Preder
coefficient osmotique, coefficient de Van't Hoffosmose coefficientgwezhiader treleizhiñ, gwezhiader grenn ― Geriadur ar vezekniezh

Gwezhiader a ebarzher e jederezh derc'hek ar grenn evit derc'hel kont eus gwerc'hegezh dileizhennoù 'zo.

diurèse osmotiqueosmotic diuresistroazhusvorc'h  g. grennel ― Geriadur ar vezekniezh

Muiaat an ec'honad troazh diwar usgrenn plasma ar gwad : gant usgrenn an troazh e-barzh pibell nezek al lounezh e tigresk dassug an dour hag e kresk an degorzh anezhañ ; alese e tisoc'h un troazhvorc'hañ dourek, isvec'hiek a natriom hag a glor ; azoniad a stader er c'hleñvedoù o tevoudañ usgrenn ar plasma, da skouer en diabet gant usvec'h glukoz er gwad hag en troazh, usvec'h urea er gwad, a c'haller dec'han ivez dre ziounit glukoz, urea, mannitol (sl.  coma diabétique hyperosmolaire).

diurèse osmotique : épreuve de la ∼ ◊ ◊ prouad an troazhusvorc'hañ ― Geriadur ar vezekniezh

Studi degorzh an dour dindan wered an troazhusvorc'herioù grennel.

hypertonie osmotique du plasma : syndrome d'∼excessive osmotic pressure of blood plasmaazoniad usgrenn ar plasma ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad azonoù diwar uheladur grenn ar plasma hag an dourisvec'h kelligel dianlenat : itik, sec'hded glaourgenn ar genoù, koll pouez, asikted, morgud, trec'hwezh, terzhienn skañv, troazhisvorc'h, gwadusvec'h urea ; azoniad devoudet gant uheladur feur kevionennoù ar plasma (natriom) dre adavadur dour : lounezhel (diabet heuz, troazhusvorc'h grennel diabeteion 'zo, h.a.), koazhadel (c'hweladurioù, suc'hadurioù stomok, darc'hoalioù), kroc'henel (c'hwezennoù), analadel (briantenbenañ), pe dre ziouer an enankadoù dour ; en ervez da zisoc'h gant ur c'homa uc'hosmoler ; strafuilhoù o kizañ da heul an diounit dileizhennoù isgrennek kevret gant an hanren hep holen.

hypotonie (osmotique)(osmotic) hypotoniaisgrenn g. ― Geriadur ar vezekniezh

Stad ul liñvenn a zo ganti ur grenn (Gl.  pression osmotique) izeloc'h eget grenn ul liñvenn all a-ziastok ganti.

hypotonie osmotique du plasma : syndrome d'∼syndrome of osmotic hypotonia of the plasmaazoniad isgrenn ar plasma ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad azonoù diwar izeladur grenn ar plasma ha, da heul, an dourusvec'h kelligel o tarvezout e stadoù isvec'h ar c'hevionennoù plasmatek (natriom pergen), azoniad dec'hanet gant koll an holen (c'hweladoù, darc'hoal, skorted uslounezhel lemm) pe gant azdalc'h lounezhel an dour (skorted al lounezhi pe ar galon) ; anv a reer neuze eus azoniad pistriadur dre an dour, naouus dre an anilboued, an doñjer ouzh an dour, glebder glaourgenn ar genoù, ar c'hweladoù, an troazhisvorc'h, ar gwadisvec'h natriom ha klor, ar gwadusvec'h urea, an asikted, ar glazoù, ar c'hlopennad, ar goabrennegezh, ar glizi hag ar c'homa a-wechoù  ; d'e brederiañ ez argrenner an euvriñ dour ha, diouzh ret, e tiounezer holen.

néphropathie osmotique, néphrose osmotiqueosmotic nephrosislounezhad usgrennel ― Geriadur ar vezekniezh

Darallad al lounezh da heul trefennadoù dileizhennoù usgrennek sakaroz, glukoz, mannitol, dekstran 40, aozadoù dargemm evit an troazhluniñ, graet da c'houziviaded an diabet, ar poreadoù troazhadel, ar falladurioù avu pe lounezh ; naouus ent neuziadurel dre goeñvadur kelligoù ar pibelloù nezek, ent klinikel dre skorted lemm al lounezh gant troazhhesk a-wechoù marvus.

osmotiqueosmotek ― Geriadur ar fizik
  • pression osmotique gwask osmotek
osmotique : pression ∼ efficace du plasma ◊ ◊ grenn gwerc'hek ar plasma ― Geriadur ar vezekniezh

Grenn kevionennoù ar plasma, o perzhiañ en eskemmoù dour etre ar gennadoù en- hag ezkelligel ; an diforc'h eo etre ar grenn hollel (eus 308 da 310 mOsm/l) ha grenn an urea hag ar glukoz ; ent reol, emañ g.g.a.p. etre 292 ha 308 mOsm/l (sl.  comprimé, oncotique : pression ).

pression osmotiquegrenn g. -où ― Geriadur ar fizik
  • coefficient osmotique gwezhiader grenn
pression osmotiquegrenn ― Gerva an drevoniezh
pression osmotiqueosmotic pressuregwask g. treleizhiñ, grenn g. ― Geriadur ar vezekniezh

(sl. osmose hag osmotique : pression ).