Preder
lymphotoxine, facteur cytotoxique, facteur de nécrose tumorale bêta, TNFβlymphotoxin, tumor necrosis factor beta, TNFβlimfotoksin g., parenn b. gelligpistriañ, parenn yoc'hennvarvennañ beta, TNFβ ― Geriadur ar vezekniezh

Unan eus hanteradoù dourennel an hangae kelligel borc'het gant al limfokit toazonamplegat ; distrujañ a ra ar c'helligoù a vez o keraezañ, hag int douger pe get d'an antigen ez eo bet kizidikaet outañ al limfokit.

nécrosenecrosismarvennañ, marvenn b., marvennad g. ― Geriadur ar vezekniezh

Astal kleñvedel ha diwezhel argerzhioù ar beved en ur gellig pe ur gwiad etre elfennoù all manet bonan, hag an treuzfurmadoù gwiadurel ha korfadurel dianlenat ; er c'halonvarrwezañ, e reer marvennad eus derez eizhañ gouzañvder ar c'haher kalon da heul steviadur ar gurunerenn gant distruj ar c'haherwiennoù e gounid ur gwiad anniñv ent tredanel, erzerc'het gant steuz ar wagenn R, amsavet gant ur wagenn Q pe troet en ur wagenn QR.

reins : nécrose corticale bilatérale des ∼renal cortical necrosismarvennad g. daoudu pluskenn al lounezhi ― Geriadur ar vezekniezh

Marvennad heskwadien hollad an elfennoù kelligel eus pluskenn al lounezh (Bloueigoù, epitelienn ar pibelloù nezek pergen, talmerennigoù). Darvezout a ra ar peurliesañ da heul darvoudoù amiegel (Gwatoñv drektorzhienn), dibaotoc'h e-doug ur poreadur, ur pistriadur, un daraez, ur bleuz, un dourisvec'h muiek. Deraouiñ a ra dre un damantroazh trumm e raokadur alies, gant ur c'hoempad hag a-wechoù gant ur gwadloezañ rust. Grevus kenan eo an dedro emdarzh, marvus afo en un daolenn antroazh dieiltro pe daoust da adkrog an troazhvorc'h ; a-wechoù, neoazh, e teu ar pare, gant ur skorted lounezh dilerc'hiat bras avat.

rein : nécrose papillaire du ∼renal papillary necrosismarvennadur g. begennoù al lounezh ― Geriadur ar vezekniezh

Heñvelster gant marvennadur ar vezonenn lounezh (Gl. nécrose médullaire rénale). Marvenn heskwadel kantet e pikernennoù al lounezh hag alies er begennoù, a-gevaraez da boreadur al lounezh, da vezañs un diabet, d'ur skoilh war ar forzhioù troazhañ pe da euvridigezh hirbad fenaketin. Enkelat ent klinikel e vez pe erzerc'hañ a ra dre droazhwadegezhioù digevret, dre ur skorted lounezh damantroazh, pe c'hoazh dre un daolenn lestrlounezhfo lemm pe c'houlemm. An troazhluniñ a laka war wel skeudennoù kavennek, e stumm gwalennoù pe pavioù krank.