Kavenn anreol furmet dindan blein traoñ ar vi diwar un disfaout lec'hiek etre amnion ha korion, enni liñvenn amnionel.
Ijinenn o ren niñvadurioù niveroniel eeun pe gemplezh. Ouzh he ober un amred kevanek - an unvez niveroniel ha mezoniel - hag un nebeut amredoù memor, ur c'hlavier stokelloù evit enankañ ar sifroù hag an niñvadurioù da ren, ur skramm da wereañ an disoc'hoù hag ur porzher gremm, ez eo ar riñverez c'hodell barrek da gefleuniañ ar pevar jedadur, riñvadur al logaritmoù, an argemmvac'hañ, h.a.
En amiegouriezh, anvad a lakaer war ar balir graet e-barzh ar gouin gant lienennoù ar vi, pa vez frankaet gouzoug ar grozh.
Bogod kavenn rizhellel ar genoù a zisoc'h gant tolbezenn araok ar c'hougorfenn.
Furmadurioù kistek diorreet diwar-goust aspadennoù godell Rathke a c'hell amwaskañ al luniadoù ebarzh- hag us-dibr.
Vi poazhet hep klorenn en ul liñvenn verv, ken ma vo ar melen bolc'het er gwenn. Peurliesañ ez arverer dour gant gwinegr : lakaat daou litr dour hep holen da virviñ hag ouzhpennañ 1 dl gwinegr gwenn. Terriñ ar vioù e pep a skudell hag o riklañ goustadik en dour o rollvirviñ. O lezel da boazhañ e-pad 3 min en dour o c'houvirviñ ha n'eo ket o postal. Ar gwenn a zle bezañ kaouledet a-walc'h evit bolc'hañ ar melen evel en ur god. O lezel da zizourañ hag o feuzañ en ul lestr ennañ dour yen, ha goude o farañ dre ezvevennañ an neudennoùigoù en-dro dezho (Sl. gouvirviñ, ledvirviñ).