Elfenn gimiek niver tolz 16, niverenn atom 8 (8 elektronenn en dro da zerc'han an atomenn), arouez O, dazgweredus kenan, en araez da gediañ gant hogos an holl elfennoù kimiek ; kedrann eo an elfenn oksigen er c'horfoù pur oksigen (pe, spisoc'h, dioksigen) (O₂) hag ozon (O3) ; aezhel en aozioù ordinal, ez eo an O₂ unan eus parzhiadoù pennañ an aer ha gantañ e vez ur roll a bouez en anadennoù oc'h amplegañ analerezh ar bevion.
Kementad uc'hek oksigen emañ ar gwad en araez da lenañ, ent reol 20,5 mL O2 evit 100 mL gwad ; lenet e vez hogos an holl ouzh an hemoglobin, ul lodenn vihan (0,36 mL) o vezañ dileizhet er plasma.
Keñver an diforc'h talmerel-gwazhiennel ouzh ar gwadvec'h oksigen × 100; ent reol e vez an diforc'h par da 0,05 mL, ar gwadvec'h par da 0,19 mL hag ar gwezhiader par da (0,05/0,19) 100; ent reol e vez an diforc'h par da 0,05 mL, ar gwadvec'h par da 0,19 mL hag ar gwezhiader par da (0,05/0,19) × 100 = 26 % ; pa dreuz ar gwad un organ dezalc'hidik ouzh an oksigen, pa sav enta a-us da 0,05 mL an diforc'h talmerel-gwazhiennel, e vez muiaet ar gwezhiader ; ar muzul eo eus an erlamad oksigen gant ar gwiadoù eroueriet. 100 = 26 % ; pa dreuz ar gwad un organ dezalc'hidik ouzh an oksigen, pa sav enta a-us da 0,05 mL an diforc'h talmerel-gwazhiennel, e vez muiaet ar gwezhiader ; ar muzul eo eus an erlamad oksigen gant ar gwiadoù eroueriet.
Feur O₂ lenet ouzh ar gwad, ent reol 19 mL dre 100 mL gwad talmerel, etre 13 ha 14 mL dre 100 mL gwad gwazhiennel.
Feur O₂, dewerzhet e rezh mililitroù dre vunud, desunet gant ar gwad oc'h amredañ e korrwazhied al logigoù skevent (ec'hongas oksigen, arouez Vo₂) ha bevezet er gwiadoù (arouez Qo₂), ent reol par da 250.
Ent reol e vez kempouez etre enankañ analadel an oksigen hag ar bevezadur anezhañ gant ar bevedeg ; anv a reer eus digempouez, da geñver ar strivoù da skouer, pa zarvez d'an ezhomm oksigen kreskiñ buanoc'h eget an enankañ ; gant ar paouez e teu ar c'hempouez en-dro buan pe buanoc'h ha “dastalet e vez an dle”.
Ent reol e vez an diforc'h gwadvec'h oksigen etre an talmerennoù hag ar gwazhiennoù 0,19 mL - 0,14 mL = 0,05 mL evit 1 mL gwad ; rezhiennañ a ra ar c'hementad oksigen degaset gant ar gwad d'ar gwiadoù ; 0,14 mL = 0,05 mL evit 1 mL gwad ; rezhiennañ a ra ar c'hementad oksigen degaset gant ar gwad d'ar gwiadoù ; ec'hongas an oksigen (Gl. débit d'oxygène) zo par d'an diforc'h talmerel-gwazhiennel liesaet dre ec'hongas ar galon : 0,05 × 5 000 mL = 250 mL/min.