Dispeliadur e rezh lavnennoù munut o c'hoarvezout dibaot e deizioù kentañ ar vuhez hag o pareañ goude un nebeut devezhioù ; dermatoz renket e stern ar stadoù iktioziform ganedigel (sl. bébé collodion, dermatite exfoliatrice des nouveaux-nés).
Azoniad stadet war an nevezc'hanidi, anezhañ trec'hwezh war gresk, elanal ha dulaz ; en tu all d'an arbennoù kalonel, nervel ha kammneuziadel ez eus tri orin : un dewentad liñvenn amnionel, kleñved al lienennoù gwervanek, ur poread bronkezskevent ; e-tal ar furmoù grevus-se e teskriver un ankalez analadel dibad, anvet c'hoazh analustead dibad an nevezc'hanidi, o c'hoarvezout goude ar ganedigezhioù dre gezarian diwar an dale assugañ al liñvenn enskevent krouellel hag o pareañ dindan un nebeut eurvezioù pe devezhioù.
Kleñved grevus o tizhout peurgetket ar rakkoulzeion hag an nevezc'hanidi izil e-kerz an 10 devezh kentañ eus o buhez ; oc'h erzerc'hañ dre un dardenn kof, c'hweladoù bestlus, terzhienn ha gwadliñvoù eus ar ganol vezhur ; un aezhadezh pervez a wereer dre ar skinluniñ ; c'hoarvezout a ra an anafoù a dachadoù marvenn ledan pe ledanoc'h a-strew war speur ar pervez ; etre 10 % ha 40 % emañ ar varvusted, feur o sevel betek 50 % Pa zarvez rouestladoù : gwadlestegezh, ampelennfo hag, ar risklusañ holl er palevarzh eus an degouezhioù, treloezadoù ; en dro-mañ diwezhañ, e ranker dazbidañ un darn eus ar pervez.
Ikter oc'h anadiñ un nebeut eurvezhioù goude ar c'hanedigezh, kevret gant koeñvadur an avu hag ar felc'h, morvor, gwadliñvoù, amwad hag eritroblastoz, o tedreiñ d'ar marv hogos bepred ; ur furm eo da gleñved gwadloezadel an nevezc'hanidi.
Azoniad a stader gant an nevezc'hanidi hepken, pa vezont tizhet gant an ikter familhel grevus, naouus ent neuziadurel dre zaralladur gronnoù louet diaz an empenn, ent klinikel, ouzhpenn livrezh ar januz, an trec'hwezh, an anilboued, un ankewant hollek, ustant kaherel gant dreistastennadur an askil, loc'hadoù atetozek, ur c'homa hag un dedro d'ar marv dindan un nebeut devezhioù ; e degouezhioù dibaot kaer e c'hoarvez ar pare, nemet a briz un dilerc'hegezh vredloc'hadel ha dasstrizhegezh an izili ; ar pep liesañ e klot an azoniad gant ur furm eus kleñved gwadloezadel an nevezc'hanidi, a-wechoù avat e vez delanket gant un avufo viruzel pe ur migennevid a 'r bilirubin ; devoudet eo gant pistriegezh ar bilirubin ouzh empenn an nevezc'hanidi (empennaoued gwadvilirubinel).
Ikter dibad a stader d'ar c'hanedigezh gant ar rakkoulzeion ha gant an hanter eus an hegoulzeion, e dianlen ezvezañs tremeniat un enzim rekis da dreuzfurmiñ ar bilirubin ameeun (ankeveil) e bilirubin eeun (keveilet) dre ma n'he deus ket ar gellig avu gounezet he holl varregezhioù arc'hwelel.
Bugel adalek e c'hanedigezh betek kouezh ar funig vegel, eleze betek an 10t deiz ; dre astenn ster, betek an 28t devezh ; er vezekniezh lezennel, bugel edoug an 3 devezh kentañ eus e vuhez.