Furm eus ar ferennlug kozhiadel ma tedro gorrek an demerâd goude deraouiñ e kraoñell ar ferenn.
Azoniad a stader gant an nevezc'hanidi hepken, pa vezont tizhet gant an ikter familhel grevus, naouus ent neuziadurel dre zaralladur gronnoù louet diaz an empenn, ent klinikel, ouzhpenn livrezh ar januz, an trec'hwezh, an anilboued, un ankewant hollek, ustant kaherel gant dreistastennadur an askil, loc'hadoù atetozek, ur c'homa hag un dedro d'ar marv dindan un nebeut devezhioù ; e degouezhioù dibaot kaer e c'hoarvez ar pare, nemet a briz un dilerc'hegezh vredloc'hadel ha dasstrizhegezh an izili ; ar pep liesañ e klot an azoniad gant ur furm eus kleñved gwadloezadel an nevezc'hanidi, a-wechoù avat e vez delanket gant un avufo viruzel pe ur migennevid a 'r bilirubin ; devoudet eo gant pistriegezh ar bilirubin ouzh empenn an nevezc'hanidi (empennaoued gwadvilirubinel).
Skourr ar vezekniezh ma arverer ar skinizotopoù en amkanioù deznaouiñ (da skouer, ar skingannluniñ) pe yac'haat (sl. césium 137, cobalthérapie, curie-thérapie, isotope).
Seizi kigennoù al lagad diwar anafoù e gronnoù hag e gwiennoù nodiñ an IIIe, IVe ha Vt re nervennoù a-glopenn (tizhad troadempennel), e raklen da enebrezh Hutchinson (sl. Hutchinson : faciès de ∼, mésencéphale, nerfs crâniens, polioencéphalite, pédonculaires : syndromes , mésencéphale, nerfs crâniens, polioencéphalite, pédonculaires : syndromes ∼ ).
Ezreolder hêrezhel kraoñelloù ar granulokit oadour, dezho un neuz tuzum hag arront, o tevoudañ kleizwariadur luniad Arneth hep azon all ebet.
Hentenn fizikel o kevarezañ studiañ luniadoù molekulel 'zo (Bloch ha Purcell, 1946). C'hoarvezout a ra a glask an talm a laka da zasseniñ derc'hanoù unrezh (proton, da skouer) bezant er molekul ha dezho ur gwarellankad. Ar rannigoù oc'h amparañ an derc'hanoù zo dezho ur spin — emaint o c'hweldreiñ — ha setu perak ez eus da bep hini anezho ul lankad gwarellel. Ma n'eo ket sammad an holl lankadoù par da vann ez eus neuze ur gwarellankad d'an derc'han ivez. En degouezh-se e c'haller arnodiñ an dasson gwarellel. Evit se e staler an danvezenn da zielfennañ en ur gwarellvaez arstalek kreñv. An derc'hanoù dezho ul lankad gwarellel a steud pe diouzh tu ar gwarellvaez, pe diouzh an tu gin. An kez gwarellvaez a savel enta div boblañs derc'hanoù. Lakaat an derc'hanoù da zasseniñ zo neuze kement hag o lakaat da dremen eus ur boblañs d'eben. Hag en amboaz-se emañ ret pourchas dezho ur c'hementad gremm savelet resis, pezh a sevener dre argridañ an danvez gant ur gwarellvaez ouzhpenn, pebeilat ar wech-mañ, dezhañ un talm azas. Saveladur an talm-se n'eo deurus nemet pa 'z eo strafuilhet gant div anadenn a-zalc'h ouzh al luniadur molekulel :
1° Dilec'hiadurioù an douesterioù elektron en dro d'an derc'han ereet ouzh an endro kimiek (bezañs strolloù bleinek er molekul),
2° ar c'houbladurioù gant derc'hanoù unrezh nes (a ziforc'heka, da skouer, dasson ar proton e – CH
2
– hag e – CH
3
).
Bezout ul lankad gwarellel derc'hanel n'eo ket ur perzh gant un elfenn gimiek (hidrogen, karbon, fosfor), hogen gant izotopoù 'zo anezho (
1
H,
13
C,
35
P). Dibaot eo an elfennoù-se, ha dibaotoc'h c'hoazh ar re a ro arhentoù kreñv (
1
H pe proton,
19
F). Ar re-se hepken a c'hell kaout dedalvezadurioù er vezekniezh (skeudennerezh dre zasson gwarellel). Evit ar re-se e kevreder dasson gwarellel derc'hanel proton an dour bezant er gwiadoù bev, gant ar c'hwilerviñ, an erluniñ hag ar c'heweriañ skeudennoù gant an urzhiataer. An disoc'hoù gounezet, war an empenn pergen, a c'hell bezañ resisoc'h eget ar skeudennoù bet gant ar skinerluniñ. Hogen, e gin an hentenn diwezhañ-se, pourchas a ra an DGD ur skeudenn neuziadurel ha kimiek war un dro (sl. imagerie médicale).
Rev desavelet gant ar vezañs (rev venevel) pe an ezvezañs (rev c'hourevel) e kraoñell ar c'helligoù somatek eus korfig Barr (pe korf kromatinel Barr pe c'hoazh kromatin revel).