Preder
angiome sénile, angiome nodulaire, angiome cerise, tache rubis, perle sanguine papuleuse, télangiectasie papillairesenile haemangioma, cherry haemangioma, papillary varixangiom kozhiadel, angiom kerezenn, brizhenn ruzvaen, korrwazhiedusvoll g. krugennek ― Geriadur ar vezekniezh

Nozelenn grenndoek 2–4 mm treuzkiz, ruz-kel, o hañvalout bezañ siket en derm, na goll ket he liv p'he gwasker, a stader alies war groc'hen ar c'hef gant an dud oadet.

prurigo nodulaire de Hydenodular prurigoprurigo g. nozelek Hyde ― Geriadur ar vezekniezh

Prurigo naouus dre nodadur nozelennoù kroc'henel liesel, kevredet gant un debron garv tre (sl. lichen).

Salzman : kératite nodulaire de ∼Salzmann's nodular corneal dystrophykornsaefo g. nozelek Salzman ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez dic'henezhadel ar gornsae, naouus dre vezañs koagennoù bihan treuzluc'hus a vent gant greun riz, o tont alies da heul ur c'hornsaefo filboc'hennek. Dedreiñ a ra gorrek hep nemeur a strafuilhoù arc'hwelel.