Preder
événement originaireoriginary event (Nishida)darvoud andoniek ― Gerva an brederouriezh
identité originaireoriginative identity (Jonas)treünded andoniek ― Gerva an brederouriezh
originaire ― Geriadur an armerzh
  • adjectif genidik (a)
  • masculin genidig g. -ion
  • association d'originaire kevarzhe gengenidion.
originaireandoniek ― Gerva an brederouriezh
ORIGINAIRE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

type d’expérience originaire postulée par Freud, rizh buhezad kentek arlakaet gant Freud (sl. EXPÉRIENCE DE SATISFACTION) ; vie intra-utérine, scène originaire, castration, séduction, buhez enkrozhat, kentsenenn, spazhadur, filenadur (sl. FANTASMES ORIGINAIRES) ; fantasmes originaires, kenteriunelloù (sl. FANTASMES ORIGINAIRES) ; ce refoulement originaire conditionne le refoulement au sens étroit, seurt kentarvoustrañ zo un amplegad d’an arvoustrañ ent strizh (sl. FIXATION) ; la forme la plus originaire du lien affectif à un objet, ar furm andoniekañ eus al liamm kantaezel ouzh un ergerc’henn (sl. IDENTIFICATION PRIMAIRE) ; le moi-plaisir originaire veut s’introjecter tout le bon et rejeter de soi tout le mauvais, ar me-bliz kezivik a venn gougantañ kement zo mat hag ezkantañ kement zo fall (sl. INTROJECTION) ; refoulement originaire, kentarvoustrañ (sl. REFOULEMENT ORIGINAIRE) ; avec l’introduction de la pulsion de mort en 1920, Freud postule l’existence d’un masochisme primaire ou originaire, goude degasadenn al luzad a varv e 1920, ez arlaka Freud bezañs ur vazoc’hegezh kentael pe kezivik (sl. SADISME — MASOCHISME, SADO-MASOCHISME) ; scène originaire (scène primitive), kentsenenn (sl. SCÈNE ORIGINAIRE) ; pulsions originaires, luzadoù kezivik (sl. THANATOS).

Kavout a reomp amañ un teskad kemeradurioù na vezont ket bepred disheñvelet mat gant an aozerion. An hini pouezusañ evit a sell ar vredoniezh zo eztaolet gant an Al. Ur- en e ster freudek (Urphantasie, Gl. fantasme originaire, Sz. primal phantasy, Urszene, Gl. scène originaire, scène primitive, Sz. primal scene) “deuet da gentañ + desavelus e-keñver ar pezh a zeu da heul hag evit ar bred e-unan” ; evit ar c’hemeradur arbennik-mañ e reomp gant kent-, kentek. Evit kemeradurioù nes na wiskont ket dre ret ar ster freudek, e reomp gant andoniek, kezivik (hemañ gant ar c’hennotadur eus derou hoali ar gouzrec’h). Sl. ORIGINEL, PRIMAIRE, PRIMITIF, PRIMORDIAL, PRINCEPS.

Refoulement originaire.Urverdrängung.primal repression.kentarvoustrañ. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Argerzh goulakadel deskrivet gant Freud evel lankad kentañ an arvoustrañ. Da wered dezhañ emañ ar furmadur eus un teskad derc’hadoù diemouez oc’h ober ar “c’hentarvoustred”. Ar c’hraonelloù diemouez amparet e-giz-se a gendaol da c’houde d’an arvoustrañ ent strizh dre zedennañ an endalc’hedoù diskaset gant an ensavioù diauc’h.

Arlakaet e vez keñverioù strizh etre kentarvoustrañ ha glenañ. “Lec’h zo dimp enta da zarbenn ar c’hentarvoustrañ, ul lankad kentañ eus an arvoustrañ a zo anezhañ an nac’h sammañ en emouez leuriad derc’hadel al luzad. E-se e c’hoarvez ur glenadur ; diwar eno e trebad ent digemm al leuriad derc’hadel hag al luzad a chom stag outañ.”

Mard emañ ar c’hentarvoustrañ en orin ar furmadurioù diemouez kentañ, ne c’haller ket displegañ e wikefre dre un annodiñ a-berzh an diemouez, nag ivez dre un diannodiñ diouzh ar reizhiad ragemouez-emouez, hogen dre ur gourzhannodiñ hepken. Ar gourzhannodiñ e-unan avat a chom hep displegadur.

Scène originaire, scène primitive.Urszene.primal scene.kentsenenn. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Senenn ar gediadenn revel etre ar gerent, arsellet pe dianreet diwar arverkoù hag eriunellet gant ar bugel. Deveizet e vez peurliesañ evel un taol feulster a-berzh an tad.

Pleustr ar bredelfennerezh a zegasas Freud da reiñ pouez bras-ouzh-bras d’ar senenn ma en em wel ar bugel oc’h arvestiñ ouzh embaradenn e gerent : anezhi “un elfenn a vank ral a wech e teñzor an eriunelloù diemouez gant an holl neurozeion”.

Intentet e vez gant ar bugel ar gediadenn evel un argad a-berzh an tad e-ser un darempred sadomazoc’hek ; devoudañ a ra ur broud revel er bugel en ur bourchas ur skor da enkrez ar spazhadur ; deveizet eo e stern un arlakadenn revel bugel evel kediadenn dre ar fraezh.

Ar gudenn arzaelet gant Freud ha Jung e-kerz un hir a vreutadenn e voe houmañ : hag eñ zo ar gentsenenn an eñvor diwar un darvoud trael buhezet gant ar gouzrec’h pe un eriunell hep-mui ? Meno Freud a luskellas etre daou bar pellañ : pe trael e vez ar gentsenenn hag a-zianwerc’h eo e vez meizet gant ar bugel, pe ar frouezh eo da gileriunelloù (Zurückphantasieren), an draelezh o pourchas un nebeut arverkoù koulskoude (trouzoù, embaradenn loened). Pezh a fell da Freud arzerc’hel, a-enep Jung pergen, eo ar c’heal ez eo ar gentsenenn lodek e tremened — unandarzhel pe hildarzhel — an hinienn hag ez eus anezhi un darvoud, gwengelek marteze, hogen bezant a-raok nep eulad degaset a-zianwerc’h.

thèse originaire (Philo.)dodiñ andoniek ― Gerva an brederouriezh
unité originaire (Jonas)unded andoniek ― Gerva an brederouriezh