Leiadur pe steuziadur ar poulz e-doug an enanalañ don. Arsellet e vez an anadenn-se e degouezh a amgalonennfo strishaus.
Fiñv damougek a-c'hin d'an hini dec'hanet boas gant kiziata ur stirenn. E-se, en ilin, kiziata stirenn kigenn drifennek ar vrec'h a zevoud plegad an arvrec'h e-lec'h an astennad anezhi ; er glin, kiziata stagell ar padelleg a zevoud plegad ar c'har e-lec'h an astennad anezhi. Un arouez a isdamoug pe a andamoug e ve.
uheladur diac'hinek ar valvenn en tu seizet pa vez goulennet ouzh ar gouziviad, e seizi hollel an dremm, da c'houzizañ e sell ha goude da serriñ kreñv e zaoulagad.