Preder
paginationpagingpajennañ ― Geriadur ar stlenneg

Reizhiad ardeiñ an eskemmoù etre daou live memor, an eil, galloudel, oc'h enderc'hel an egor stlenn ennegadus (advemor), egile, revoudel, ennegadus rag-eeun (pennvemor).

Isrannet emañ an daou live etre pajennoù keit, ar bajenn o vezañ an unanenn eskemm etre an daou live memor. Reizhiad ar pajennañ zo en he c'herz an araezioù periantel ha meziantel evit ren an treuzfurmiñ ennegoù rekis (tremen eus an enneg galloudel anav d'an enneg revoudel) ha, diouzh an tu all, an disloañ pajennoù pa vez goulennet ur bajenn nevez un wech leun ar bennvemor.

pagination ― Geriadur ar stlenneg
  • les moyens techniques couramment utilisés pour réaliser un système de mémoire virtuelle transparent au programmeur sont la ― et la segmentation automatique an araezioù kalvezel arveret peurvuiañ da aozañ ur reizhiad memor c'halloudel boull d'ar goulever zo ar pajennañ hag ar c'hrennennañ emgefreek [mémoire virtuelle]
  • système de ― reizhiad pajennañ [pagination] [topographie mémoire &]
paginationpajennadur g. ― Geriadur an armerzh