Termen gresianek amprestet en 19t kantved gant e ster orin “diboellegezh, follezh", bet spisaet ha strishaet e erdal bep ma tiorree ar vredvezekniezh : abaoe deroù an 20t kantved e reer p. eus an ambrenoù reizhiadek divrall hep disleberadur eus ar meiz ; hiziv ez arverer kentoc'h paranoiak da aroueziñ, evel adanv, ur psikoz dibarek, evel pennanv, ar gouziviad anezhañ (sl. para-noïaque : psychose ∼ ).
Ambren o tizhout tud kizidik, anargadus, hec'hloaz, techet d'ar gouvid, hag int lorc'hek, ganto skiant lemm an divezouriezh, hag o tiabarzhiñ laurus darempredoù ar pemdez buhezet evel c'hwitadennoù hag annoazhadoù.
lorsqu’il introduit ultérieurement l’hypocondrie, il la fait correspondre aux paraphrénies ou psychonévroses narcissiques (schizophrénie et paranoïa), diwezhatoc’h, pa zegasas an hipokondriezh, e roas dezhi da geveleb ar parafreniezhoù pe psikoneurozioù narkisek (skizofreniezh ha paranoia) (sl. NÉVROSE ACTUELLE) ; paranoïa (où sont incluses les affections délirantes) et schizophrénie, paranoia (en e stern an anaezioù ambreel) ha skizofreniezh (sl. PSYCHOSE).
Psikoz henek, da zezverkoù dezhañ un ambren reizhiadek, dreistpouez an desteriañ, an ezvezañs a zisleberadur eus ar meiz, a emdroadur etrezek an duzumidigezh. En erdal ar paranoia e renk Freud an ambren heskinadur, ar serc’hvreadezh, an ambren warizi hag ar veurvreadezh.
Ent vredelfennadel, e vez termenet ar paranoia evel difenn ouzh an heñvelreviadezh.
∆ Deveradoù paranoia g.ls. :-où zo : paranoiak aa. & g.ls. :-ed (un den paranoiak, ur paranoiak) ; paranoiakel aa. (ar psikoz paranoiakel).