Preder
Dressler : syndrome de ∼, syndrome post-infarctus du myocardeDressler's syndromeazoniad Dressler, azoniad dianangwazhiad kalon ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad o tarvezout a-wechoù en deizioù pe er sizhunioù war lerc'h un angwazhiad a 'r c'haher kalon, anezhañ terzhienn, laurioù er brusk, amgalonennfo, krezennfo, gwechoù 'zo darwazh skevent, ustizh gouzediñ, elwenn gant ganulokitoz neutrofil ; goude lies adfeilh e c'hoarvez ar pare, hag eñ buanaet gant ar mezegadur enepfo ; azoniad a stader ivez da heul ur resmiad a skorted kurunerel hep mui ; kevarguziñ a reer un orin unanallergek ha roll an hangaegemplezhioù.

infarctus du myocardemyocardial infarction or infarctangwazhiad ar c'haher kalon ― Geriadur ar vezekniezh

Marvenn en un tachad eus ar c'haher kalon e diouer an eroueriañ, hogos bepred da heul tromboz ur gurunerenn, erzerc'h peurliesañ dre ur c'hevenkez grizias ha kilvers, daralladoù kalonvarrwezadel, gwadusvec'h enzimoù 'zo (CPK, MB, LDH, ASAT, mioglobin, miozin, troponinoù), daskemmadoù hanrannel eus argrezusted ar c'hofig kleiz, erzerc'h er stenwereañ ; hervez an dalmerenn steviet, an d. etre-kofigoù araok, an d. gelc'hplegek pe an d. guruner dehou, e stader tri lec'hiadur eus an a.k.k., a-getep : raogtilhennel, raogkostezel pe diadraoñ ; rouestladoù a zeskriver, er prantad lemm : skorted kalon, darvoudoù trombozenfraouel, fregadur speur pe kigennoù begennek ar galon, diwezhatoc'h : darvoll ar c'hofig.

myocardeMYOCARDIUMkaher g. kalon. ― Geriadur ar gorfadurezh
myocarde spongieux, non-compaction du ventricule gauchespongy myocardiumkalongaher spoueek, anstummaat ar c'hofig kleiz ― Geriadur ar vezekniezh

Dreistpad, dibaot kaer, eus stad rizhellel ar c'haher kalon stadet war ar bugel, o tec'han un naoued usvollus dezhañ un dedro arvarus ; ar stenwereañ a ziskouez ur c'hofig kleiz kourzadekaet hag ar c'hofigluniñ bolc'hadennoù gwazhiedel kehent gant kavenn ar c'hofig, anezho ar skeudenn eus lennoù gwad e-barzh speur ar galon.

myocarde, TA myocardiummyocardiumkaher g. kalon, kalongaher ― Geriadur ar vezekniezh

Kahersae ar galon, gwiennoù rizennek ouzh he ober, oc'h argrezañ andiarvenn (sl. fibre musculaire striée cardiaque) ; k. darviget (Gl.  m. sidéré, Sz.  stunned m.), miarc'hwel darnel hag eiltroüs ent emdarzh a 'r c'hofig kleiz da heul un heskwad lemm anezhañ ; k. goañvorus (Gl.  m. hibernant, Sz.  hibernating m.), miarc'hwel darnel ha hirbad ar c'hofig kleiz da heul un heskwad eiltroüs hag un aderoueriañ ; dre ar skingannluniñ e c'haller lakaat war wel azgouestadusted an tachadoù heskwadet.

post-infarctus du myocardeDressler's syndromeazoniad dianangwazhiad kalon ― Geriadur ar vezekniezh

(sl. Dressler : syndrome de ).

sidération du myocardestunned myocardiumdarvigad ar c'halongaher pe kalongaher darviget ― Geriadur ar vezekniezh

Miarc'hwel darnel hag eiltroüs ent emdarzh a 'r c'hofig kleiz da heul un heskwad lemm anezhañ. Arsellet e vez a-wechoù an anaez dibarek-se en ezvezañs nep angwazhiad, er skorted kurunerel pe en amveziadoù evel an ilgreizfoioù lemm, ar gwadliñvoù empennpilhonel, ar bleuzioù, h.a.