Mod adeiladezh ma vez keweriet ergorennoù klok er vemor.
Areg treuzodet diwar an areg tarzh.
1 (Gramadeg, Prederouriezh) pezh a zo troet outañ un ober, sk. : klokaenn amkan, amkan un imbourc'h. 2 (Prederouriezh) pezh a vez merzhet, derc'hennet, dezevet a-gevenep d'an ober merzhout, derc'hennañ, dezevout. 3 (Bredelfennerezh) pezh a glask al luzad diraez drezañ e bal, sk. : ergerc'henn ar garantez, Gl. l'objet de l'amour.
NOTENN : Ur geriadur a 'r vezekniezh a rank tremen gant un alberz eus ster an termenoù deveret diwar Gl. objet. Hiroc'h a vo kavet e levrennoù ar steudad Lavar evit ar Brederouriezh, e GBLF §§ 823-828 evit ar Bredelfennerezh, e GRAMV evit ar C'hramadeg.
Ergorenn drael a gaver azas he derc'hennañ er jedoniezh diwar-bouez un teskad brevel.
Rizh ergerc’hennoù a zo buket outo al luzadoù darnel. Bez’ ez int parzhioù eus ar c’horf, trael pe eriunellel (bronn, kaoc’h, kalc’h), pe o c’hevatalioù argelel. Un den ivez a c’hell bezañ hevelebet ouzh un ergerc’henn darnel.
Ar vredelfennerion eus skol Melanie Klein eo o deus degaset an termen ha roet dezhañ ar pouez en deus hiziv. Koulskoude edo ar c’heal gant Freud endeo, da skouer pa save roll ar c’hevatalderioù etre ergerc’hennoù darnel (bugel = kalc’h = kaoc’h = arc’hant = prof). Melanie Klein a ziskouezas e vez ardaolet ent eriunellel d’an ergerc’henn darnel doareoù a zo re ur person (ergerc’henn heskinus, dizoanius, madelezhus, h.a.).
Termen degaset gant D.W. Winnicott da aroueziñ un draezenn dezhi un talvoud dibarek evit ar vagadell pe ar bugel bihan d’an ampoent ma van kousket pergen (da skouer korn ur pallenn, ur servietenn sunet gantañ). Arver an traoù a’r rizh-se zo, hervez an aozer, un anadenn reol o reiñ tro d’ar bugel da sevel un ardreuzad etre an darempred genaouel kentañ hag an darempred gwirion ouzh ergerc’henn.
• affection dont la cause a été objectivée anaez bet ergorelaet e arbenn • angle strabique objectif korn loakriñ ergorel • anomalie objectale miergerc'h • avoir pour objet (pulsionnel, affectif) ergerc'hañ • cacosmie objective louvc'henoù • désigner des objets intentionnels élémentaires comme les émotions, l'humeur, la sensation de vivre aroueziñ ambredadoù elfennel evel ar fromoù, an imor, ar santad bevañ • l'attachement de la libido à des objets extérieurs stagadur al libido ouzh ergerc'hennoù diavaez • l'image de l'objet situé à l'infini se forme en avant de la rétine kouezhañ a ra en araok d'al luc'hsae skeudenn un ergorenn loet en trafell • l'objectif du microscope amkanell ar c'horrgresker • le recours à des données subjectives exigé par le regard objectif an amoug a rekiz ar sell ergorel digant roadennoù dangorel • les objets tenus dans la main sont éprouvés comme moins lourds et moins volumineux an traezoù dalc'het en dorn a andaler evel skañvoc'h ha bihanoc'h • mettre en évidence, objectiver arwelaat • objectivable ergoreladus • objet contenant des substances radioactives dafarenn a zo enni danvezennoù skinoberiek • objet (pulsionnel, affectif) ergerc'henn • objet satisfai-sant ergerc'henn vozius • objet (matériel) traezenn • préparer en vue d'un objectif kempenn e sell d'un amkan • recherche de l'objet par approximations successives c'hwiliañ davit an ergorenn diwar-bouez arnesadoù • répétition involontaire et sans objet de gestes et de paroles arren andiarvenn ha diamkan jestroù ha komzoù • sphère de l'objet ergor.
