1 Degas an dent traoñ a-stok ouzh an dent krec'h. 2 Keñver etre daou zant pe daou stroll dent krec'h ha traoñ pa vez serret an div aven (sl. articulé dentaire, gnathologie, infraclusion, malocclusion).
Anvad genadel an holl darvoudoù lemm a-geñver gant un anforzh arc'hwelel (nervel, foel, migennevidel) pe dreloc'hel (steviadur pe dagelladur) eus oaled ar pervez (ken ar vouzellenn voan, ken ar c'holon), oc'h astaliñ razh ha padus trehentadur an oulennoù hag an aezhennoù (sl. iléus, invagination, volvulus).
Goleiñ ul lagad evit rediañ egile da “labourat” pa erc'hwilier ur bouc'hwel, un daouwel pe ur migenglot a 'l luc'hsaeoù (sl. amblyopie, correspondance rétinienne, diplopie).