1 Daskroaziad skourroù nervel, ar re bennañ o vezañ ar p. a-livenn (Gl. p. spinaux, anvad kent : p. nerveux rachidiens), anezho : p. ar gouzoug, p. ar vrec'h, p. an dargreiz, p. ar poullkreuz, p. ar belost. 2 Daskroaziad gwazhiennoù bezant en holl lec'hioù eus ar bevedeg ; d'ar re bouezusañ ez eus bet roet un anvad, sk. : rouedad karotidel diabarzh (TA plexus venosus caroticus internus, Gl. plexus carotidien veineux).
NOTENN : Ne hañval ket vezañ unvan an destlad PNA, an destlad TA hag an termenoù arveret gant an aozerion evit a sell anvadur ar plezhadoù nervel ha gwazhiedel ; da skouer, alies e vez graet gant Gl. plexus e-lec'h plexus nerveux. Betek gouzout, e kinnigan adkemer an termenoù embannet war GEGO II, eleze plezhad a-dal da plexus nervosus ha rouedad a-dal da plexus venosus.
Kevnidigenn azonet gant ul laur kriz e lec'h ar flemmad, laur oc'h astenn d'ar c'horf a-bezh, heuliet gant glizi, dargrezadoù hag usdamoug, kren ha gouseizi a 'n eizhaennoù, dulaz, iswask, trec'hwezh ha seizi analadel o tisoc'h a-wechoù gant ar marv.
Barr niñv o treledañ dre an aksonoù, anezhañ ur pebeilad divleinekaat advleinekaat, disoc'h eus tremen distremen an ion natriom ha kaliom dre ionganoù koc'henn an neuron ; roll an nervlanv eo treuzkas ar stlenn santadel ha loc'hadel etre an nerveg kreiz hag ar peurrest eus ar bevedeg.
l’innervation, phénomène physiologique, pourrait se produire par conversion d’énergie psychique en énergie nerveuse, an ennervadur, anadenn vevedel, a c’hoarvezfe dre amdreiñ ar gremm bred e gremm nervel (sl. INNERVATION) ; un système relativement autonome au sein de l’organisme, le système nerveux central, ur reizhiad emren a-walc’h er bevedeg, an nervreizhiad-kreiz (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) ; une seule tendance plus ou moins modifiée, à l’œuvre dans “la vie psychique et peut-être [dans] la vie nerveuse en général”, un tued hepken, mui pe vui modekaet, o ren war “ar vuhez vred ha marteze [war] ar vuhez nervel dre-vras” (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE).
Hollad al luniadoù nervel kreiz ha trobarzh (kangrennoù ha nervennoù) a gendaol da arouleviañ arc'hwel bonan an holl organoù ha gwiadoù, ent dizalc'h diouzh ar bed diavaez, en ur ziogeliñ ur c'henurzhiadur hag ur c'hengannadur rekis eus an arc'hwelioù diseurt. Ar reizhiad emrenek ne geveneb ket ouzh ar reizhiad nervel kreiz, o chom en he dalc'h hag o tasperzhiañ drezi en arc'hwelioù diseurt eus ar c'hemoned hag eus ar c'hantaezañ. C'hoarvezout a ra eus ar reizhiad parasimpatek hag eus ar reizhiad ortosimpatek. Menegomp an heñvelster : nervreizhiad struzhel pe reizhiad nervstruzhel.
Nervreizhiad ar c'hemoned, enni an empenn hag ar mel a-livenn.
Unan eus div elfenn an nervreizhiad emrenek.
Heñvelster gant reizhiad ortosimpatek, unan eus div elfenn an nervreizhiad emrenek. Gwerediñ a ra dre hantererezh daou hanterad kimiek, an adrenalin hag an noradrenalin.