Preder
acropathie ulcéromutilante, neuro-acropathie, neuropathie radiculaire sensitive héréditaireDenny-Brown's syndromenervangreizhegezh b. an eizhaennoù ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad hêrezhel o c'hoarvezout eus anafoù teñvel kroc'hen-eskern o tizhout eizhaennoù an izili traoñ.

neuropathieneuropathynervennaoued g., nervad g. ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad genadel an anaezioù nervel, termen arveret dreist holl a-geñver gant anaezioù an nerveg trobarzh.

neuropathie achylique biermérienne, syndrome neuro-achylique ◊ ◊ nervennaoued ansugennel birmerel, azoniad nervansugennel ― Geriadur ar vezekniezh

Furm deroù nervel eus kleñved Biermer, ma tarvez ar strafuilhoù nervel hag an ansugenn lies mizvezh pe lies bloavezh a-raok daralladoù ar gwad.

neuropathie amyloïdeamyloid neuropathynervennaoued amiloidel ― Geriadur ar vezekniezh

Tizhadur nervel o tarvezout e-kerz un amiloidoz hollek kentael, erzerc'h dre strafuilhoù santout-loc'hañ e rezh liesnervennfo an izili traoñ hag, a-wechoù, an izili krec'h, gant darallad an eraeziñ endonel, kevret gant erzerc'hadoù koazhadel ha troazhganadel muiek ; lies furm n. a. a zeskriver : familhel, aotozomek trec'hek an treuzkas anezho, a stader : rizh I, er Portugal (kleñved Corino Andrade), o teraouiñ d'an oad etre 20 ha 30 vloaz, o tedreiñ d'ar fallezh ha d'ar marv dindan 2 pe 3 bloaz ; rizh II, er Stadoù-Unanet (kleñved Rukavina er Maryland, Mahloudji en Indiana) ; rizh III, ditouret en Iowa ; rizh IV, e Suomi hag e Japan ; erfin ur furm skignek, dibaot, o teraouiñ etre 50 ha 60 vloaz, o tedreiñ etrezek ar marv a-benn 7 da 10 vloaz (sl.  amyloïde : substance , amyloïdose, amyloïdose).

neuropathie diabétiquediabetic neuropathynervennaoued diabetien ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad nervennaoued trobarzh kennevidel o tarvezout gant an diabeteion o kaout abaoe pell ur gwadusvec'h glukoz uhel ha reolet fall, anezhañ ul liesnervennfo santout-loc'hañ gougel a 'n izili traoñ ; arvarekoc'h eo an erdebad pa vez tizhet ar reizhiad nervstruzhel.

neuropathie métaboliquemetabolic neuropathynervennaoued kennevidel ― Geriadur ar vezekniezh

Nervennaoued trobarzh diwar strafuilhad an dazgweredoù bevgimiek ampleget gant arwastadez ar bevedeg ; ar re liesañ eo an n. diabetien ha n. ar skorted lounezh henek ; dibaotoc'h eo n. an disglobulinemiezh, kleñvedoù Refsum ha Fabry, ar borfiriezh hag an amiloz (sl.   amyloïdose, dysglobulinémie, équilibre 3 , insuffisance rénale chronique, neuropathie amyloïde, neuropathie diabétique, neuropathie périphérique, porphyrie, Refsum : maladie de ).

neuropathie optiqueoptic neuropathynervennaoued gweledel ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad genadel anaezioù an nervenn weled : 1) ar glaokomoù, 2) an anaezioù anglaokomatus : e-touez ar re-mañ e tiforc'her a) an tizhadoù foel, divielinaus (pe nervennfo gweledel, Gl.  névrite optique, Sz. optic neuritis), sk. : skleroz strewek, b) an nervennaouedoù heskwadel araok lemm (Gl.  neuropathies ischémiques antérieures aiguës), sk. : kleñved Horton, arterioskleroz, diabet, c) dibaotoc'h, an n. pistriel, daraezel, amwaskel, hêrezhel.

neuropathie paranéoplasique ou parahodgkinienneparaneoplasic neuropathynervennaoued lezhanweel pe lezhodgkinek ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad nervel o tarvezout gant gouziviaded ur c'hankr, kankr ar bronkez kelligoù bihan pergen, pe kleñved Hodgkin ; stadañ a reer lies rizh klinikel : loc'hadel, santadel, a orin trobarzhel, a orin kreizel ; livardek e vez alies an dedro, dizalc'h diouzh hini ar yoc'henn ; dianav e chom ardarzh an tizhad nervel, n'emañ a-geñver na gant un amwask pe un aloubadur yoc'hennel, na gant ur marvennad a orin gwazhiedel, na zoken gant ar prederiadurioù enepkankrek.

neuropathie périphériqueperipheral neuropathynervennaoued trobarzh ― Geriadur ar vezekniezh

Nep tizhadur eus ar reizhiad nervel trobarzh ne vern pere eo load hag astennad an anafoù, an azoniadur (santadel, loc'hadel, struzhel), neuz an dedroadur (lemm, goulemm pe henek), an arbenn (kennevidel, mezhurel, pistriel, poreel, gwazhiedel, hangaeel, lezhanweel, hêrezhel) ; kemparzhek pe get e vez glennad an n. t. ; a) unnervennaoued (sl.  mononeuropathie) a reer eus an n. t. ankemparzhek, hag int unel (sl.  mononévrite) pe liesel (sl.  multinévrite), alies a orin gwazhiedel ; b) liesnervennaoued (sl.  polyneu-ropathie) a reer eus an n. t. kemparzhek ; mar bez o gwikefre un divielinaat eus feur Schwann, e komzer eus liesgwriziennfo (sl.  polyradiculonévrite) ; mar bezont a orin aksonel, ez eus anezho liesnervennfoioù (sl.  polynévrite).

neuropathie sensitive héréditairehereditary sensitive neuropathynervennaoued santadel hêrezhel ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad lakaet war daou anaez diforc'h : ar rizh I pe kleñved Thévenard (sl.  acropathie ulcéromutilante) ; ar rizh II, dibaotoc'h, grevusoc'h, treuzkaset er mod aotozomek enkilek, a stader gant ar vagadell.

neuropathie tomaculairetomaculous neuropathynervennaoued tomakulel ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved familhel treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, naouus, ent neuziadurel, dre devadurioù o reiñ ur furm silzigennoù d'ar feurioù mielin, ent klinikel, war an oadour yaouank, dre varradoù seizi ha kammeraez adfeilhus o tizhout an nervenn a-spilhenn boutin ha nervennoù an ezel krec'h ; nes e ve furmoù 'zo a 'r c'hleñved da azoniad Parsonage ha Turner.