Preder
fibroélastose de l'endocarde, fibrose cardiaque du nourrissonendocardial fibroelastosisfibroelastoz g. an enkalonenn ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez dianav e arbenn, o tarvezout gant ar vagadell pe ar bugel yaouank, naouus, ent neuziadurel, dre devadur bloc'hel an enkalonenn, aet ganti un arvez laezhek, porselenek ha paotaet enni gwiennoù kenglenel, re zastennek dreist holl ; ec'honek eo ar galon, usvollek hag usteñvek ar c'hofig kleiz ; ent klinikel, dre strafuilhoù koazhadel, dilerc'h ar c'hreskiñ, hag abred skorted ar galon gant trec'hwezh ha gouliñv ar skevent ; marvus eo hogos bepred.

moi du nourrisson (M. Klein)me mabanel ― Gerva an brederouriezh
mort subite inexpliquée du nourrissonsudden infant deathmarv trumm andispleget ar vagadell ― Geriadur ar vezekniezh

Andizh diadarzh ur vagadell yac'h betek eno, o tarvezout dre he c'housk, degouezh paot a vervent ar vugale ; dianav e chom an arbenn anezhañ.

nourrissoninfantmagadell b. -ed, maban g.-ed ― Geriadur ar vezekniezh

Ent klasel : bugel ouzh ar vronn ; ent devoud, etre kouezh ar funig vegel betek an oad a zaou vloaz (sl.  enfance).

réticulose subaiguë à évolution maligne du nourrissonhistocytic medullary reticulosisretikuloz goulemm a zedro yud ar vagadell ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad retikuloz ar vagadell naouus dre gevreted anafoù kroc'hen trouskennek ha purpurek hag erzerc'hadoù skevent : trec'hwezh ha dulaz gant, war ar skinlunioù, skeudennoù rouedek pe nozelanek a-strew ha gloevennoù emfizem. Dedreiñ a ra etrezek ar marv dindan un nebeut mizioù. Bez' ez eo ur seurtad a gleñved Abt-Letterer-Siwe.