Rizh a zebarzh ergerc’henn graet diwar batrom darempred ar gouzrec’h outañ e-unan, pa vez an ergerc’henn o terc’houezañ en un arvez pe unan all personded ar gouzrec’h.
Sl. LIBIDO DU MOI — LIBIDO D’OBJET.
le rapport fondamentalement narcissique du sujet à son moi, keñver narkisek rik ar gouzrec’h ouzh e ve (sl. IMAGINAIRE) ; libido du moi, libido narcissique, libido ouzh ar me, libido narkisek (sl. LIBIDO DU MOI — LIBIDO D’OBJET) ; idéal de toute puissance narcissique forgé sur le modèle du narcissisme infantile, uhelvennad a hollc’halloud narkisek goveliet diwar batrom an narkisegezh vugel (sl. MOI-IDÉAL) ; en regard des névroses narcissiques, elles se caractérisent par le fait que la libido est toujours déplacée sur des objets réels ou imaginaires, e kemm ouzh an neurozioù narkisek, e vez enno al libido treuzlec’hiet war ergerc’hennoù trael pe derc’hadel (sl. NÉVROSE DE TRANSFERT).
Dre an termen-mañ ez aroueze Freud ur c’hleñved dezverket gant didenn al libido davit ar me, — e kemm enta ouzh an neurozioù treuzdoug.
E-keñver nozografiezh, ez eo keverdal an neurozioù narkisek da deskad ar psikozioù arc’hwelel (eleze ar re nad eo ket devoudet o azonoù gant un anaf kreud). Seurt psikozioù a rae ivez Freud anezho parafreniezhoù. Diwezhatoc’h e strishaas arver an termen neuroz narkisek d’ar velankoliezh, ouzh he diforc’hañ neuze diouzh an neurozioù treuzdoug koulz ha diouzh ar psikozioù.
Dilezet eo hiziv arver an termen neuroz narkisek, hag ivez kemeradur freudek ar barafreniezh.