Kenurzhiadur keñverel al luzadoù darnel, doareet gant hol un tachad erogen hag ur mod spesadek a zarempred ouzh ergerc’henn. Diouzh savboent o c’henheuilh en amzer, e talvez frammadurioù al libido da dermenañ pazennoù emdroadur bredrevel ar bugelvezh.
Emdroet o deus mennozioù Freud a-zivout frammadur al libido. E-barzh Drei Abhandlungen zur Sexualtheorie (1905), e teskriv an oberiezhoù genaouel ha fraezhel a dra sur evel oberiezhoù revel, hogen hep ober anv a frammadur ; ne zeu ar bugel er-maez eus digenurzh al luzadoù darnel nemet ur wech diogelet hol an tachad ganadel, hemañ hepken o kaout brient da vezañ en araez da frammañ an arc’hwel revel. Paouez a ra al luzadoù revel a vezañ enerotek evit bukañ ouzh un ergerc’henn amgen, ha houmañ eo a ro tro d’o c’henurzhiañ. Anv ebet evit c’hoazh a frammadur rakganadel.
Hemañ ne voe dereet nemet e 1913 e-barzh Die Disposition zur Zwangsneurose. Prientet oa bet ar meizad-se gant saveladur an narkisegezh evel mod-frammañ ar revelezh o c’hoarvezout etre stad diframm al luzadoù (enerotegezh) ha prantad an debarzh ergerc’henn klok, an ergerc’henn o vezañ neuze ar me evel unvez. Gant studienn 1913 eo kemmet an diarsell : pennaenn kenurzhiadur al luzadoù n’emañ ket mui en ergerc’henn, hogen en dreistpouez kemeret e pep prantad gant un oberiezh revel ereet ouzh un tachad erogen savelet. E-se e teskriv da gentañ ar frammadur fraezhel (1913), neuze genaouel (1915), erfin kastrel (1923). Neoazh e talc’ho Freud da zervaat “ne vez tizhet ar frammadur leun nemet dre ar gaezouregezh da-geñver ar pevare pazenn, ar bazenn c’hanadel”.
Ensavadur etrevroadel a-zalc'h ouzh ar Riezoù Unanet, krouet e 1945, o sezañ e Genève, en e gefridi an argrafoù bonanvezel.
NOTENN* : Karezet e vez kellidsteuñv an ABY evit bezañ e dalc'h lazioù prevez, en o zouez kevredadoù bras an ijinerezh liael. (sl. ivez vaccin, pandémie ha covid-19.
les associations telles qu’elles s’enchaînent dans le discours correspondent à une organisation complexe de la mémoire, ar strollatadoù evel ma widennont er prezeg zo e dalc’h un urzhiatadur kemplezh eus ar c’hounerezh (sl. ASSOCIATION) ; il n’a pas d’organisation, par rapport au mode d’organisation du moi, n’eus ennañ framm ebet p’en keñverier gant mod frammadur ar me (sl. ÇA) ; ensemble organisé de représentations et de souvenirs, teskad frammet a zerc’hadoù hag a eñvoradoù (sl. COMPLEXE) ; une fois déchiffré, le rêve n’apparaît plus comme un récit en images mais comme une organisation de pensées, ur wech dazlennet, ne anad mui an hunvre evel un danevell skeudennaouek hogen evel ur frammad dezevoù (sl. CONTENU LATENT) ; structures typiques […] que la psychanalyse retrouve comme organisant la vie fantasmatique, luniadoù rizhek […] dizoloet gant ar bredelfennerezh evel framm an eriunellañ (sl. FANTASMES ORIGINAIRES) ; l’évolution du courant sensuel aboutit à l’organisation génitale, emdroadur ar redenn vlizoni a zisoc’h gant ar frammadur ganadel (sl. GÉNITAL) ; Freud a pu rattacher à une même organisation de la personnalité des tableaux cliniques variés, en deus gallet Freud destagañ ouzh un hevelep frammadur eus ar bersonelezh taolennoù klinikel disheñvel (sl. HYSTÉRIE) ; Freud employa