An ergerc’henn, kendavead al luzad, eo ar pezh a glask ennañ ha drezañ al luzad diraez e bal, eleze kaout e walc’hadur. Bez’ e c’hell bezañ un den, ergerc’henn hollel, pe un ergerc’henn darnel, un ergerc’henn drael pe un ergerc’henn eriunellel.
Ergerc’henn a reer ivez eus kendavead ar garantez (pe ar gasoni) : emañ neuze an darempred etre an den en e bezh, pe ensav ar me, hag un ergerc’henn buket outi evel hollelezh (un den all, ur voudelezh, un eorizh, h.a.).
Ur gudenn a zo bet pleustret kalz warni eo hini spesadegezh an ergerc’henn. Mar doug al luzad d’un oberiezh spesadek (sunañ, da skouer), ez eo pell an ergerc’henn a vezañ ken spesadek all (ur biz, ur sigaretenn, un died, evit komz eus ergerc’hennoù trael hepken). A-du-rall, ma n’eo ket savelek, raktonket, debarzh an ergerc’henn, ned eo ket dargouezhek kennebeut ; an disoc’h eo eus un dehentadur anheulret, daelerezhek : tresoù deberzhek ’zo eus un ergerc’henn savelet d’un oad, er vugeliezh peurliesañ, o devez levezon war an ergerc’hañ a-c’houdevezh. Mard eo strizh skalfad ar gallusterioù evit a sell ergerc’hennoù al luzadoù-emgemmirout (pal spesadek ar sec’hed eo evañ, an ergerc’henn spesadek eo al liñvennoù dourek), ez eo kalz ledanoc’h evit a sell ergerc’hennoù al luzadoù revel. An arbenn eo e tiorre al luzad revel e gouskor al luzadoù-emgemmirout, ar re-mañ o tigeriñ hent o ergerc’henn d’ar re-se ; ha, dreist-holl, e c’hell al luzadoù revel tremen gant ergerc’hennoù eriunellel, tra ma rank al luzadoù-emgemmirout kaout ergerc’hennoù trael. Da skouer, er bazenn c’henaouel, ergerc’henn al luzad-emgemmirout eo ar boued, hogen ergerc’henn al luzad revel (luzad genaouel) eo ar pezh a vez gougorfet, ken ergerc’hennoù trael, ken ergerc’hennoù eriunellel, an eil re hag ar re all astennet o erdal kalz en tu all d’ar boued.
∆ Dav eo merkañ e talvez ar Gl. objet, ar Sz. object, an Al. Objekt, h.a., kement hag “ergorenn” ivez, eleze kendavead an ergorañ (merzout, anaout, dezevout, dec’hmegañ, h.a.). E-se e tleer diforc’hañ ervat ergerc’hañ “amparañ (evel) ergerc’henn” hag ergorañ “amparañ (evel) ergorenn”.
si l’on peut donc dire de l’auto-érotisme qu’il est sans objet, mar galler lavarout enta ez eo diergerc’henn an enerotegezh (sl. AUTO-ÉROTISME) ; selon Melanie Klein, l’objet partiel […] est clivé en un “bon” et un “mauvais” objet, hervez Melanie Klein, ez eo disfaoutet an ergerc’henn darnel […] en un ergerc’henn “vat” hag un ergerc’henn “fall” (sl. “BON” OBJET, “MAUVAIS” OBJET) ; les affects déplaisants peuvent être aussi l’objet de la défense, an difenn a c’hell ivez treiñ ouzh ar c’hantaezadoù divlizus (sl. DÉFENSE) ; l’identité objectivante, qui maintient l’identité propre de chaque objet de pensée, an hevelebiñ ergorelaus, oc’h arzerc’hel hevelepted pep ergorenn-dezevout (sl. IDENTITÉ DE PERCEPTION — IDENTITÉ DE PENSÉE) ; la pulsion ne peut jamais devenir objet de la conscience, nepred ned a al luzad da ergorenn an emouezañ (sl. INCONSCIENT) ; le névrosé cherche la solution en faisant entrer dans son moi la plus grande partie possible du monde extérieur, en en faisant l’objet de ses fantasmes inconscients, an neurozeg [a glask] an diskoulm dre zegas e diabarzh e ve an darn vrasañ gwellañ eus ar bed diavaez, dre ober anezhi an ergerc’henn da eriunelloù