Studi ar c'hleñvedoù ; termen arveret gant un hogozenn evit aroueziñ rannoù an diskiblezh : k. analadel (Gl. p. respiratoire), k. vicherel (Gl. p. profes-sionnelle), h.a. (sl. anatomie pathologique, anatomopathologie).
NOTENN : Ankewer eo arver Gl. pathologie gant ar ster "kleñved". Kewer eo avat arver Gl. pathologie e-lec'h anatomopathologie (sl. pathologie).
Studi keverata an anadennoù kleñvedel etre ar spesadoù loened ; diskiblezh o studiañ ivez ar c'hleñvedoù treuzkaset etre an den hag al loened.
Rann a 'r gleñvedouriezh o studiañ ar c'hleñvedoù pe an anafoù a) o sezañ e gorre ar c'horf, b) o rekizañ an arver eus ar surjianerezh.
Rann a 'r gleñvedouriezh o studiañ an elfennoù boutin etre an holl gleñvedoù (arbennoù, anafoù, azonoù) ha n'eo ket e stern kleñvedoù dibarek.
Rann a 'r gleñvedouriezh o studiañ ar c'hleñvedoù o sezañ e diabarzh ar c'horf pe ez a outo ar yac'hadouriezh dre araezioù mezegel (ha n'eo ket surjianel) (sl. médecine interne).
NOTENN : Boas eo an embregourion hag an aozerion da arverañ Br. mezeg el, Gl. médical, Sz. medical ken a-zave da “arz da brederiañ ar c'hleñvedoù”, ken a-gevenep da Br. surjianel, Gl. chirurgical, Sz. surjical.
Teskad ar c'hleñvedoù diwar hadennoù kleñvedus pe arvevaded enkoret dre zarvoud diwar-bouez strinkelloù pe nadozioù dishadennet fall.