successivement des termes différents pour désigner les substructures de l’appareil psychique : Organisation (organisation), Freud a arveras lerc’h-ouzh-lerc’h termenoù diseurt da aroueziñ isadeiladoù ar benvegad bred : Organisation (framm) (sl. INSTANCE) ; l’individu ne réussissait dans le passé qu’à refouler la pulsion gênante parce qu’il était lui-même faible et imparfaitement organisé, en tremened ne oa gouest an hinienn nemet da arvoustrañ al luzad diaezus dre ma oa neuze e-unan gwan ha dibeurframmet (sl. JUGEMENT DE CONDAMNATION) ; une organisation pathologique de la personnalité, ur frammadur kleñvedek eus ar bersonelezh (sl. NÉVROSE DE CARACTÈRE) ; quand c’est le type de caractère qui révèle l’organisation pathologique du psychisme, pa’z eo rizh an neuzid a ro da anaout frammadur kleñvedek ar bred (sl. NÉVROSE DE CARACTÈRE) ; en mettant l’accent plutôt sur le mode d’organisation du désir et de la défense, dre gemer sol kentoc’h war vod-frammañ ar c’hoant hag an difenn (sl. NÉVROSE DE CARACTÈRE) ; une organisation évocatrice d’une structure prépsychotique, ur frammadur naouus d’ul luniadur rakpsikozel (sl. NÉVROSE DE CARACTÈRE) ; organisation de la libido, frammadur al libido (sl. ORGANISATION DE LA LIBIDO) ; celle-ci gardant le privilège d’être seule capable d’organiser la fonction génitale, hemañ hepken o kaout brient da vezañ en araez da frammañ an arc’hwel revel (sl. ORGANISATION DE LA LIBIDO) ; il n’est pas encore fait mention d’organisation prégénitale, anv ebet evit c’hoazh a frammadur rakganadel (sl. ORGANISATION DE LA LIBIDO) ; l’établissement du narcissisme comme mode d’organisation de la sexualité qu’il intercale entre l’état inorganisé des pulsions […] et le plein choix d’objet, saveladur an narkisegezh evel mod-frammañ ar revelezh o c’hoarvezout etre stad diframm al luzadoù […] ha prantad an debarzh ergerc’henn klok (sl. ORGANISATION DE LA LIBIDO) ; quand un accident vient mettre en danger l’organisation psychique du sujet, pa zeu un darvoud da lakaat en argoll frammadur bred ar gouzrec’h (sl. NÉVROSE TRAUMATIQUE) ; il cherche la caractéristique de la normalité dans l’organisation génitale de la personnalité, klask a ra dezverk ar reolded gant frammadur ganadel ar bersonelezh (sl. PERVERSION) ; l’organisation phallique, ar frammadur kastrel (sl. PHALLUS).
Pazenn eus an diorreadur bredrevel doareet gant frammadur al luzadoù darnel dindan hol an tachadoù ganadel ; div amzer zo ouzh he ober, etrezo an enkelvezh : ar prantad kastrel (pe frammadur ganadel bugel) hag ar frammadur ganadel ent strizh desezet da-geñver ar gaezouregezh.
Aozerion ’zo a vir an anvad frammadur ganadel d’an eil prantad-mañ, o lakaat ar prantad kastrel e-touez ar frammadurioù rakganadel.
Emdroadur mennozioù Freud en degasas da dostaat bepred muioc’h ar revelezh vugel d’ar revelezh oadour. Start eo chomet avat gantañ ar mennoz ez eo gant ar frammadur ganadel kaezoureg e teu al luzadoù darnel da unanaat hervez un urzhaz da vat, hag ar bliz en tachadoù erogen anganadel da vezañ “prientus” d’an oriadell. Pouezet en deus ivez war an devoud ez eo doareet ar frammadur ganadel bugel gant un disklot etre an darvennoù edipel hag an amziorreadur bevedel.