diemouez (sl. INTROJECTION) ; “libido du moi”, “libido d’objet”, “libido veel”, “libido ergerc’hennel” (sl. LIBIDO DU MOI — LIBIDO D’OBJET”) ; le sujet commence par se prendre lui-même, son propre corps, comme objet d’amour, ar gouzrec’h en em gemer da gentañ, eñ, e gorf da ergerc’henn garantez (sl. NARCISSISME) ; l’exemple de la psychose […] met en évidence la possibilité pour la libido d’investir le moi en désinvestissant l’objet, skouer ar psikoz […] a ziskouez e c’hell al libido annodiñ er me en ur ziannodiñ diouzh an ergerc’henn (sl. NARCISSISME) ; l’enfant se prenant lui-même pour objet d’amour avant de choisir des objets extérieurs, ar bugel oc’h en em gemerout e-unan da ergerc’henn d’e garantez a-raok debarzh ergerc’hennoù amgen (sl. NARCISSISME PRIMAIRE, NARCISSISME SECONDAIRE) ; ainsi doit-on bien distinguer ergerc’hañ “constituer comme/un objet d’amour, de haine, etc.” et ergorañ “constituer comme/un objet de perception, de connaissance, etc.”, e-se e tleer diforc’hañ ervat ergerc’hañ “amparañ (evel) ergerc’henn” hag ergorañ “amparañ (evel) ergorenn” (sl. OBJET) ; terme introduit par D.W. Winnicott pour désigner un objet matériel qui a une valeur élective pour le nourrisson, termen degaset gant D.W. Winnicott da aroueziñ un draezenn dezhi un talvoud dibarek evit ar vagadell (sl. OBJET TRANSITIONNEL) ; le passage survenant du centre à la périphérie, du sujet à l’objet, etc., an tremen o c’hoarvezout etre kreizparzh ha trobarzh, etre dangorenn hag ergorenn, h.a. (sl. PROJECTION) ; la projection est couplée avec l’introjection dans la genèse de l’opposition sujet (moi) — objet (monde extérieur), koublet emañ an ervannañ gant ar gougantañ evit a sell dedarzh ar gevenebiezh dangorenn-ergorenn, gouzrec’h-bed diavaez (sl. PROJECTION) ; il laisse de côté un aspect classique de la représentation : la représentation comme constitution d’objet, comme conscience (de), lezel a ra a-gostez un arvez klasel eus an derc’had : an derc’hañ evel ergorañ, evel emouezañ (ouzh) (sl. REPRÉSENTATION) ; quand il parle de “trace mnésique”, il ne considère pas une impression restant de l’objet, pa gomz eus “kounlerc’h”, ne wel ket eno ul louc’had o chom e dilerc’h an ergorenn (sl. REPRÉSENTATION) ; sans faire appel à une ressemblance entre les traces et les objets, hep lakaat e penn-kont nep heñvelder etre al lerc’hioù hag an ergorennoù (sl. TRACE MNÉSIQUE).
Goulev o tisoc'h eus an treuzodiñ.
Termenoù degaset gant Melanie Klein da aroueziñ ar c’hentañ ergerc’hennoù luzadel, darnel pe hollel, evel ma anadont en eriunellañ ar bugel. Ardaolet e vez outo ar perzhioù “mat” ha “fall”, n’eo ket hepken diwar ma’z int kevozius pe disvozius, hogen dreist-holl diwar ma’z eo ervannet warno luzadoù libidinel pe distrujus ar gouzrec’h. Hervez Melanie Klein, ez eo disfaoutet an ergerc’henn darnel (ar vronn, ar c’halc’h) en un ergerc’henn “vat” hag un ergerc’henn “fall”, hevelep disfaoutadur o vezañ ur mod-difenn kentañ ouzh an enkrez. Heñveldra e vo disfaoutet ivez an ergerc’henn hollel (mamm “vat” ha mamm “fall”, h.a.)
Gant an ergerc’hennoù “mat” ha “fall” e c’hoarvez argerzhioù ar gougantañ hag an ervannañ.
An daouaskoù arveret gant Melanie Klein a verk eriunellegezh ar perzhioù “mat” ha “fall” ardaolet ouzh an ergerc’henn.