Dianzav ur c’hoant, ur mennoz, un trivliad arvoustret emeur o paouez eztaoliñ. “N’eus startoc’h prouenn ez eur deuet a-benn da ziskoachañ an diemouez eget klevout an elfennadour oc’h ersaviñ dre ar gerioù-mañ : « Ne’m eus ket soñjet se », « Ne’m eus ket (biskoazh) soñjet e seurt tra ».” Alese an abegadenn anavezet, meneget gant Freud e-unan : “Pa sav an elfennadour a-du ganimp, emañ ar gwir gantañ, hogen pa sav a-enep, e tiskouez eno un harzder o prouiñ n’hon eus ket faziet”. Freud a zizarbenn ar rebech-se dre ar ret ez eo d’an elfenner klask dervadur er c’henarroud hag e dedro ar gur.
Azon bredanaezioù 'zo (melankoliezh pergen), anezhañ haeriñ steuzidigezh un pe lies organ, ar c'horf a-bezh hag ar bed e unan, ambren kevredet alies gant anglevadoù ramzegezh, peurbadegezh, kablusted, daonedigezh, o vont d'ober neuze azoniad Cotard (sl. hypocondrie).
Niñvadur a-geñver gant ar ginadur mezoniel. Da zisoc'h dioutañ emañ ar ginad pe ar glokaenn eus un argemmenn. Gwerc'hennet e vez dre un niñvader NANN, ha notet e vez diwar-bouez un usrezan ouzh derc'henn an argemmenn a ( pe a usrezan).
(dé)négation, goumezañ (sl. (DÉ)NÉGATION) ; la négation de l’autre, corrélative à l’affirmation de soi, nac’hadur an amgen, keñverek da haeradur an-unan (sl. MOI IDÉAL).