, morbide. Sz. morbid, pathological. Br. kleñvedel.

b) “O tennañ d’ar c’hleñved, diouzh an ental”. Gl. pathologique, morbide. Sz. morbid, diseased, ill. Br. kleñvedek.

c) “O tennañ da studi ar c’hleñvedoù”. Gl. pathologique. Al. pathologisch. Sz. pathological. Br. kleñvedouriezhel.

physiologie pathologique, physiopathologie, pathophysiologiephysiopathology, pathophysiologiebevedouriezh b. kleñvedel, klañvvevedouriezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

Studi arc'hwelioù ar bevedeg pe arc'hwelerezh un organ pa vezont darallet gant ar c'hleñved.

NOTENN : Kemm erdal ez eus etre an termenoù gallek ha saoznek : talvout a ra Sz.  p. evit an holl vevedegoù, ken yac'h, ken klañv, tra ma pled Gl.  p. gant an arc'hwelioù reol nemetken ; alese arver Gl.  physiologique gant ar ster "bonan" hag ar gourzheb a zo gant ar c'herienn Gl.  physiologie pathologique.

voyage pathologiquepathological travelbeaj b. kleñvedel ― Geriadur ar vezekniezh

Dilec'hiadur graet dindan wered ur bredkleñved, en ur stad amheoliek pe trezerc'hadel, pe diwar ul lusked paranoiak.