Preder
1 oeuf, ovule 2 oeuf, zygote 3 oeuf, conceptus1 egg 2 egg, zygote 3 egg, conceptus1 vi g., vigellig b. 2 vi, vi speriet 3 vi, bec'hiegad g. ― Geriadur ar vezekniezh

1 Vi gwerc'h. 2 Vi goude uniañ an daou gamet gourev ha benev (sl.  fécon-dation). 3 Endalc'had ar grozh vec'hiek (sl.  conceptus).

activation d'un oeuf, activation ovulaireovular activationblivaat ar vigellig ― Geriadur ar vezekniezh

Terriñ anniñv kennevidel ar vi gwerc'h dre araezioù fizikel pe gimiek evit ober dezhañ deraouiñ diorren kuit a speriadur.

dur (œuf)kaletpoazh ― Geriadur ar geginouriezh
écorce(s) ; pelure(s) ; coque(s) (œuf) ; cosse(s)plusk s. & g. -où ― Geriadur ar geginouriezh
  • Pommes de terre en robe des champs Avaloù douar en o flusk
jaune, blond ; jaune (œuf)melen aa. & g. ― Geriadur ar geginouriezh
  • Vin jaune Gwin melen
séparer, trier, clarifier (un œuf)dispartiañ ― Geriadur ar geginouriezh
  • Clarifier ou séparer un œuf, c'est séparer le jaune du blanc Dispartiañ ur vi, eleze dispartiañ ar melen diouzh ar gwenn.
  • Trier des pommes de terre Dispartiañ avaloù douar
œufvi g. -ioù ― Geriadur ar geginouriezh
œuf à la coquevi tanav, vi poazh tanav ― Geriadur ar geginouriezh

Vi poazhet en dour berv en e glorenn, buan a-walc'h evit ma chomfe ar melen tanav hag evit ma ve ar gwenn a-boan kaouledet.

œuf durvi kalet, vi poazh kalet, vi kaletpoazh ― Geriadur ar geginouriezh

Vi paredet en e glorenn betek ma vo ar gwenn hag ar melen peursonnet (Sl. parediñ, sonnañ).

œuf en cocottevi en toupin ― Geriadur ar geginouriezh

Vi torret en un toupinig pe en ur ramikin amanennet pe gwarniset gant ur prientad bennak a lakaer da boazhañ en dourgib e-pad 6 betek 8 min, pe er forn raktommet da 150 °C.

œuf filévi neudennet ― Geriadur ar geginouriezh

Vi bervet – gouvervet – e stumm neudennoù moan, arveret evit gwarnisañ ur yostenn, un iskell pe ur mignoc'h. Lakaat ur sil a-us d'ur gastelodennad dour berv ha diskenn e-barzh ar vioù baset en alumenn e doare ma kaouledo diouzhtu ar strilhennoù moan o tremen war c'horre an dour berv.

œuf fritvi fritet ― Geriadur ar geginouriezh

Vi diskennet en ur gibad fritañ pe en ur baelon enni un druzenn domm berv, eoul, amanenn, druz gwazi pe vloneg. Terriñ ar vioù e pep a skudell, lakaat an eoul da dommañ en ur baelon vihan ha lakaat pep vi da riklañ e-barzh. Lezel da fritañ e-doug un nebeut eilennoù ha, war-bouez ur spanell, gwiskañ ar melen gant ar gwenn. War-lerc'h 1 min o poazhañ, tennañ ar vi hag e darnañ war ul lienenn pe un tamm paper spluius. Temzañ gant holen fin.

œuf miroirvi melezour ― Geriadur ar geginouriezh

Vi war ar plad poazhet er forn e doare ma teu ur goc'henn dreuzwelus ha lintrus war ar melen ha war un dro ul liv laezhek war ar gwenn.

œuf molletvi krenn, vi poazh krenn ― Geriadur ar geginouriezh

Vi en e glorenn poazhet en dour berv, hiroc'h eget ur vi poazh tanav ha nebeutoc'h eget ur vi poazh kalet, ken ma vo fetis ar melen, met o chom liñvel a-walc'h. Lakaat ar vioù goustadik en dour berv. Adalek ar mare ma adkrog an dour da virviñ, lezel 6 min o poazhañ evel-se. Ar gwenn a zle bezañ kaouledet hag ar melen a zle chom eliek.

œuf pochévi bolc'het ― Geriadur ar geginouriezh

Vi poazhet hep klorenn en ul liñvenn verv, ken ma vo ar melen bolc'het er gwenn. Peurliesañ ez arverer dour gant gwinegr : lakaat daou litr dour hep holen da virviñ hag ouzhpennañ 1 dl gwinegr gwenn. Terriñ ar vioù e pep a skudell hag o riklañ goustadik en dour o rollvirviñ. O lezel da boazhañ e-pad 3 min en dour o c'houvirviñ ha n'eo ket o postal. Ar gwenn a zle bezañ kaouledet a-walc'h evit bolc'hañ ar melen evel en ur god. O lezel da zizourañ hag o feuzañ en ul lestr ennañ dour yen, ha goude o farañ dre ezvevennañ an neudennoùigoù en-dro dezho (Sl. gouvirviñ, ledvirviñ).

œuf poêlévi pilliget ― Geriadur ar geginouriezh

Vi poazhet war dan etre o lakaat ar billig da dreiñ e doare ma vo kaouledet ha melenaet un tammig ar gwenn, hep ma ve poazh ar melen.

œuf sur le platvi war ar plad ― Geriadur ar geginouriezh

Vi poazhet war dan gorrek en ur pladig hiniennel.